Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12: Linenn 12:


{{DEFAULTSORT:Prad, Glaoda ar}}
{{DEFAULTSORT:Prad, Glaoda ar}}
[[Rummad:Glaoda ar Prad]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]

Stumm eus an 15 C'hwe 2013 da 15:59

Glaoda ar Prad, pe Klaoda ar Prad, a oa kelenner ha skrivagner brezhonek, ganet e Brest d'ar 25 a viz Genver 1875, ha marvet e Vern-d'Anjou d'an 13 a viz Ebrel 1926. Skrivañ a rae ivez gant meur a anv-pluenn : Pluenzir, Barz Ab Breiz, , Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou, Klaod Koz. Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Desavet e voe eno, e Kerzadiou. Mont a reas da vevel da skol al Likez, da Gemper. Met lakaet e voe war ar studi, ha goude kaset da zeskiñ ar vicher skolaer.

E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos ar Braz (barzh Dirlemm) ha Fañch Elies (Abeozen).

E 1905 e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar brezel. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz. E 1924 ez eas da gelenn da Anjev. Douaret e voe e Kervaria-Sular, bro e wreg.

Oberennoù

Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù c'hoari, ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz.