Aleksandr Veur : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: min:Aleksander Agung
Linenn 121: Linenn 121:
[[mdf:Ине Сандор]]
[[mdf:Ине Сандор]]
[[mg:Aleksandra Lehibe]]
[[mg:Aleksandra Lehibe]]
[[min:Aleksander Agung]]
[[mk:Александар III Македонски]]
[[mk:Александар III Македонски]]
[[ml:അലക്സാണ്ടർ ചക്രവർത്തി]]
[[ml:അലക്സാണ്ടർ ചക്രവർത്തി]]

Stumm eus an 8 C'hwe 2013 da 12:13

Eilenn eus un
Impalaeriezh Aleksandr Veur
hanterskeudenn c'hresian eus Aleksandr Veur, British Museum

Aleksandr Veur (henc'hresianeg: Μέγας Ἀλέξανδρος, Megas Alexandros) pe Aleksandr Makedonia , pe Alesant Veur (en henc'hresianeg Ἀλέξανδρος Γ' ὁ Μακεδών Aléxandros o Makedốn) (ganet e miz Gouere -356, marv d’an 10 a viz Mezheven -323) zo unan eus rieged vrudetañ an Henamzer. Mab e oa da Fulup Makedonia ha d'ar briñsez Olimpias. Deuet da vezañ roue Makedonia e -336 e aloubas an impalaeriezh persat divent ha kas a reas e arme betek glann an Indus. Sevel a reas kalz kêrioù ivez, en o zouez kêr Aleksandria e -331.

Aleksandr Veur war e varc'h Bukefalos
Lodenn eus ar vozaikenn roman eus Pompeia a ziskouez an emgann etre Aleksandr Veur ha Darios Patrom:III, er Museo Nazionale di Napoli

E vuhez

Ganet eo Aleksandr e Pella, kêr-benn Makedonia, e miz Gouere 356 a-raok J.K. Mab Fulup II (roue Makedonia) hag Olympias e oa.

Desket eo bet gant ar prederour Aristoteles.

Emgann kentañ Aleksandr eo hini eus Chrerone e 338 a-raok J.K.gant e dad.

E dad e vo drouklazhet e 336 a-raok J.K.

E 323 kent JK goude euredoù Susa, ma kemeras Stateira, merc'h Darius, roue Pers, da bried, e varvas diwar an derzhienn en ur ober dek devezh hepken.|

E aloubadeg

Goude marv e dad, Aleksandr a gendalc'h mennad e dad : unvaniñ Henc'hres dindan ur galloud hepken, gant Makedonia ha holl geodedoù Gres, nemet Spart. Tud 'zo ne oant ket a-du hag Aleksandr a lazhas anezho. Buan-tre e c'hounezas e impalaeriezh, ha tizout a reas ar stêr Ganga e bro Indez, a oa bevenn "ar bed anavezet" goude un emgann gwadek.

Pennadoù kar

Lennadurezh

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB