Vogalennoù a gentañ renk : diforc'h etre ar stummoù
D clean up, replaced: sistem → reizhiad using AWB |
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ en:Cardinal vowel e en:Cardinal vowels |
||
Linenn 56: | Linenn 56: | ||
[[de:Hauptvokal]] |
[[de:Hauptvokal]] |
||
[[en:Cardinal |
[[en:Cardinal vowels]] |
||
[[fr:Voyelle cardinale]] |
[[fr:Voyelle cardinale]] |
||
[[ja:基本母音]] |
[[ja:基本母音]] |
Stumm eus an 14 Kzu 2012 da 21:31
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a gentañ renk (saoz.: cardinal vowel) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur rummad vogalennoù resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ lec'h distagañ holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e brezhoneg dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i].
Peuraozet e oa bet ar reizhiad implijet bremañ gant ar fonetikour Daniel Jones e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealoù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl.
Termenet e vez teir eus ar vogalennoù a gentañ renk (anvet a-wezhoù "vogalennoù korgn") hervez bep o lec'h distagañ:
- [i]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-raok posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz plaen pe stegn;
- [ɒ]: produet gant ar teod an izelañ hag ar muiañ a-dreñv posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat;
- [u]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-dreñv posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz rontaet;
Termenet e vez ar vogalennoù a gentañ renk all hervez lec'hiadur an teir vogalenn diazez ([i,ɒ, u] dre isrannañ egor ar genoù a-serzh e tammoù heñvel o hirder evel-hen:
Ouzhpenn e vez isrannet egor ar genoù dre e hed evel-hen:
- Pevar derez a-led:
- A-raok (teod an tostañ ouzh penn a-raok ar genoù)
- Tost a-raok
- Tost a-dreñv
- A-dreñv (an teod an tostañ ouzh foñs ar genoù)
Eizh vogalenn a gentañ renk ez eus en holl neuze, plaen an holl vogalennoù a-raok ha ront an holl vogalennoù a-dreñv:
- Vogalennoù a gentañ renk plaen (a-raok):
- [i, e, ɛ, a]
- Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv):
- [u, o, ɔ, ɑ]
Ma vez eilpennet an doare gweuzadur e produer an eizh vogalennoù a eil renk, kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed:
- Vogalennoù a eil renk ront (a-raok):
- [y, ø, œ, ɶ]
- Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv):
- [ɯ, ɤ, ʌ, ɒ]
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a vogalenn greiz.