Bos taurus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
mui rummad
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: diq:Ga (deleted)
Linenn 47: Linenn 47:
[[da:Tamkvæg]]
[[da:Tamkvæg]]
[[de:Hausrind]]
[[de:Hausrind]]
[[diq:Ga]]
[[el:Αγελάδα]]
[[el:Αγελάδα]]
[[eml:Bà]]
[[eml:Bà]]

Stumm eus an 16 Kzu 2012 da 18:37

Saout Brizh du Breizh
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Bovinae
Genad : Bos
Anv skiantel
Bos taurus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Bos taurus a zo anv skiantel ur spesad bronneg daskirier doñv eus Europa hag Azia o tont eus ar gourejen hag a zo e-touez ar chatal pennañ savet gant an den. Loened bras int (etre 100 ha 150 cm uhelder evit ar re c'hour hag etre 600 ha 1000 kg).

Hervez renkadurioù nevesañ al loened e c'heller kavout daou isspesad  : Saout doñv Europa, Bos taurus taurus pe Bos primigenius taurus hag ar zebu eus Afrika hag Azia Bos taurus indicus pe Bos primigenius f. taurus. Hervez skiantourien zo e c'hellfe bezañ ar spesad aet da get, ar gourejen renket e-touez an hevelep spesad Bos taurus primigenius.

Doñvet eo bet Bos taurus tro-dro 10 000 bloaz 'zo e broioù kreiz ar sav-heol a-raok bezañ ledanet e saverezh er bed a-bezh. Savet e veze evit kaout labour, kig ha laezh. Al lêr, ar c'herniel hag ar c'haoc'h a veze hag a vez implijet c'hoazh an deiz a-hiziv.

Pouezus eo bet hag e chom pouezus ar bioù evit an dud. Meur a relijion ha sevenadur a laosk ur plas bras dezho. An arzoù hag ar bruderezh a implij o skeudenn alies ivez.