Azorez : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ur:آزورس |
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ lij:Isoe Azöe e lij:Isoe Azore |
||
Linenn 60: | Linenn 60: | ||
[[kw:Ynysek Açores]] |
[[kw:Ynysek Açores]] |
||
[[la:Azores]] |
[[la:Azores]] |
||
[[lij:Isoe |
[[lij:Isoe Azore]] |
||
[[lt:Azorai]] |
[[lt:Azorai]] |
||
[[lv:Azoru salas]] |
[[lv:Azoru salas]] |
Stumm eus an 3 C'hwe 2013 da 18:31
An inizi Azorez pe Asorez (e portugaleg Os Açores distaget [ɐˈsoɾɨʃ] pe [ɐˈsoɾʃ]) zo un enezeg portugalat e-kreiz ar Meurvor Atlantel, war-hed 1 500 km diouzh Lisbon ha 3 900 km diouzh Norzhamerika. Strewet eo an inizi (9 enezenn vras hag 8 enezenn vihanoc’h, ar Formigas) war-hed 600 km. En-dro d’an enezeg ez eus un dachennad vor ec’hon zo da Bortugal (1,1 milion km²). Menezioù-tan eo o deus krouet an inizi : an hini zo war Enez Pico a dap 2.351 m uhelder ha gant se ez eo menez uhelañ Portugal. E gwirionez e c’haller lavarout ez eo an inizi Azorez menezioù uhel, eus ar re uhelañ zo war hor planedenn, pa vezont muzuliet adal strad ar mor betek o c’hribennoù. Mont a reont d’ober, abaoe 1976, Rannvro Emren an Azorez, unan eus an div rannvro emren zo e Portugal (gant Madeira). 241 763 a annezidi a oa en enezeg e 2001. Ponta Delgada eo kêr-benn ar rannvro.
An inizi
Sed amañ anvioù an inizi :
- inizi ar reter : Enez São Miguel, Enez Santa Maria hag an inizi Formigas
- an inizi kreiz : Enez Terceira, Enez Graciosa, Enez São Jorge, Enez Pico hag Enez Faial
- inizi ar c’hornôg : enez Flores hag Enez Corvo
Amgelc’hwidenn an Azorez eo a gas amzer gaer da gornôg Europa.