Lostger : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 40: Linenn 40:
:<u>Kemm semantikel<u>
:<u>Kemm semantikel<u>
:: [[Saozneg]]
:: [[Saozneg]]
::: "red" ([[anv-gwan]]) > "sklaer'''der'''"
::: "red" ([[anv-gwan]]) > "redd'''ish'''"
::: ("damruz")
::: ("damruz")



Stumm eus an 23 Meu 2007 da 15:38

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Er yezhoniezh e vez implijet an termen frazenn verb (saoz: suffix) evit komz eus ur vorfemenn stag implijet evel kenger staget ouzh diwezh ur vorfemenn bennañ, anvet ar wrizienn, da skouer:

"bras" > "brasder"
"kan-" > "kan"

Bez e c'hellont bezañ berniet ivez a-wezhoù an eil war-lerc'h egile hag implijet war un dro gant rakgerioù, da skouer:

"gall" > "galleg" > "gallekaat" > "dic'hallekaat"

Koulz semantikel ha kevreadurezhel a c'hell bezañ arc'hwel ul lost ger:

  • Arc'hwel kevreadurezhel

Bez' e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel kevreadurezhel pa dalvez evit deverañ ur ger all , da skouer:

Kemmañ rummad yezhadurel
Brezhoneg
"sklaer" (anv-gwan) > "sklaerder"
Merkañ an niver)
Brezhoneg
"paotr" > "paotred"
Displegadur ar verboù
Brezhoneg
"kan-" > "kanan", "kanez"...
Displegadur an anvioù
Finneg
"talo" (nominativel) > "talossa" (inesivel)
("ti" > "en (un) ti")


  • Arc'hwel semantikel

Diouzh an tu all avat e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel semantikel pa dalvez evit kemmañ ster ur ger, da skouer:

Kemm semantikel
Saozneg
"red" (anv-gwan) > "reddish"
("damruz")

Evit a sell ouzh implij ar c'hengerioù e brezhoneg e talvez al lostgerioù evit kas da benn kemmoù kevreadurezhel peurliesañ keit ha ma talvez ar rakgerioù evit kas da benn kemmoù semantikel, keñveriit:

Brezhoneg
Kenger kevreadurezhel: lostger
"klev-" > "klevet"
Kenger semantikel: kentger
"klev-" > "heklev"

$Yezhoù all

Gwelit ivez: