Suleiman ar Meurdezus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ba:Сөләймән I
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: als:Süleyman I.
Linenn 71: Linenn 71:


[[af:Süleyman I]]
[[af:Süleyman I]]
[[als:Süleyman I.]]
[[an:Solimán I o Magnifico]]
[[an:Solimán I o Magnifico]]
[[ar:سليمان القانوني]]
[[ar:سليمان القانوني]]

Stumm eus an 21 Gen 2013 da 12:13

Suleyman Iañ


Unan eus ar sultaned hag impalaerien otoman galloudusañ ha lufrusañ eo bet Suleyman I, lesanvet ar Meurdezus. Ganet oe bet e 1494 e Trabzon (Turkia) ha marvet eo bet e Szigetvár (Hungaria) e 1566. Ren a reas an impalaeriezh otoman eus 1520 da 1566 hag e talc'has da lakaat muioc'h a diriadoù dindan e veli diwar goust an Europiz hag ar Bersed. Dre varregezhioù bras e amiraled, Hayreddin Pacha, Piyale Pacha ha Dragut Pacha e teuas da vezañ ar morlu otoman an hini kreñvañ er Mor Kreizdouarel. E mare e ren e tiorroas ivez an arzoù hag al lennegezh. Lesanvet eo bet ivez Suleiman el Kanuni, da lavaret eo al lezenner p'en deus adreizhet sistem riezel ha lezennel an impalaeriezh.

Yaouankiz

Mab e oa d'ar sultan Selim Iañ. Da 7 vloaz e voe kaset da skol impalaerel palez Topkapi e Kergustentin lec'h ma teskas ar skiantoù, an istor, al lennegezh, ar relijion ha taktikoù ar brezel.

Pleustriñ a reas goude gant ar merañ hag ar gouarn e Edirne ha Manisa.

Goude marv e dad e 1520 e teuas da vezañ an dekvet sultan otoman.

Aloubadegoù

Azia

Asambles gant e vizir Ibrahim pacha ec'h adtapas Bitlis e 1533 hag e krogas gant an emgannoù ouzh shah Iran e 1534. E 1559 e sinas ur feur-emglev gant ar Safavided.

Europa

E 1521 ec'h aloubas Belgrad, hag enez Rodos ur bloaz goude.

D'an 29 a viz Eost 1526 e trec'has an Hungared e Mohacs hag e lakaas an darn-vrasañ eus Hungaria dindan e zalc'h.

E 1529 e lakaas seziz war Vienna, en aner.

E 1562 e stagas Treuzsilvania ouzh e impalaeriezh.

Afrika

E-korf 20 vloaz e voe trec'het Afrika an Norzh gant pachaed a oa gwazed Suleyman.

Marv

Mervel a reas Suleyman Iañ d'ar 7 a viz Gwengolo 1566 pa oa o c'hronnañ kreñvlec'h Szigetvár e Hungaria. E varv a chomas kuzh betek ma pignas Selim II war tron an impalaeriezh.

Douaret e voe e porzh moskeenn Suleymaniye en Istanbul e-kichen e wreg Hurrem Sultan.

Moskeenn Süleymaniye

Genealogiezh

Hurrem Sultan


8 mab hag ur verc'h en doe digant e div bried. 4 eus e vibien a vevas betek ar bloavezhioù 1550 : Mustafa (mab Mahidevran Sultan), Selim, Bayezid ha Cihangir (mibien Hurrem Sultan).

E vab henañ, Mustafa, a oa da vezañ sultan war e lerc'h. Met, moarvat diwar iriennoù Hurrem Sultan, e voe diskred warnañ da glask distroadañ e dad hag e voe lazhet e 1553.




En e raok:
Selim I
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
thum
15201566
War e lerc'h:
Selim II

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB