Marc'harid Aostria (1480-1530) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 21: Linenn 21:


==Dimezioù ==
==Dimezioù ==
Meur a wech e voe dimezet.
Teir gwech e voe dimezet.
*E 1483 en [[Amboise]] d'an danvez-roue gall [[Charlez VIII]], ha hi 3 bloaz. Eizh vloaz goude, e 1491, e voe kaset kuit: er bloavezh-se en-eeun e timezas ar [[roue gall]] da [[Anna Vreizh]].
*E 1483 en [[Amboise]] d'an danvez-roue gall [[Charlez VIII]], ha hi 3 bloaz. Eizh vloaz goude, e 1491, e voe kaset kuit: er bloavezh-se en-eeun e timezas ar [[roue gall]] da [[Anna Vreizh]].
* Dimezet e voe da vat en 1497, da 17 vloaz, da [[Juan Aragon ha Kastilha ]] (1478-1497), [[priñs Asturiez]]. Mervel a reas ar priñs gant an droug-skevent.
* Dimezet e voe da vat en 1497, da 17 vloaz, da [[Juan Aragon ha Kastilha]] (1478-1497), [[priñs Asturiez]]. Mervel a reas ar priñs gant an droug-skevent.
*Addimezet e voe Marc'harid e 1501 a [[Philibert II Savoia]]. Bugel ebet n'o doe.
*Addimezet e voe Marc'harid e 1501 da [[Philibert II Savoia]]. Bugel ebet n'o doe.


==He marv==
==He marv==

Stumm eus an 21 Gen 2013 da 13:35

Marc'harid Aostria
Poltred Marc'harid Aostria gwisket en intañvez.

Marc'harid Aostria (1480-1530), merc'h da Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Mari Bourgogn (1457-1482)|, a oa arc'hdugez Aostria, dugez Bourgogn ha Savoia, gouarnerez an Izelvroioù bourgognat evit he niz Karl V.

Dimezet da dri bloaz

D'ar 27 a viz Meurzh 1482, pa varvas he mamm Mari Bourgogn, e taolas Loeiz XI, roue Bro-C'hall, he c'hrabanoù war Artez, Franche-Comté, Charolais, Mâconnais hag Auxerrois, hag evit diazezañ e daol preizherezh e varc'hatas gant Masimilian yaouank dimeziñ e vab, an daofin Charlez ( a vo Charlez VIII), gant Marc'harid, merc'h Masimilian, (Feur-Emglev Arras, 1482).

Madoù Marc'harid Aostria entre feureglevioù Arras (1482) ha Strasbourg (1505)

En 1483, pa ne oa Marc'harid Bougogn nemet 3 bloaz, e voe kaset da Amboise da vezañ savet evel Merc'h Bro-C'hall gant Madame de Segré, dindan urzhioù Anne de France, itron Beaujeu, merc'h da Loeiz XI ha rejantez ar rouantelezh. Savet e voe ar plac'hig pell diouzh he zud, war lez al Liger, e galleg eta, hogen moumounet gantan holl. He danvez-pried a oa dek vloaz koshoc'h a oa karadek en he c'heñver ha tomm e oa-hi outañ. Met en 1491, dre abegoù politikel, e voe kaset kuit gant Charlez VIII a zimezas da Anna Breizh. Droug a vagas Marc'harid ouzh Bro-C'hall a-hed he buhez.

Kaset kuit e voe en 1491 (ha n'eo ket e 1489 evel a vez lavaret a-wechoù). En miz Here 1490 c'hoazh en devoa Charlez graet al le war ar Pevar Aviel da zoujañ peoc'h Frankfurt, ha hervez ar skrid anezhañ e ranke eurediñ da Varc'harid.

Koulskoude eo adalek 1488 e oa brud eus kas kuit Marc'harid Aostria, da lavarout eo da lezel Artez ha Franche-Comté evit kemer Breizh, petra bennak ma voe dimezet Anna Breizh e 1490 (dre hanterouriezh) da Vasimilian, tad Marc'harid . Sur e oa neuize Marc'harid da vezañ rouanez, hag evit asuriñ anezhi a se en devoa ar roue Charlez lakaet poltrediñ anezhi gant Bourdichon, livour ofisiel al lez [1].


Dimezioù

Teir gwech e voe dimezet.

He marv

Mervel a reas divugel. Met ober a reas war-dro he nizez Marc'harid Aostria (1522-1586), bastardez Karl V ha Johanna Maria van der Gheynst. Honnezh a voe gouarnerez an Izelvroioù spagnol (1559-1567) evit he hantervreur Fulup II (Spagn).

Notennoù

  1. Archives nationales, KK76 : comptes de la chambre du roi.