Sponterezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: bn:সন্ত্রাসবাদ
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: tt:Террорчылык
Linenn 110: Linenn 110:
[[tl:Terorismo]]
[[tl:Terorismo]]
[[tr:Terörizm]]
[[tr:Terörizm]]
[[tt:Террорчылык]]
[[uk:Тероризм]]
[[uk:Тероризм]]
[[ur:دہشت گردی]]
[[ur:دہشت گردی]]

Stumm eus an 14 C'hwe 2013 da 08:11

Ar sponterezh eo an implij eus ar spont evit tizhout palioù politikel pe gevreadel. N'eus ket a dermenadur asantet gant an holl vroioù[1][2] avat. An termenadurioù boutinañ a endalc'h an oberioù a zo o fal krouiñ spont, o deus un abeg kealoniel, hag a glask tizhout tud ha n'int ket soudarded pe tud uhel o c'harg. Un nebeud termenadurioù a endalc'h an holl oberioù a feulster direizh.

Ar sponterezh zo un doare brezel nann-feurel ha brezel psikologel. Ur garg politikel a zo gantañ[3], ar pezh a ra ez eo diaes reiñ un termenadur reizh dezhañ. Hervez un enklask bet kaset gant al Lu Amerikan ez eus muioc'h eget 100 termenadur[4].

Kalz aozadurioù eus kement tu politikel a zo o deus implijet ar sponterezh, en o zouez strolladoù politikel eus an tu-kleiz hag an tu-dehoù, broadelourien, strolladoù relijiel, dispac'herien ha gouarnamantoù[5]. Ar fed ma oa bet empleget kalz oberourien ha ne oant ket liammet gant ur gouarnament a oa bet abeg da galz tabut diwar-benn al lakaat Lezennoù ar Brezel da dalvezout evit an dra-se.


Daveoù


Notennoù

  1. MARTYN Angus, The Right of Self-Defence under International Law-the Response to the Terrorist Attacks of 11 September, Lec'hienn Breudoù Aostralia, 12/02/2002 (en) Tizhet d'an 02/10/12
  2. DEEN Thalif, Politics: U.N. Member States Struggle to Define Terrorism, [1], Inter Press Service, 25/07/2005 (en) Tizhet d'an 02/10/12
  3. HOFFMAN Bruce, Inside Terrorism, Columbia University Press, 1998, p. 31 ISBN 978-0-231-11468-4 (en) Tizhet d'an 02/10/12
  4. RECORD Jeffrey, Bounding the Global War on Terrorism, Strategic Studies Institute (en) Tizhet d'an 02/10/12
  5. Encyclopædia Britannica (en) Tizhet d'an 02/10/12