Impalaeriezh Vongol : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 21: Linenn 21:
[[bs:Mongolsko carstvo]]
[[bs:Mongolsko carstvo]]
[[ca:Imperi mongol]]
[[ca:Imperi mongol]]
[[ckb:ئیمپڕاتۆرێتیی مەغۆل]]
[[ckb:ئیمپراتۆری مەغۆل]]
[[cs:Mongolská říše]]
[[cs:Mongolská říše]]
[[cy:Ymerodraeth y Mongol]]
[[cy:Ymerodraeth y Mongol]]

Stumm eus an 2 C'hwe 2013 da 08:35

Kresk an Impalaeriezh Vongol

An Impalaeriezh Vongol zo bet unan eus an impalaeriezhioù brasañ en istor ar bed, e-pad an XIIIvet hag ar XIVvet kantved. En em astennet e oa adalek kreiz Azia, betek goleiñ un darn vras eus ar c’hevandir-se, eus Reter Europa da Vor Japan, hag eus Siberia da iskevandir Indez hag ar Reter Nesañ. Kenstrollañ a reas ouzhpenn 35 milion a km2 (tost d’ur c’hard eus gorread an douar !) hag ouzhpenn 100 milion a dud. Diazezet e voe diwar unaniñ meuriadoù Mongoled ha Turked e-kreiz Azia, dindan aotrouniezh Jengis Khan a voe rener an holl Vongoled adalek 1206. Kreskiñ a reas gorread an impalaeriezh dindan e ren ha ren e ziskennidi. Aloubet e voe an holl vroioù tro-war-dro.

Dre an Impalaeriezh Vongol e c’hallas teknikoù, ijinadennoù, ha mennozhioù nevez mont a-hed hag a-dreuz Eurazia, war tachennoù a bep seurt, eus ar sevel kartennoù d’ar moullañ, eus al labour-douar d’ar steredoniezh.