Epiktetos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:


== Levrlennadur/oberennoù ==
== Levrlennadur/oberennoù ==
* [[Arrian]], ''Ar c'hendivizoù'' ({{henc'hresianeg|διατριϐαί}} [''diatribaí''])
* [[Arrian]], ''Ar c'hendivizoù'' (διατριϐαί [''diatribaí''])
* [[Arrian]], ''Dornlevr Epiktetos '' (Ἐγχειρίδιον Επικτήτου [''Enchiridion Epiktetou''])
* [[Arrian]], ''Dornlevr Epiktetos '' (Ἐγχειρίδιον Επικτήτου [''Enchiridion Epiktetou''])
* ''Displegoù Epiktetos'' , oberenn dianav (kollet?), menneget gant [[Marcus Aurelius]].
* ''Displegoù Epiktetos'' , oberenn dianav (kollet?), menneget gant [[Marcus Aurelius]].

Stumm eus an 14 Gen 2013 da 19:46

Epiktetos, en henc’hresianeg Ἐπίκτητος, (Hierapolis, Frigia , 55 goude JK – Nikopolis, Epiria) a oa ur prederour henc’hresian stoikour. Ganet e oa sklav e Hierapolis e Frigia (hiriv an deiz Pamukkale e Turkia a-vremañ) ha bevet e Roma betek ma voe forbannet diouti. Da neuze ez eas da Nikopolis e gwalarn Gres e-lec’h ma varvas (etre 125 ha 135, ne ouzer ket re vat). Treuzskrivet eo bet e gelennadurezh gant e ziskibl Arrian.

Hervez Epiktetos e oa ar brederouriezh un doare evit an nen da ren e vuhez ha neket nemet un diskiblezh kelennadurel. Evitañ ne c’heller ket mestroniañ an darvoudoù diavaez a zo tonket ; dav eo d’an nen enta degemer ar pezh a zegouezh dezhañ digounnar ha dientan. Neoazh ez eo pep hini kiriek d’e oberoù a c’hell mestroniañ dre un emgensentidigezh rik.

Evitañ c’hoazh e teu ar boan dre ar c’hlask mestroniañ ar pezh ne c’heller ket mestroniañ pe dre laoskel a-gostez ar pezh a vefed gouest d’ober. Evel lodenn ag ar geoded hollvedel ez eo dlead an nen soursial ouzh ur nesañ. Ar re a ra diouzh ar pennsturiennoù-se a anavezo al levenez hag ar sioulded a spered.

Levrlennadur/oberennoù

  • Arrian, Ar c'hendivizoù (διατριϐαί [diatribaí])
  • Arrian, Dornlevr Epiktetos (Ἐγχειρίδιον Επικτήτου [Enchiridion Epiktetou])
  • Displegoù Epiktetos , oberenn dianav (kollet?), menneget gant Marcus Aurelius.