Percy B. Shelley : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: my:ရှဲလီ၊ ပါဆီ
Linenn 75: Linenn 75:
[[uk:Персі Біші Шеллі]]
[[uk:Персі Біші Шеллі]]
[[vi:Percy Bysshe Shelley]]
[[vi:Percy Bysshe Shelley]]
[[xmf:პერსი ბიში შელი]]
[[xmf:ფერსი ბიში შელი]]
[[zh:珀西·比希·雪莱]]
[[zh:珀西·比希·雪莱]]
[[zh-yue:雪萊]]
[[zh-yue:雪萊]]

Stumm eus an 16 C'hwe 2013 da 21:51

Percy Bysshe Shelley livet gant Amelia Curran (1819)

Percy B. Shelley, ganet d’ar 4 a viz Eost 1792 ha marvet d’an 8 a viz Gouhere 1822, a oa unan eus brasañ barzhed saoz ar Romantelezh hag unan eus ar gwellañ barzhed bet biskoazh o skrivañ e saozneg.

Keneil e oa da John Keats ha George Byron.

E eil gwreg e oa Mary Shelley, oberourez ar romant Frankenstein.

Yaouankiz ar barzh

Mab e oa da Sir Timothy Shelley, a deuas da vezañ eil baronet Castle Goring ha da Elizabeth Pilfold. Tremen a reas e vugaleaj e Sussex ha skoliataet e voe er gêr gant ar beleg Thomas Edwards. E 1802 e voe kaset d’ar "Sion House Academy" da v-Brentford. E 1804 ez eas da studiañ e Eton hag e miz Ebrel 1810 e Skol-Veur Oxford. Al levr kentañ kaset gantañ d’un embanner a oa ar romant "gotek" Zastrozzi (1810), ma tisplege e weledigezh dizoue eus ar bed.