Bergen (Norvegia) : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: frr:Bergen→frr:Bergen (Norweegen) |
|||
Linenn 104: | Linenn 104: | ||
[[th:แบร์เกน]] |
[[th:แบร์เกน]] |
||
[[tr:Bergen]] |
[[tr:Bergen]] |
||
[[uk: |
[[uk:Берген]] |
||
[[vec:Bergen (Norveja)]] |
[[vec:Bergen (Norveja)]] |
||
[[vi:Bergen]] |
[[vi:Bergen]] |
Stumm eus an 22 C'hwe 2013 da 18:13
Bergen a zo ur gêr eus arvor Norvegia, an eil kêr vrasañ er vro goude Oslo, e-keñver an niver a annezidi (242 000 anezho e Genver 2006). An eil porzh brasañ eo ivez. Glaveier e-leizh a vez eno (2.000-2.500 mm bep bloaz) ha ren a ra en tolead un hinad na re domm na re yen (1,6 °C e miz Genver ha 14,4 °C e miz Gouere).
Savet e oa bet Bergen gant Olav III Norvegia e 1070, dindan an anv Bjorgvin. Kêr-benn Norvegia e voe betek dibenn an XIIIvet kantved. Kêr vrasañ ar vro e kendalc’has da vezañ a-hed ar Grennamzer hag e-pad meur a gantved war-lerc’h. Unan eus porzhioù bras an Hansa e voe. Dont a rae e binvidigezh eus kenwerzh ar pesked, pesketaet war aodoù hanternoz Norvegia, mogedet ha kaset war-lerc’h war marc’hadoù Europa D’ar mare-hont e voe savet karter kozh Bryggen, a zo enskrivet bremañ war roll glad ar bed gant an UNESCO.
Tud brudet
- Dorothe Engelbretsdatter, skrivagnerez
- Edvard Grieg, sonaozour.
Gevellañ
Gevellet eo Bergen gant :
- Göteborg, Sveden
- Turku, Finland
- Aarhus, Danmark
- Newcastle upon Tyne, Rouantelezh Unanet
- Seattle, Stadoù Unanet
- Asmara, Eritrea
Liammoù diavaez
- Lec’hienn an ti-kêr (e norvegeg hag e saozneg)