Herri II (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: yo:Henry 2k ilẹ̀ Fránsì
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 97: Linenn 97:
[[sr:Анри II Валоа]]
[[sr:Анри II Валоа]]
[[sv:Henrik II av Frankrike]]
[[sv:Henrik II av Frankrike]]
[[th:พระเจ้าอองรีที่ 2 แห่งฝรั่งเศส]]
[[th:พระเจ้าอ็องรีที่ 2 แห่งฝรั่งเศส]]
[[tr:II. Henri (Fransa Kralı)]]
[[tr:II. Henri (Fransa Kralı)]]
[[uk:Генріх II Валуа]]
[[uk:Генріх II Валуа]]

Stumm eus an 5 C'hwe 2013 da 18:04

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Herri II, roue Bro-C'hall (1519-1559)

Herri II, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1519 e Saint-Germain-en-Laye, marvet d'an 10 a viz Gouere 1559, a oa roue Bro-C'hall.

E vuhez

Eil mab Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall, ha Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh ha dugez Breizh a-berzh he mamm, e oa Herri II.


Spagn

Eus 1526 da 1530 e chomas prizoniad Karl V e Spagn gant e vreur Frañsez, e-lec'h o zad Frañsez Iañ.


Daofin ha Dug Breizh

War-lerc'h marv e vreur henañ an daofin Frañsez e 1536 e voe lakaet war un dro da Zaofin ha da Zug Breizh, hogen ne voe ket kurunennet evel e vreur, an dug kurunennet diwezhañ a voe e Breizh.

Roue Bro-C'hall

Roue Bro-C'hall e voe Herri war-lerc'h marv e dad Frañsez Iañ a Vro-C'hall.

Dimeziñ a reas da g-Caterina de' Medici e miz Here 1533. E-touez ar vugale a c'hanas, 3 a zeuas da vezañ rouaned Bro-C'hall : Frañsez II, Charlez IX ha Herri III. Brudet eo e garantez ouzh e serc'h Diane de Poitiers.

Kenderc'hel a reas Herri II gant ar brezel ouzh Karl V hag ouzh Bro-Saoz. E 1558 e voe skarzhet ar Saozon diouzh Calais. Sinet e voe ar peoc'h gant feuremglev Cateau-Cambrésis e miz Ebrel 1559 etre Herri II, Elesbed Iañ, rouanez Bro-Saoz, ha Fulup II, Roue Spagn. Diwar-se e voe ret da Vro-C'hall dilezel Italia.

Dindan ren Herri II e voe krouet ar Chambre ardente, e karg da varn an disivouderien.

E varv

Gouelioù a voe aozet evit lidañ war un dro peoc'h Cateau-Cambrésis hag an euredoù div verc'h ar roue sinet da-heul : hini Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry, c'hoar Herri II, da Emmanuel Philibert, dug Savoia, ha hini Elesbed Bro-C'hall gant roue Spagn, Fulup II (Spagn).

D'an 30 a viz Even, e-korf un tournamant, e voe gloazet Herri II gant un taol goaf digant an dug Montgomery. Ar roue a varvas d'an 10 a viz Gouere 1559.

E vugale

En e raok:
Frañsez Iañ
Rouaned Bro-C'hall

15471559
War e lerc'h:
Frañsez II