Meurvor Habask : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ba:Тымыҡ океан
Linenn 70: Linenn 70:
[[ast:Océanu Pacíficu]]
[[ast:Océanu Pacíficu]]
[[az:Sakit okean]]
[[az:Sakit okean]]
[[ba:Тымыҡ океан]]
[[bar:Pazifik]]
[[bar:Pazifik]]
[[bat-smg:Ramosis ondėnīns]]
[[bat-smg:Ramosis ondėnīns]]

Stumm eus an 12 C'hwe 2013 da 09:34

Ar Meurvor Habask (Latin Mare Pacificum, un anv roet gant an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes) eo an tolzennad dour brasañ er bed. Stumm ur c'helc'h en deus ar meurvor-se dre vras. Goleiñ a ra un drederenn eus gorread ar Voul-zouar gant e 179,7 milion km². Eus an Norzh betek ar Su ez eus war-dro 15.500 km eus Mor Bering e takad an Arktika betek Mor Ross en Antarktika.
Lod eus an douaroniourien a lavar ez eus ur meurvor trobolel, anvet Meurvor ar Su en-dro da Antarktika ha ne vefe ket ul lodenn eus ar meurvorioù all. Ledander hirañ ar Meurvor Habask a vez kavet war-dro 5° N ledred, e-lec'h ma tizh 19 800 km eus strizh-mor Malaka en Indonezia betek aod Kolombia. E foz Mariana emañ al lec'h gant an donder brasañ er bed, da lavaret eo 10 911 m.

War-dro 25 000 enezenn zo bet kontet er Meurvor Habask (muioc'h eget e-barzh an holl morioù all asambles) hag an darnvuiañ anezho er Su d'ar c'heheder.

War marzhoù ar C'hornôg e kaver morioù bihan enklozet etre enezegoù bras : Mor Sulawesi, Mor Koural, Mor Sina ar Reter, Mor Japan, Mor Sina ar Su, Mor Sulu, Mor Tasman hag ar Mor Melen. Strizh-mor Malaka a zo un harz etre ar Meurvor Habask ha Meurvor Indez koulz ha Tremen Drake ha strizh-mor Magalhaes a zo dorioù d'ar Meurvor atlantel.


Da vezañ kendalc'het


Porzhioù

Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB