Galileo Galilei : diforc'h etre ar stummoù
D Bot : ru:Галилей, Галилео zo ur pennad eus an dibab |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: jbo:galileos.galileis |
||
Linenn 94: | Linenn 94: | ||
[[it:Galileo Galilei]] |
[[it:Galileo Galilei]] |
||
[[ja:ガリレオ・ガリレイ]] |
[[ja:ガリレオ・ガリレイ]] |
||
[[jbo:galileos.galileis]] |
|||
[[jv:Galileo Galilei]] |
[[jv:Galileo Galilei]] |
||
[[ka:გალილეო გალილეი]] |
[[ka:გალილეო გალილეი]] |
Stumm eus an 11 Kzu 2012 da 01:04
Galileo Galilei (15 a viz C'hwevrer 1564 - 8 a viz Genver 1642) a oa ur fizikour hag ur steredoniour italian en XVIIvet kantved a c'hoarias ur perzh bras en Dispac'h skiantel. Krouet gantañ diazezoù ar skiantoù mekanikel. Dizoloet en doa peder loarenn vrasañ ar blanedenn Yaou ha brudet en doa teoriennoù Nicolaus Copernicus. Sevel a reas an Ofis santel a-enep dezhañ ha rediet e voe da zilezel e dezenn. Tremen a reas fin e vuhez bac'het en e di.
Bugaleaj
Galileo a oa bet ganet e Pisa d'ar 15 a viz C'hwevrer 1564, mab da Vincenzo Galilei ha Giulia Ammannati, hini henañ ar seizh bugel. Abaoe ma oa bihan en doa ur c'houestoni labour-dorn bras hag ur skiant evezhierezh eus ar c'hentañ. Bugel e c'hoarie sevel maketennoù ar mekanikoù en doa bet gwelet. Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.
Dizoloadenn e c'halvedigezh:
E 1583 e krogas Galileo da vezañ kelennet war ar matematik gant Ostilio Rici. N'eo ket anavezet mat an den-mañ, met gouzout a ra liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek ar pezh a oa ral er mare-se. Da 19 bloaz, en iliz-veur Pisa, e verz ul lamp hag a oa o vrañsigellat, en deus bet ar menoz da lakaat an orolaj evit muzuliañ an amzer. Hogen, n'eo nemet e fin e vuhez, e 1638, e embannas ul levr e lec'h ma tisplegas e zizoloadenn. Dedennet gant ar pezh en deus graet Euklides, Galileo a chom a-sav gant ar medisinerezh evit mont war ar matematik. Pa oa c'hoazh studier e tizoloas lezenn an izokronism hag an orolajoù, prantad kentañ eus ar pezh a vo dizoloadenn ur skiant nevez : ar mekanikerezh. E-pad e vuhez a-bezh e nac'has Galileo en em welet evel ur c'helenner e-giz ar re all, setu perak en do a-hed e vuhez ur bern enebourien.
Liammoù diavaez
- Galileo Galilei (it)
- Levraoueg Galileo (en)
Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB