Luisa Carlotta an Div Sikilia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 66: Linenn 66:
[[pl:Ludwika Charlotta Burbon-Sycylijska]]
[[pl:Ludwika Charlotta Burbon-Sycylijska]]
[[pt:Luísa Carlota de Bourbon-Duas Sicilias]]
[[pt:Luísa Carlota de Bourbon-Duas Sicilias]]
[[ro:Luisa Carlotta a celor Două Sicilii]]
[[ro:Prințesa Luisa Carlotta a celor Două Sicilii]]
[[ru:Луиза Карлота Бурбон-Сицилийская]]
[[ru:Луиза Карлота Бурбон-Сицилийская]]
[[sv:Luisa Carlotta av Bägge Sicilierna]]
[[sv:Luisa Carlotta av Bägge Sicilierna]]

Stumm eus an 5 Gen 2013 da 13:31

Luisa Carlota

Luisa de Borbone-Sicilia, pe Luisa Carlotta Maria Isabella di Borbone, pe Luisa Carlota de Borbón-Dos Sicilias y Borbón e spagnoleg, ganet e 1804 ha marvet e Madrid e 1844, a oa ur briñsez italian, deuet da vout infantez Spagn.

He buhez

Ganet e oa e Napoli e 1804. Merc'h e oa da Francesco Iañ an Div Sikilia ha da María Isabel Spagn. C'hoar e oa da Fernando II an Div Sikilia ha da Maria Christina an Div Sikilia (1806–1878). Da gentañ e oa priñsez a Naplez ha priñsez a Sikilia. Hogen, pa voe unvanet Rouantelezh Naplez ha hini Sikilia, e Kerzu 1816, eo e teuas da vout priñsez roueel an Div Sikilia.

Dimeziñ

Dimezet e voe e 1819 d'an infant Francisco de Paula Spagn, kont Cadiz, breur d'he mamm, ha da Fernando VII ha da Carlos, Kont Molina. Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel:

  • en un tu ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, en sell da vezañ roue war-lerc'h e vreur divugel,
  • hag ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.

Ur vaouez a benn e oa Luisa. Pa varvas trede pried Fernando, e teuas a-benn da lakaat he c'hoar Maria Christina an Div Sikilia da zimeziñ da roue Spagn ha da vout pevare pried Fernando VII. Dipitet bras evoearbreur Carlos. Div verc'h o doe ar rouaned, ha bec'h a voe diwezhatoc'h, ha brezel abalamour da se. Evel-se bepred eo e teuas Luisa da vezañ c'hoar-gaer d'he c'hoar, ha moereb da rouanez Spagn, Isabel II. Ouzhpenn-se e timezas he mab Francisco de Asís de Borbón da Isabel II. A-hend-all e oa mamm da Enrique de Borbón, a voe lazhet en un duvell gant Antonio de Orleáns, kenderv da Luisa.

He bugale