Taol-mouezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Adlakaet al liammoù estren bet skarzhet gant Implijer:Kwamikagami , dre zievezh moarvat.
Linenn 58: Linenn 58:
[[Rummad:Fonetik ha fonologiezh]]
[[Rummad:Fonetik ha fonologiezh]]


[[ar:نبر]]
[[az:Vurğu]]
[[ba:Баҫым]]
[[bg:Ударение]]
[[bn:শ্বাসাঘাত]]
[[br:Taol-mouezh]]
[[ca:Accent prosòdic]]
[[cs:Přízvuk]]
[[cv:Ударени]]
[[cy:Acen]]
[[da:Accent (tryk)]]
[[de:Akzent (Linguistik)]]
[[el:Τονισμός]]
[[en:Stress (linguistics)]]
[[en:Stress (linguistics)]]
[[eo:Akcento]]
[[es:Acento prosódico]]
[[et:Rõhk (keeleteadus)]]
[[eu:Azentu]]
[[fa:تکیه (زبان‌شناسی)]]
[[fi:Sanapaino]]
[[fiu-vro:Rasõhus (keeletiidüs)]]
[[fr:Accent tonique]]
[[gl:Acento prosódico]]
[[he:הטעמה]]
[[ia:Accento (linguistica)]]
[[it:Accento (linguistica)]]
[[ja:強勢]]
[[kk:Екпін]]
[[la:Accentus]]
[[lt:Kirtis]]
[[nl:Klemtoon]]
[[nn:Fonologisk trykk]]
[[os:Цавд]]
[[pl:Akcent wyrazowy]]
[[pt:Acento tônico]]
[[ru:Ударение]]
[[rue:Притиск]]
[[scn:Accentu]]
[[sk:Prízvuk]]
[[stq:Betoonenge]]
[[sv:Betoning]]
[[uk:Наголос]]
[[zh:轻重音]]

Stumm eus an 18 Gen 2013 da 22:44

Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh (saoz.: stress) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez pouezet muioc'h war ur silabenn resis e diabarzh ur ger evit war ar re all.

Kemmañ a ra an doare resis da bouezañ war ur silabenn a yezh da yezh ha gallout a ra an tol-mouezh bezañ merket gant an unhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennoù all, ha/pe ar c'hreñver, an hirder vogalennek, hag all.

An taol-mouezh a c'hell bezañ pounner pa vez diforc'het kreñv ur silabenn diouzh ar re all pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennoù taolmouehziet pe get.

Kemmañ a c'hell lec'h an taol-mouezh a rannyezh da rannyezh ivez, da skouer etre saozneg unvan Breizh-Veur ha saozneg unvan Stadoù-Unanet pe etre brezhoneg Bro-Wened ha brezhoneg Bro-Leon.

Mentadur ha lec'h an taol-mouezh

(Gwelit ivez ar penand pennañ: "Mentadur")

Er yezhoù mentadet hervez an taol-maouez e vez merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amzer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh dre lakaat da dremen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh ha didroc'het, diverret ha zoken da skarzhet penn-da-benn e vez ar vogalennoù gwan, da lavarout eo vogalennoù hep taol-mouezh pennañ warne, evit gallout derc'hel gant al lusk-se pa vez komzet buan pe vuanoc'h.

E yezhoù all, avat, mentadet hervez ar silabennoù pe hervez ar moraoù e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a silabenn da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont en hevelep doare neuze ar vogalennoù er silabennoù kreñv (warne an taol-mouezh) evit er silabennoù gwan.

Taol-mouezh difiñv

Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lavarout eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, evel da skouer:

Kentañ silabenn ur ger, d.s. finneg, hungareg ha tchekeg
Eil silabenn diwezhañ, d.s. ketchwaeg ha poloneg
Trede silabenn diwezhañ, d.s. makedonieg

E brezhoneg e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhañ peurliesañ, estreget en un nebeut degouezhioù resis o tennañ da c'herioù kevrennek, da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummoù diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn".

E yezhoù all, al latin en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennoù disheñvel en un doare rakwelus ha reizh hervez struktur resis an eil silabenn ziwezhañ.

Reolennoù taol-mouezh reizh ez eus gant yezhoù a seurt-se.

A-wezhoù e vez lavaret e kouezh an taol-mouezh e galleg war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar gerioù. En e lec'h e kaver un hedaderezh ma vez pouezet war silabenn ziwezhañ pe eil silabenn ziwezhañ ur chadennad gerioù (e gwirionez ur rannfrazenn).

Diouzh an tu al, avat, ez eus meur a yezh all, ar saozneg, an italianeg hag ar spagnoleg en o zouez, ma'z eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezañ taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e spagnoleg e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit gouzout e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger resis e rank bezañ desket dre eñvor a c'her da c'her. E yezhoù a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'hañ etre gerioù heñvelson a-hendall, da skouer e galizeg:

Taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ, d.s agora ("bremañ")
Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ágora ("agora")

E saozneg e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war c'herioù heñvelson a-hendall evit lakaat an diforc'h etre rummadoù yezhadur disheñvel, da skouer :

Verb: prodúce ("produiñ")
Anv-kadarn: produce ("produ")

Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da ziforc'hañ etre stummoù yezhadurel disheñvel e ruseg hag en alamaneg.

Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh

Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù taolmouezhiet en un doare disheñvel diouzh ar silabennoù all keit ha m'emañ ur yezh war ziorren a-hed an amzer. Er yezhoù romanek, da skouer, e silabennoù taol-mouezhiet eo deuet vogalennoù berr al latin a orin /e/ hag /o/ da vezañ diftongennoù. Diwar ar c'hemm-se e savas un doare apofoniezh e displegadur verboù 'zo e meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer e spagnoleg volver ("distreiñ") > volví ("distrois") met vuelvo ("distroan").

Notadur

Implijet e vez alies an tired lemm ha/pe nebeutoc'h an tired boud evit merkañ lec'h an taol-mouezh e meur a yezh hervez bep o reolennoù reizhskrivañ, evel da skouer e spagnoleg pe er geriadurioù], da skouer en izelvroeg, d.s. achterúítgang ("gwashadur") kv. áchteruitgang ("mont er-maez dre a-dreñv) skrivet o daou achteruítgang dre voaz hepmuiken a-hendall, hag e ruseg, da skouer вимовля́ння, skrivet вимовляння hepmuiken dre voaz a-hendall.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel avat e vez implijet sinoù diakritek arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. /sɪˌlæbəfɪˈkeɪʃən/ (saozneg, syllabification": silabennadur")

Gwelit ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

br:Taol-mouezh