Basketball : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: gn:Ajakakuapytĩ
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: min:Bola basket
Linenn 205: Linenn 205:
[[lv:Basketbols]]
[[lv:Basketbols]]
[[mhr:Баскетбол]]
[[mhr:Баскетбол]]
[[min:Bola basket]]
[[mk:Кошарка]]
[[mk:Кошарка]]
[[ml:ബാസ്ക്കറ്റ്ബോൾ]]
[[ml:ബാസ്ക്കറ്റ്ബോൾ]]

Stumm eus an 9 C'hwe 2013 da 19:27

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Basketball
Aozadur etrevroadel FIBA (bet krouet 1932)
Sport olimpek abaoe
Anvet ivez
Kluboù
Lañvazet
Oberiant
a-vicher
Kampion(ez)(ed) ar bed
Kampion a-vremañ dianavezet

Ur c'hrogad basketball e Stadoù Unanet Amerika. Klask a ra ar c'hoarier da vont 'barzh ar raketenn gant ar volotenn.

Ar basketball a zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet 5 a-enep 5, gant ur volotenn ha c'hoariet 'vez gant an daouarn. Ar pal a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all e paner ar re all. Lakaet e vez poentoù en ur lakaat ar volotenn da dremen e kelc'h ar paner hag a zo da 3,05 metrad eus al leur. Ar sport-se a deu eus Amerika. Kampion ar bed gourel a zo Bro-Spagn hag kampion ar bed gwregel a zo Aostralia.

Istor

Krouidigezh

Reolennoù kentañ ar basket-ball a zo bet skrivet/lâret e Springfield (Massachussetts,SUA) gant Dr James Naismith e 1891. James Naismith a oa ur c'helenner kanadian, ganet e Almonte (Ontario) d'ar 16 a viz Du 1861. Un emzivad 'oa ha bevañ a rae e ti e donton. Ret eo bet dezhañ mont da studial relijion an Hebreed hag ar brededouriezh evit mont da veleg. Bez' en deus bet e ziplom e McGill University (skol-veur MgGill), e Montreal, e 1887 hag eno eo bet dizoloet ar sport gantañ. C'hoariet en deus mell-droad Amerikan e-pad eizh vloaz pa 'oa o studial er skol-veur Presbyterian e Montreal. Deuet eo da vezañ kelenner er skol Young Men's Christian Association e Springfield.

Diwezhatoc'h ez eus bet goulennet digantañ, gant Luther Hasley Gulick, ijinañ ur sport a vefe tu c'hoari en ur sal e-pad ar goañv. Kroget en deus da labourat war an dra-se e miz Kerzu 1891. Tapet en deus meur a vennozh diwar ar sportoù all en doa gwelet pe c'hoariet pa 'oa yaouank evel Duck on the Rock : diwallet 'veze un houad gant ur paotr ouzh ar vein a veze bannet gant ar re all. Ar c'hoari-se eo a roas ar mennozh dezhañ da ijinañ ar basket-ball. C'hoariet eo bet evit ar wech kentañ d'an 29 a viz Kerzu 1891 hag an disoc'h a oa eus 1 da 0.

Ar basketball o vont war-raok

Kendalc'het en deus ar basket-ball da vont war-raok gant ar skol Young Men's Christian Association (YMCA) ha deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm ur sport a veze er skolajoù, liseoù hag er skolioù-meur. A-raok ar c'hentañ Brezel-Bed e oa dija un tabut etre an Intercollegiate Athletic Association hag an Amateur Athletic Union evit bezañ mestr war ar reolennoù.

E 1946 eo bet krouet an National Basketball Association (NBA) evit ober kenstrivadegoù gant ar skipailhoù kreñvañ. E 1967 eo bet krouet an American Basketball Association (ABA) evit ma vefe kevezerezh etre an div gevredigezh met aet eo ar maout gant an NBA hag aet eo d'ar strad an ABA. Bremañ eo an NBA ar c'hevre uhelañ a zo e Stadoù Unanet Amerika ha memes an hini uhelañ er bed.

Ar basket-ball o c'hounit tachenn

Un tamm diwezhatoc'h eo en em ledet ar basketball 'maez an SUA hag ar c'h/Kanada, aet eo betek Europa. E 1932 eo bet krouet ar Fédération Internationale de Basketball Amateur gant Arc'hantina, Tchekoslovakia, Gresia, Italia, Letonnia, Portugal, Roumania ha Suis. E 1936 e erru ar basket-ball e c'hoarioù olimpek an hañv evit ar wech kentañ (gounezet eo bet gant an SUA). E 1950 ez eus bet kentañ kampionad ar bed e basketball (aet ar maout gant Arc'hantina) ha 3 bloaz goude eo bet krouet kampionad ar bed evit ar merc'hed (gounezet gant an SUA). Erruout 'ra ar basket-ball evit ar merc'hed e 1976 er c'hoarioù olimpek (aet ar maout gant an URSS).

Dre ma 'oa an FIBA ur c'hevre evit an amatourien, e tivizas, e 1989, an dud da laoskel ar re a-vicher da c'hoari ivez. Un tamm diwezhatoc'h e erruas an Dream Team (skipailh an huñvre) gant Michael Jordan ha Magic Johnson hag adalek bremañ e krogont da greñvañ mestroniñ Stadoù-Unanet er bed a-bezh. Met diwezhatoc'h ez eus bet kollet kalz a grogadoù ganto.

E 1967 ez eus nebeutoc'h-nebeutañ a dud o sellet ouzh ar basketball neuze e tivizas Busnel e vefe tu kaout daou estrañjour dre skipailh. Ar bloaz-se eo ivez e krogas an dud da vezañ paeet er c'hevreoù uhel.

Ma 'z eo bet anavezet kement-se ar basketball e Bro-C'hall eo a-drugarez da Pierre Dao, gourdoner ar skipailh gourel eus Bro-C'hall e 1975. Pierre Dao a adkasa, eus ur staj e Stadoù-Unanet, anaoudegezhioù war ar basket ha n'o doa ket ar C'hallaoued.

Ar Basketball

An dafar

An dachenn basket

An aliesañ e vez c'hoariet basketball e salioù sport met tu 'zo c'hoari er-maez ivez (evit an dudi) anvet 'vez ar « streetball » (basketball a vez c'hoariet er straedoù).

An dachenn en deus stumm ur skouergorneg. Cheñch a ra he ment diouzh ar broioù : etre 22 ha 29 metrad hirder hag etre 13 ha 15 metrad ledander. E pep penn ez eus ur paner graet gant ur waregenn (pe ur walenn) lec'hiet da 3,05 metr diouzh an douar ha staget dindan ur roued digor en e greiz. Stag eo ar waregenn d'ar banell hirgarezek e-lec'h ma c'hell adlammat ar volotenn pa vez tennet.

Bez' ez eus dindan pep paner un tachad anvet ar raketenn. E-penn ar raketenn ez eus al linenn-eeun, e-tal ar baner. Ur warenn-gelc'h a zo ivez lec'hiet da 6,25 metr eus ar baner (7,23 m e NBA), anvet 'vez al linenn tri foent. Krouet eo bet al linenn-se e 1984.

A-raok e veze c'hoariet basket-ball gant ur volotenn mell-droad. Ar bolotennoù a oa gell, met e fin ar bloavezhioù 1950 eo erruet ar melloù (divizet gant Tony Hinkle) evit ma vefe gwelet gwelloc'h gant ar c'hoarierien hag an arvestourien. 650 g eo pouez ur vell ha 24 cm eo he zreuzkiz.

Evit ar pezh a sell ouzh an dilhad, pep hini en deus ur gwisk gant un niverenn a za eus 4 betek 15. An daou skipailh o deus da gaout ul liv disheñvel evit gellet c'hoari.

Ar c'hoari

Evit c'hoari basketball ez eus ezhomm daou skipailh gant pemp den war an dachenn ha d'ar muiañ 5 pe 7 erlerc'hier. Pal ar c'hoari a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all en ur lakaat « paneroù » hag en ur virout ouzh ar re all da lakaat poentoù. Padout a ra ur c'hrogad peder gwech dek minutenn e FIBA ha peder gwech daouzek minutenn e NBA. Cheñchet e vez kostez tagañ d'an hanter amzer. Paouezet 'vez ar padventer bewech pas vez c'hwitellet gant an tredeog. Da skouer pa vez graet ur fazi war ur c'hoarier, pe ma vez graet un addribl, pe un adkrog, pe ma vez lakaet ar volotenn 'maez an dachenn. War an dachenn ez eus 2 tredeog. Tu 'zo cheñch c'hoarier bep tro ma vez paouezet an amzer.

Un etre-daou e Bro Iwerzhon

Ar c'hrogad a grog gant ar pezh a zo anvet un etre-daou. Evit-se ez a ur c'hoarier eus pep skipailh (an aliesañ an hini a lamm an uhelañ) dirak an hini all e linenn kreiz an dachenn en ur sellet ar baner e-lec'h ma rank lakaat ar vell evit lakaat poentoù. An tredeog a vann ar vell a-us dezho hag an daou c'hoarier-se a rank skeiñ ouzh ar vell evit ma vefe tapet gant unan eus o skipailh.

Rediet eo c'hoari gant an daouarn, c'hwitellet 'vez gant an tredeog ha roet e vez ar vell d'ar skipailh all ma vez touchet gant an divhar. Ar vell a zo er-maez pa ra un adlamm er-maez eus an dachenn pe pa vez touchet gant ur c'hoarier a zo maez eus an dachenn. Ne vez ket c'hwitellaet gant an tredeog ma lamm ur c'hoarier er-maez eus an dachenn hag e vez kaset en-dro ar vell war an dachenn a-raok ma touchfe an den pe ar vell ouzh an douar.

E fin ur c'hrogad, ar skipailh en deus ar muiañ a boentoù a c'hounez. Ma vez an daou skipailh rampo e vez neuze pemp munutenn a astenn-c'hoari evit dispartiañ an daou skipailh. Ma vez c'hoazh rampo e fin an astenn-c'hoari e vo graet un astenn-c'hoari all (ne c'heller ket chom rampo).

Tagañ

Evit fiñval gant ar vell e ranker dribblañ, da lâret eo lakaat ar vell d'ober adlammoù war al leur gant an dorn. Pa vez graet muioc'h eget daou baz hep dribblañ gant ur c'hoarier pe ma ra ul lamm en ur derc'hel ar volotenn pa adkouezhy, e vez c'hwitellaet gant an tredeog (bale). Pa adkemer ar c'hoarier e dribbl, goude bezañ paouezet anezhañ, e ra un adkrog dribbl. Roet e vez ar vell d'ar skipailh all. Pa 'vez dribblet gant ur c'hoarier n'ez eus ket urzh da lakaat e dorn dindan ar volotenn. Anvet e vez ar fazi-se « dougen ar vell ». Ret eo d'an dorn bezañ a-us d'ar vell pe war ar c'hostez. Pep c'hoarier a c'hell ober pasoù d'ar re all evit lakaat paneroù.

Singapore Slingers a-enep Darwin All-Stars e miz Kerzu 2008

Evit lakaat poentoù e rank ar vell tremen er baner. Ar poentoù a za dre daou boent, nemet pa 'vez tennet eus a-dreñv al linenn tri foent (3 foent vo neuze). Ur poent a vo neuze pa 'vo tennet diouzh al linenn-eeun (pa vez graet ur fazi gant ar skipailh a zifenn war ur c'hoarier pa 'vez hemañ o tennañ e vez un tenn-digoll a-dreñv al linenn-eeun).

Ar skipailh hag a dag en deus eizh eilenn evit tremen al linenn kreiz. Ma peus tremenet anezhi ha ma 'z ez a-dreñv gant ar volotenn e ra un distro er zonenn. Da lavaret eo ur wech ma 'z eo tremenet ar volotenn e-biou al linenn greiz gant ar skipailh a dag, ne zeus ket tu mont en-dro eus an tu all. Pevar warn-ugent eilenn en deus ar skipailh a dag evit lakaat un tenn. Adkregiñ 'ra padventer ar pevar warn-ugent segondenn bepred pa 'vez touchet ar baner pe ar planken gant ar vell. N'ez eus ket urzh d'ar c'hoarierien hag a dag chom muioc'h eget teir eilenn e-barzh ar raketenn. Bez' ez eus pemp eilenn d'ar skipailh evit ober ur « wrimenn » (adlakaat ar vell war an dachenn pa vez bet c'hwitellet « er-maez » gant an tredeog). Pa 'vez paouezet e zribbl gant un den, bez en deus pemp eilenn evit ober ur basenn pe klask lakaat er baner. Pa vez merket ur paner, e vez roet en-dro ar volotenn a-dreñv al linenn foñs, gant ar skipailh en deus kemeret ur poent.

Postoù disheñvel a zo er basket evit an tagañ. Bez ez eus war an dachenn :

  • 1 c'haser
  • 2 askeller
  • 2 anterieur

Ar c'haser a zo an hini a ren pep tra. Eñ eo a ziviz petra ober. An daou askeller a zo e penn ar raketenn, sikour a reont ar c'haser. An daou anterieur a zo kentoc'h dindan ar paner.

An difenn

An difenn a servij da harzañ ar skipailh enep da verkañ. Bez' ez eus meur a zoare evit difenn er basketball. N'int ket bet savet holl asambles (renket int diouzh ar mare m'int bet savet).

Difenn evel ul loen

Ar c'hoarierien a red e pep lec'h war an dachenn evit klask pakañ ar vell digant ar re all. Graet e vez se hiziv an deiz gant ar c'hoarierien yaouank.

Pep hini e hini

Pal an difenn-se a zo kaout gant pep hini ur c'hoarier da zifenn evit ma vefe stanket an hini emañ ar vell gantañ, evit ma vefe diaes dezhañ ober pasoù. Met diaes eo difenn e mod-se pa vez tagourien kreñv-tre er skipailh all. Pep difenner en deus da zifenn war e c'hoarier e-kerzh tout ar match.

Difenn e dakad

Diaes eo evit ar skipailh a dag da zremen evit merkañ, rak an difennerien a gemer kalz a blas evit harzañ an tagerien da zremen. Pep difenner en deus un dachad da zifenn e-barzh gwarenn-gelc'h an tri foent neuze ne c'hell ket an dagerien mont betek ar baner. Poan o deus da zremen, neuze rediet int da dennañ eus pell.

Sikour

An difenn-se 'zo tost heñvel ouzh an difenn « pep hini e hini », met, ar wech-mañ, e fiñvo an dud diouzh ar vell (ma 'z a un den gant ar vell en tu kleiz ez aio an difennerien war an tu kleiz met en ur zerc'hel ul lagad war ar c'hoarier a vez diwallet gantañ).

Diarbenn

An difennerien a c'hell diarbenn ar vell pa 'vez ar vell o sevel (ma vez diarbennet pa 'vez o tiskenn e vo kontet ar poent).

Ar fazioù

Pa 'vez ur stokadenn etre daou zen eo an aliesañ an difenner a vez kastizet, met, pa ne fiñv ket eo an tager a vez kastizet evit bezañ graet un tremen re greñv. Pa vez graet pemp fazi gant un den e vez skarzhet eus ar c'hrogad (ne c'hello ket c'hoari ken e-pad ar c'hrogad-se). Da bep kard-amzer pa vez pevar fazi gant pep skipailh e vez tennoù digoll evit ar skipailh all pa vez graet ur fazi muioc'h. Ma vez ur fazi war un den hag a zo o tennañ hag ez a ar vell er baner e vo kontet ar poent hag en do un tenn-digoll.

Arroudenn

  • « Merkañ a reomp en tagañ, gounez a reomp en difenn. » (Morisson)
  • « An tag a ra sevel ar vorioù a dud, padal an difenn a ra gounez an trofedoù. » (Michael Jordan)