Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 25: Linenn 25:
E miz Meurzh [[1349]], goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an [[impalaer santel]], hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.
E miz Meurzh [[1349]], goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an [[impalaer santel]], hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.


D'ar [[27 a viz Gwengolo ]] [[1350]] e timezas Bernabò Visconti e [[Verona]] da [[Beatrice della Scala]] ([[1331]]-[[1384]]), merc'h da [[Mastino II della Scala]], aotrou [[Verona]] ha [[Vicence]], ha Taddea.
D'ar [[27 a viz Gwengolo ]] [[1350]] e timezas Bernabò Visconti e [[Verona]] da [[Beatrice della Scala]] ([[1331]]-[[1384]]), merc'h da [[Mastino II della Scala]] (1308-1351), aotrou [[Verona]] ha [[Vicence]], ha Taddea.


[[Image:Blason famille it Visconti.svg|thumb|150px|left|Skoed an tiegezh Visconti.]]
[[Image:Blason famille it Visconti.svg|thumb|150px|left|Skoed an tiegezh Visconti.]]



D'ar [[5 a viz Here]] [[1354]] e varvas [[Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti]], ma teuas e dri niz [[Matteo II Visconti|Matteo II]], [[Galeazzo II Visconti|Galeazzo II]] ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :
D'ar [[5 a viz Here]] [[1354]] e varvas [[Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti]], ma teuas e dri niz [[Matteo II Visconti|Matteo II]], [[Galeazzo II Visconti|Galeazzo II]] ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :

Stumm eus an 13 C'hwe 2013 da 05:36

Bernabò Visconti
( skeudenn dizanv eus an XVIIIvet kantved)

Bernabò Visconti, bet ganet e Milano e 1323 ha marvet e 1385 e Trezzo sull'Adda, a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.

Un tirant kriz ha didrugar e voe. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina della Scala. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh hini ebet eus tud Milano kaout afer ouzh Curia Roma, gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se en 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.

E vuhez

E dud

Ganet e oa Bernabò Visconti e Milano, ha trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359) e oa. E vamm a oa merc'h da Bernabò Doria, ur mab da Branca Doria.

E dad, Stefano, a oa pempvet mab an aotrou Matteo Iañ Visconti. Goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzon, ha marvioù o daou eontr all, Luchino Visconti ha Giovanni Visconti, o devoa renet o-daou e Milano, en em gavas an tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.

N'ouzer ket nemeur a dra eus e yaouankiz.



War hent ar galloud

E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all, a-enep e eontred Giovanni Visconti , ha Luchino Visconti , aotrou nevez Milano a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, lazhet Pusterla, hag a lezas e nized dre ma n'en dije kavet prouenn ebet a-enep dezho.

E 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambroggio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 bugel a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed, hag ar peurrest gant e wreg Beatrice della Scala. [1].

Bernabò Visconti hag e bried Beatrice della Scala

E 1346, goude un irienn all, e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag en Gall, ma voe ostizet e lez ar roue Fulup IV Bro-C'hall e 1348.
E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.

D'ar 27 a viz Gwengolo 1350 e timezas Bernabò Visconti e Verona da Beatrice della Scala (1331-1384), merc'h da Mastino II della Scala (1308-1351), aotrou Verona ha Vicence, ha Taddea.

Skoed an tiegezh Visconti.

D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti, ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :

Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti[3] ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli. Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Vilano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet vikel an impalaer gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Vatteo Iañ Visconti.

Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni in Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet [4] : en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel gant ar re Visconti. Distrujet e voe en 1949.

E 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Ha droug er pab, ma tamallas da Vernabò bout disivouder en miz Eost 1360. Bloaz goude eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabò.

E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[5] gant soudarded ar pab kaset gant Galeotto Malatesta. Un taol fall e voe 700 den lazhet, 200 gloazet, 1300 prizoniad[6] ha kollet teñzor an arme.
Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da Guido Mantova, aotrou kêr Mantova, ha pried Catarina, merc'h da Vatteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu-eñ, e miz Kerzu 1362, da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall Yann II Bro-C'hall, lesanvet le Bon[7] ha hini roue Kiprenez, Pierre Iañer de Lusignan[8].

Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Vernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu eñ, e miz Kerzu 1362, da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall Yann II Bro-C'hall, lesanvet le Bon[9] ha hini roue Kiprenez, Pierre Iañer de Lusignan[10].


Echu ar c'heid-amzer a oa bet roet da Vernabo da zont da Avignon, ec'h embannas ar pab Urban V, d'ar 4 a viz Meurzh 1363, e oa disivouder Bernabò, skismateg, milliget gant an Iliz, ha tennet e wirioù digantañ. E vibien ivez a voe kondaonet gantañ. Miz goude e voe trec'het Bernabò, e kreñvlec'hig Solara[11], gant soudarded ar pab renet gant Galeotto Malatesta. Mil brezelour war varc'h a voe prizoniet war un dro gant 38 condottieres[6] hag en o zouez Ambroggio Visconti, ur mab da Vernabo.

Klask a reas Bernabò sinañ un arsav-brezel gant kannad ar pab, ar c'hardinal Albornoz. Sinet e voe ar peoc'h d'an 13 a viz Meurzh 1364, ha dilezet e voe kestell kornad Bologna gant Bernabò en eskemm ouzh 500 000 florin.


...

D'ar 6 a viz Mae 1385, p'edo Bernabò war-nes kas da benn e vennad da zimeziñ e verc'h Lucia da Louis II d'Anjou, deuet da vout roue Sikilia , Gian Galeazzo Visconti, gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, e penn un armead 500 goafer, a grogas e Bernabò hag en e zaou vab Ludovico ha Rodolfo, hag o c'hraouias e Porta Giovia e Trezzo sull'Adda kent kemer ar galloud.

E varv

Bez Bernabò ha Beatrice Regina Visconti,
delwenn gant Bonino da Campione, Castello Sforzesco.

Er vac'h e varvas Bernabò d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet gant Gian Galeazzo, en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.

E vugale

Bernabò hag e bried, Beatrice

Pemzek bugel en doe gant Regina della Scala :

  1. Taddea (war-dro 1351-1381) a zimezas , en 1364, da Étienne III Bavaria, Dug Bavaria-Ingolstadt
  2. Verde (war-dro 1352-war-dro 1414) a zimezas, en 1365, da Leopold III Habsbourg, dug Stiria
  3. Marco (1353-1382) a voe aotrou Parma a zimezas en 1367 da Isabella, merc'h da Frederig Bavaria-Landshut
  4. Ludovico (NC-1404), gouarnour Lodi, a zimezas en 1381 d'e geniterv Yolande, merc'h da Galeazzo II Visconti
  5. Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
  6. Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da Yann II an Tort , kont Armagnac ha da Jeanne de Périgord
  7. Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da Eberhard III Wurtemberg
  8. Caterina (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
  9. Valentina Visconti (1361-1393), pe Valenza (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da Pierre II de Lusignan, roue Kiprenez
  10. Agnese (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da Francesco Iañ Mantova, aotrou Mantova, a lakaas he dibennañ en 1391,
  11. Maddalena (1366-1404) a zimezas en 1381 da Friedrich von Bayern-Landshut
  12. Gianmastino (1370-1405) a voe aotrou Bergamo a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da Antonio Iañ della Scala, aotrou Verona,
  13. Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4e kont Kent,
  14. Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da Ernst Iañ Bavaria, dug Bavaria
  15. Anglesia (NC-1439) a zimezas en 1400 da Janus Lusignan, roue Kiprenez, hag a gasas anezhi kuit war-dro 1407, dre ma ne c'hane bugel ebet.

Gant maouezed all, serc'hed pe nann, [12] hag a-raok e eured da Beatrice Regina en doe etre 13 hag 20 bugel bastard a voe anavezet gantañ. Darn anezho a voe brudet, evel :

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. ((it) Storia di Milano et (en) Foundation for Medieval Genealogy)
  2. "San Donnino" zo ur c'harter hiziv e mervent Modena (Emilia-Romagna).
  3. En he zestamant e skrivo Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, eo sur e voe lazhet Matteo gant e vreudeur. ((it) Storia di Milano)
  4. Distrujet e voe an iliz en 1162 gant Frederig Barbarossa hag adsavet en XIIIvet kantved.
  5. Hiziv eo deuet San Ruffillo da vezañ ur c'harter eus gevred kêr Bologna (e rannvro Emilia-Romagna), hogen neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.
  6. 6,0 ha6,1 Source : (it) Buhezioù condottiere Italia etre 1330 ha 1550.
  7. Hennezh, ar roue gall, e 1360, a oa o paouez dimeziñ e verc'h Isabelle de Valois da Gian Galeazzo Visconti, mab da C'haleazzo II Visconti.
  8. Pierre Ier de Lusignan a oa deuet da Vilano e miz Genver 1363 evit brudañ ur brezel, pe kroaziadeg (ha ne voe ket graet) a-enep an Durked. Dont a reas a-benn da c'hounez merc'h Bernabò, Valentina, evit e vab Pierre II.
  9. Hennezh, ar roue gall, en 1360, a oa o paouez dimeziñ e verc'h Isabelle de Valois da Gian Galeazzo Visconti, mab da Galeazzo II Visconti.
  10. Pierre Ier de Lusignan a oa deuet da Vilano e miz Genver mois 1363 evit brudañ ur brezel, pe kroaziadeg (ha ne voe ket graet) a-enep an Durked. Goulenn a raio digant Bernabò dorn e verc'h Valentina evit e vab Pêr.
  11. Solara, kêriadennig en hanternoz da Vodena (en Emilia-Romagna), e kumun Bomporto, war an hent da Gampsanto.
  12. E-touez serc'hed Bernabò e oa Beltramola Grassi, Beltameda Cassa, Montanina de Lazzari, Giovanolla Montebretto, Donnina Porro ha Caterina di Cremona.

Pennadoù kar