Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cs:Bernabo Visconti
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: bg:Бернабо Висконти
Linenn 115: Linenn 115:
[[Rummad:Marvioù 1385]]
[[Rummad:Marvioù 1385]]


[[bg:Бернабо Висконти]]
[[ca:Bernabé Visconti]]
[[ca:Bernabé Visconti]]
[[cs:Bernabo Visconti]]
[[cs:Bernabo Visconti]]

Stumm eus an 31 Kzu 2012 da 01:34

Bernabò Visconti
( skeudenn dizanv eus an XVIIIvet kantved)

Bernabò Visconti, ganet e Milano e 1323 ha marvet e 1385 e Trezzo sull'Adda, a voe Aotrou Milano eus 1354 da 1385.

Un tirant kriz ha didrugar. Pan ae droug ennañ ne c'halle den tostaat dezhañ nemet e wreg, Beatrice Regina. Enebour d'an Iliz e oa ha ne felle ket dezhañ plegañ da aotrouniezh ar bibien. Difenn a reas ouzh hini ebet eus tud Milano kaout afer ouzh Curia Roma, gouarnamant ar bibien. Kemer a reas kêr Bologna digant an Iliz. Eskumunuget e voe en arbenn da se en 1363 gant ar pab Urban V a aozas ur brezel a-enep dezhañ.


E vuhez

Bernabò Visconti a oa trede mab Stefano Visconti ha Valentina Doria (1290-1359).

E dad, Stefano, a oa pempvet mab an aotrou Matteo Iañ Visconti. An tri breur, Matteo II Visconti, Galeazzo II Visconti ha Bernabò, a en em gavas, goude marvioù o eontr Galeazzo Iañ Visconti, o c'henderv Azzon, hag o daou eontr all Luchino Visconti ha Giovanni Visconti, o devoa renet o-daou e Milano, bezañ an diskennidi diwezhañ eus an tiegezh.
E miz Gouhere 1340 e kemeras perzh gant e vreudeur en irienn Francesco Pusterla hag uhelidi all, a-enep e eontred Giovanni Visconti ha Luchino Visconti a oa o paouez kemer lec'h o c'henderv Azzon Visconti. Disklêriet e voe an irienn, Luchino a gastizas an iriennerien, hag a lezas e nized.

En 1343 e c'hanas e serc'h Beltramola Grassi e vab kentañ, Ambroggio Visconti (1343-1373), ar c'hentañ bugel eus un aridennad hir, etre 28 ha 35 bugel a-hervez, da lavarout eo etre 13 hag 20 gant serc'hed, hag ar peurrest gant e wreg Beatrice della Scala. [1].

Bernabò Visconti hag e bried Beatrice della Scala

En 1346, goude un irienn all e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre Savoia, Flandrez, hag en Gall, ma voe ostizet e lez ar roue Fulup VI en 1348.
E miz Meurzh 1349, goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an impalaer santel, hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.

D'ar 27 a viz Gwengolo 1350, e timezas e Verona da Reine della Scala (1331-1384), merc'h da Mastino II della Scala, aotrou Verona ha Vicence, ha Taddea.

Skoed an tiegezh Visconti.

D'ar 5 a viz Here 1354 e varvas Giovanni Visconti (arc'heskob) Giovanni Visconti ma teuas e dri niz Matteo II, Galeazzo II ha Bernabò da vezañ kenaotrouien kêr Milano goude rannañ etrezo an aotrouniezhioù e dalc'h kêr :

Bernabò a lakaas kregiñ da sevel gwikadell Bergamo. D'ar 26 a viz Gwengolo 1355 e varvas Matteo II Visconti[3] ha Bernabò a gemeras gwikadelloù Lodi, Parma, Bologna, ha Pontremoli. Goude dichekadennoù graet d'an impalaer santel Karl IV gant ar baotred Visconti e teuas Markward von Raudeck, vikel an impalaer, gant un arme dirak kêr Milano d'ar 4 a viz Here 1356. D'an 12 a viz Du e voe prizoniet vikel an impalaer gant soudarded Bernabò a oa renet gant Lodrisio Visconti, un niz da Mateo Iañ Visconti .

Bernabò a greñvaas ar palez San Giovanni in Conca hag a gaeraas an iliz heñvelanvet, [4]: en-dro dezhi e oa bet astennet palez an duged, ma servije da chapel gant ar re Visconti. Distrujet e voe e 1949.

En 1359 e klaskas Bernabò adkemer Bologna, a oa bet roet gant Giovanni Visconti d'Oleggio d'ar pab Inosant VI. Ha droug er pab, ma tamallas da Vernabo bout disivouder en Eost 1360. Bloaz goude eo an impalaer Karl IV a reas d'e vikel embann kondaonidigezh Bernabo.

E miz Gouhere 1361 e voe trec'het arme Bernabò e San Ruffillo[5] gant soudarded ar pab kaset gant Galeotto Malatesta. Un taol fall e voe: 700 den lazhet, 200 gloazet, 1300 prizoniad. [6] ha kollet teñzor an arme.
Bloaz goude, d'ar 14 a viz Here 1362, e voe lazhet Ugolino, mab da Guido Mantova, aotrou kêr Mantova, ha pried Catarina, merc'h da Matteo II Visconti, gant ar vreudeur. Diwar se e savas bec'h etre Mantova ha Bernabò .
Bec'h warnañ a bep tu, poent e oa da Bernabò cheñch penn d'ar vazh, ha setu eñ, e miz Kerzu 1362, da gas kannaded da-gaout ar pab da zibunañ kudenn Bologna gant skoazell ar roue gall.


E varv

Bez Barnabé ha Béatrice Reine Visconti,
delwenn gant Bonino da Campione, Castello Sforzesco.

Er vac'h e varvas Bernabò d'an 19 a viz Kerzu 1385, kontammet gant Gian Galeazzo , en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.

E vugale

Restr:Bernabò e Beatrice Visconti.jpg.jpg
Bernabò hag e bried, Beatrice

Pemzek bugel en doe gant Regina della Scala :

  1. Taddea (war-dro 1351-1381) a zimezas , en 1364, da Étienne III Bavaria, Dug Bavaria-Ingolstadt
  2. Verde (war-dro 1352-war-dro 1414) a zimezas, en 1365, da Leopold III Habsbourg, dug Stiria
  3. Marco (1353-1382) a voe aotrou Parma a zimezas en 1367 da Isabella, merc'h da Frederig Bavaria-Landshut
  4. Ludovico (NC-1404), gouarnour Lodi, a zimezas en 1381 d'e geniterv Yolande, merc'h da Galeazzo II Visconti
  5. Rodolfo (1358-1388), aotrou Parma
  6. Carlo (1359-1403) aotrou Parma, a zimezas en 1382 da v-Béatrix, merc'h da Yann II an Tort , kont Armagnac ha da Jeanne de Périgord
  7. Antonia (1360-1405) a zimezas en 1380 da Eberhard III Wurtemberg
  8. Caterina (1360-1404) a zimezas en 1380 d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti a renas war-lerc'h Bernabò, hag a voe rejantez he mab Gian Maria Visconti eus 1402 da 1404, hag a varvas gant ar c'hontamm
  9. Valentina Visconti (1361-1393), pe Valenza (ca 1361-1393), a zimezas en 1378 da Pierre II de Lusignan, roue Kiprenez
  10. Agnese (war-dro 1362-1391) a zimezas en 1380 da Francesco Iañ Mantova, aotrou Mantova, a lakaas he dibennañ en 1391,
  11. Maddalena (1366-1404) a zimezas en 1381 da Friedrich von Bayern-Landshut
  12. Gianmastino (1370-1405) a voe aotrou Bergamo a zimezas en 1385 da g-Cleofe, merc'h da Antonio Iañ della Scala, aotrou Verona,
  13. Lucia (1372-1424) a zimezas en 1407 da Edmund Holand, 4e kont Kent,
  14. Elisabetta (war-dro 1374-1432) a zimezas en 1395 da Ernst Iañ Bavaria, dug Bavaria
  15. Anglesia (NC-1439) a zimezas en 1400 da Janus Lusignan, roue Kiprenez, hag a gasas anezhi kuit war-dro 1407, dre ma ne c'hane bugel ebet.

Gant maouezed all, serc'hed pe nann, [7] hag a-raok e eured da Beatrice Regina en doe etre 13 hag 20 bugel bastard a voe anavezet gantañ. Darn anezho a voe brudet, evel :

Liammoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. ((it) Storia di Milano et (en) Foundation for Medieval Genealogy)
  2. "San Donnino" zo ur c'harter hiziv e mervent Modena (Emilia-Romagna).
  3. En he zestamant e skrivo Valentina Doria, mamm an tri c'henaotrou, eo sur e voe lazhet Matteo gant e vreudeur. ((it) Storia di Milano)
  4. Distrujet e voe an iliz en 1162 gant Frédéric Barberousse hag adsavet en XIIIvet kantved.
  5. Hiziv eo deuet San Ruffillo da vezañ ur c'harter eus gevred kêr Bologna (e rannvro Emilia-Romagna), hogen neuze e oa ur c'hreñvlec'h eno.
  6. Source : (it) Buhezioù condottiere Italia etre 1330 ha 1550.
  7. E-touez serc'hed Bernabò e oa Beltramola Grassi, Beltameda Cassa, Montanina de Lazzari, Giovanolla Montebretto, Donnina Porro ha Caterina di Cremona.

Pennadoù kar