Breizh-Veur : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8: Linenn 8:


== Anv ==
== Anv ==
Meneg kentañ an enezenn a zo kavet e-barzh labour [[Aristoteles]], ''Diwar-benn an Hollved'', e-lec'h ma lâr : "Div enezenn vras a zo ennañ, an Inizi Predenek, Albion hag Ierne". Meneget eo bet e-pad pell an anv Preden evit komz diwar-benn ar meuriad inizi pa oa implijet Albion evit Breizh-Veur.

Anv kentañ an enezenn a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe ''insula Albionum''. Dont a ra an anv pe eus al latin ''albus'' a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù Dover) pe eus "enezenn an ''Albiones'' meneget gant Pytheas. Gallout a reer tostaat an añv eus anv gouezeleg [[Bro-Skos]], ''Alba'', a zo kar ouzh hini ar menezioù [[Alp]].


== Notennoù ==
== Notennoù ==

Stumm eus an 19 C'hwe 2013 da 14:54

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emañ Breizh-Veur etre Iwerzhon ha douar-bras Europa.

Breizh-Veur (gouezeleg Skos: Breatainn Mhòr, kembraeg: Prydain Fawr, kerneveureg: Breten Veur, saozneg Great Britain, Skoteg Great Breetain) zo un enezenn eus Europa ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 km² enni. Gant 60 milion a annezad[1] e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude Java ha Honshu. Tro-dro an enezennez eus ur meuriad inizi bihan pe brasoc'h, da skouer Iwerzhon er c'hornôg hag Enez Man etrezo.

Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes (Môn, Inizi Gall, Wight...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: Bro-Saoz, Kembre ha Bro-Skos[2] hag o c'hêrbennoù Londrez, Kerdiz ha Dinedin. Asambles gant Hanternoz Iwerzhon ez a d'ober ur stad anvet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e 1707 gant unvaniezh Bro-Saoz ha Bro-Skos evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e 1801 gant stagadenn Iwerzhon ouzh ar Rouantelezh. E 1921 eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ.

E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar Beinn Nibheis (Ben Nevis) (1 343 m); hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar Severn (336 km; Hafren e kembraeg).

Anv

Meneg kentañ an enezenn a zo kavet e-barzh labour Aristoteles, Diwar-benn an Hollved, e-lec'h ma lâr : "Div enezenn vras a zo ennañ, an Inizi Predenek, Albion hag Ierne". Meneget eo bet e-pad pell an anv Preden evit komz diwar-benn ar meuriad inizi pa oa implijet Albion evit Breizh-Veur.

Anv kentañ an enezenn a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe insula Albionum. Dont a ra an anv pe eus al latin albus a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù Dover) pe eus "enezenn an Albiones meneget gant Pytheas. Gallout a reer tostaat an añv eus anv gouezeleg Bro-Skos, Alba, a zo kar ouzh hini ar menezioù Alp.

Notennoù

  1. Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [1], e oa, e 2001, 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831; Bro-Skos 5 062 01 ; ha Kembre 2 903 085).
  2. Kernev-Veur a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.

Gwelet ivez