Eured : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: simple:Wedding |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 8: | Linenn 8: | ||
E [[Breizh]], hervez ar c'hiz en [[Europa]] ar c'hornôg, e vez sinet ar baperenn ofisiel en [[ti-kêr]] da zeiz an eured, ha daou [[test|dest]] a vez o sinañ ivez. |
E [[Breizh]], hervez ar c'hiz en [[Europa]] ar c'hornôg, e vez sinet ar baperenn ofisiel en [[ti-kêr]] da zeiz an eured, ha daou [[test|dest]] a vez o sinañ ivez. |
||
Ar '' |
Ar ''paotr-nevez'' a vez graet eus ar paotr o timeziñ, ar ''plac'h-nevez'' eus danvez e wreg. ''An dud-nevez'' a vez graet eus an daou bried. |
||
Div lodenn a vez en eured eta: |
Div lodenn a vez en eured eta: |
Stumm eus an 15 Kzu 2012 da 16:21
An eured (pe eureud) zo ur fest a vez graet en-dro da zimeziñ daou bried, a zo vont da vevañ er stad a briedelezh.
Disheñvel eo an euredoù hervez ar broioù, ar pobloù, ar relijionoù, ha renk an dud er gevredigezh. E broioù zo e c'hoarvez an dimeziñ hervez lezenn a-raok deiz an eured, pa vez sinet ur baperenn hervez lezenn gant an daou bried nevez.
E Breizh, hervez ar c'hiz en Europa ar c'hornôg, e vez sinet ar baperenn ofisiel en ti-kêr da zeiz an eured, ha daou dest a vez o sinañ ivez.
Ar paotr-nevez a vez graet eus ar paotr o timeziñ, ar plac'h-nevez eus danvez e wreg. An dud-nevez a vez graet eus an daou bried.
Div lodenn a vez en eured eta:
- an dimeziñ, al lid a vez graet
- ar pred eured (anvet friko e Kerne-Izel) hag an diduamantoù a ya da-heul.
- Gwelout: garigell ar plac'h nevez.
Eureudiñ e brezhoneg
- Gallout a ra ar re a c'houlenn, ma anavezont ur c'huzulier-kêr a zo brezhoneger a-walc'h, bezañ dimezet e brezhoneg, da lavarout eo klevout ur gaoz ofisiel e brezhoneg. An traoù ofisiel avat, ar paperioù, ne vezont nemet e galleg.
- Gallout a reer eureudiñ e brezhoneg en iliz ivez, ma kaver ur beleg a oar brezhoneg, rak gwall rouez int deuet da vezañ.
Euredoù a bep seurt
Skeudennoù
-
Eured en Indonezia.
-
Eured Hakka e Reter Timor, 2006.
-
Eured heñvelrevidi. Daou baotr eureujet an eil d'egile e Toronto, Kanada. E broioù zo e vez dimezet paotred etreze pe plac'hed etreze.
-
Pok an dud nevez
-
Ur plac'h nevez o skeiñ he zorkad bleunioù dreist he skoaz.
-
Gwalennoù-dimeziñ
-
An dimeziñ en un ti-kêr en Alamagn
-
An dud-nevez en o dilhad eured, e Thornbury, e Bro-Saoz