Skol Ober : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummad
Linenn 17: Linenn 17:
*[http://www.skolober.com/degemer.htm Lec'hienn Skol Ober]
*[http://www.skolober.com/degemer.htm Lec'hienn Skol Ober]


[[rummad:Kuzul ar brezhoneg]]
[[Rummad:Kelenn brezhoneg]]
[[rummad:emsav]]


[[ca:Skol Ober]]
[[ca:Skol Ober]]

Stumm eus an 15 Gen 2013 da 17:10

Skol Ober zo ur gevredigezh hag a ro kentelioù brezhoneg dre lizher. Krouet e oa bet e 1932 e Douarnenez gant Marc'harid Gourlaouen ha renet e oa bet ganti e-doug 40 vloaz. Vefa de Bellaing da gentañ-penn ha Riwanon Kervella a gemeras he fenn da-c'houde.

Riwanon Kervella, renerez Skol Ober ha Kuzul ar Brezhoneg

Digor eo kentelioù Skol Ober d'an holl re a fell dezho kregiñ da studiañ pe wellaat o brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer.
Ar skoliad(ez) a gas (e/he) labour skrivet da reizhañ pa fell (dezhañ/dezhi). Ar gelennerien a vez o c'hefridi difaziañ, met ivez reiñ alioù hag evezhiadennoù. Reizhet e vez ar poelladennoù gant ur 80 den a-youl-vat bennak. Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.

Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet pa vez a-du renerezh ar skol.

Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg (krouet e 1958) a vod kevredigezhioù gouestlet da zifenn ar brezhoneg.

Embannet ez eus bet levriouigoù gant Skol Ober evit o c'hentelioù ivez. Da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.

Liveoù

Liammoù diavaez