Intañv : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot : O kemmañ no:Enke (person) e no:Enke (sivilstand) |
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ku:Bî (mirov) |
||
Linenn 58: | Linenn 58: | ||
[[kk:Жесір]] |
[[kk:Жесір]] |
||
[[ko:과부]] |
[[ko:과부]] |
||
[[ku:Bî (mirov)]] |
|||
[[ml:വിധവ]] |
[[ml:വിധവ]] |
||
[[mr:विधवा]] |
[[mr:विधवा]] |
Stumm eus an 14 Gen 2013 da 02:41
Un intañv zo ur pried a zo marvet e wreg, un intañvez zo ur bried a zo marvet he gwaz. Komz a reer eus intañvded, intañvegezh, intañvelezh pa gomzer eus o stad.
Intañviñ a ra ur gwaz, intañvezañ a ra ur wreg, pa varv o fried.
Intañvezañ
An tiegezhioù ma varve an tad a golle an tu da gaout o bara. Marv an tad a gase an intañvezed hag o bugale da glask o bara alies, evel a weler el levr Bilzig.
Brud fall a c'halle bezañ ivez war an intañvezed, dreist-holl ar re yaouank, ha barnet kriz e veze, er gevredigezh kozh, an doare ma vevent.
En Indez e oa ar c'hiz d'an intañvezed mervel en tan da vare obidoù o gwaz, en desped dezho peurvuiañ evel-just. Gwelout a reer haroz levr Jules Verne Le Tour du Monde en 80 jours o saveteiñ un intañvez yaouank eus an tan.
El lennegezh
Er gontadenn Kroc'hen Azen e weler un tad intañv a fell dezhañ dimeziñ d'e verc'h.
Intañvien brudet
- Shah Jahan, an impalaer a lakaas sevel an Taj Mahal.
- Herri VIII, roue Bro-Saoz, zo bet dimezet 6 gwech, intañv 3 gwech, goude dibennet div wreg.