Wolfram (tungsten) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 92: Linenn 92:

Un [[elfenn gimiek]] eo ar '''wolfram''', '''W''' eo e [[arouez kimiek]], '''74''' e [[niver atomek]] ha '''183,84''' e [[mas atomek|dolz atomek]]. Ur [[metal ardreuzat]] eo.

Un [[elfenn gimiek]] eo ar '''wolfram''' ; '''W''' eo e [[arouez kimiek]], '''74''' e [[niver atomek]] ha '''183,84''' e [[mas atomek|dolz atomek]]. Ur [[metal ardreuzat]] eo. '''''Tungsten''''' eo anv all an elfenn-mañ, gant an hevelep arouez '''W'''.
* '''''Tungsten''''' eo anv all an elfenn-mañ, gant an hevelep arouez '''W'''.

Eus ar [[kailh|c'hailhoù]] anvet ''wolframit'' (FeWO4/MnWO4) ha ''scheelit'' (CaWO4) e tenner wolfram.

Eus ar c'hailhoù anvet ''wolframit'' (FeWO4/MnWO4) ha ''scheelit'' (CaWO4) e tenner wolfram.

[[Sina]] e voe ar c'henderc'her pennañ e [[2011]] (60 000 [[kilogram|tonennad]]), heuliet gant [[Rusia]] (3 100 t), [[Kanada]] (2 000 t), [[Portugal]] (1 300 t), [[Bolivia]] (1 200 t) hag [[Aostria]] (1 100 t) ; un 3 400 t bennak a voe kenderc'het er broioù all.

[[Sina]] e voe ar c'henderc'her pennañ e [[2011]] (60 000 [[kilogram|tonennad]]), heuliet gant [[Rusia]] (3 100 t), [[Kanada]] (2 000 t), [[Portugal]] (1 300 t), [[Bolivia]] (1 200 t) hag [[Aostria]] (1 100 t) ; un 3 400 t bennak a voe kenderc'het er broioù all.

Sina eo ar vro ma vez arveret ar muiañ a wolfram ivez. <ref>[http://minerals.usgs.gov/minerals/pubs/commodity/tungsten/mcs-2012-tungs.pdf ''United States Geological Survey''] {{en}} Liamm oberiant 02 DU 2012</ref>
Sina eo ar vro ma vez arveret ar muiañ a wolfram ivez. <ref>[http://minerals.usgs.gov/minerals/pubs/commodity/tungsten/mcs-2012-tungs.pdf ''United States Geological Survey''] {{en}} Liamm oberiant 02 DU 2012</ref>
Linenn 108: Linenn 107:
== Istor ==
== Istor ==
E [[1781]] e kavas Carl Wilhelm Scheele un [[trenkenn|drenkenn]] nevez en un tamm ''tungsten'' (a vo anvet ''scheelite'' diwezhatoc'h), a anvas ''trenkenn dungstenek'' ; e geneil Torbern Bergman a lavaras neuze e vije marteze tro da gaout ur metal nevez diwar an drenkenn-se.

E [[1781]] e kavas Carl Wilhelm Scheele un [[trenkenn|drenkenn]] nevez en un tamm ''tungsten'' (a vo anvet ''scheelite'' diwezhatoc'h), a anvas ''trenkenn dungstenek'' ; e geneil Torbern Bergman a lavaras neuze e vije marteze tro da gaout ur metal nevez diwar an drenkenn-se.

E [[1783]], ar vreudeur Juan José ha Fausto de Elhuyar, kimiourien [[Spagn|spagnat]] anezho, a gavas ivez un drenkenn nevez, en un tamm ''wolframit'' ar wezh-se, a oa heñvel-mik ouzh an hini bet dizoloet eSveden. Dre ziren an drenkenn gant glaou-koad e teujont a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez.
E [[1783]], ar vreudeur Juan José ha Fausto de Elhuyar, kimiourien [[Spagn|spagnat]] anezho, a gavas ivez un drenkenn nevez, en un tamm ''wolframit'' ar wezh-se, a oa heñvel-mik ouzh an hini bet dizoloet e Sveden. Dre ziren an drenkenn gant glaou-koad e teujont a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez.

== Perzhioù ==
== Perzhioù ==
Ur metal ral, liv an [[Argant|arc'hant]] ha lufrus eo ar wolfram en e stad glan. Kalet-kenañ ha diaes da labourat eo, daoust dezhañ bezañ bruzhunus a-wezhioù. En e stad peurc'hlan hepken e teu blotoc'h (met kaletoc'h c'hoazh eget an [[dir]]) ha ''govelius'', da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.

Ur metal ral, liv an [[Argant|arc'hant]] ha lufrus eo ar wolfram en e stad glan. Kalet-kenañ ha diaes da labourat eo, daoust dezhañ bezañ puzuilh a-wezhioù. En e stad peurc'hlan hepken e teu blotoc'h (met kaletoc'h c'hoazh eget an [[dir]]) ha ''govelius'', da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.

Tost da 20 gwezh hini an dour eo douester (19,4) ar wolfram ; ar metal diaesañ da deuziñ eo : ar [[karbon|c'harbon]] hepken, a-douez an holl elfennoù kimiek, zo uheloc'h c'hoazh e deuzverk.
Tost da 20 gwezh hini an dour eo douester (19,25 [[kilogramm|g]]/[[metr]]/cm3) ar wolfram ; ar metal diaesañ da deuziñ eo : ar [[karbon|c'harbon]] hepken, a-douez an holl elfennoù kimiek, zo uheloc'h c'hoazh e deuzverk.
=== Kimiek ===
=== Kimiek ===
Ne zazgwered ket ar wolfram gant dour pe aer da 20[[Gwrezverk|°C]]. E gwrezverkoù uhel e ro ''trioksidenn wolfram'' WO3. Digemm ivez e chom gant an darn vuiañ eus an [[trenkenn]]où ha gant ar [[bazenn]]où.

Ne zazgwered ket ar wolfram gant dour pe aer da 20[[Gwrezverk|°C]]. E gwrezverkoù uhel e ro ''trioksidenn wolfram'' WO3. Digemm ivez e chom gant an darn vuiañ eus an [[trenkenn]]où ha gant ar [[bazenn]]où.

Linenn 155: Linenn 154:

== Daveennoù ==
== Daveennoù ==
* [http://portal.acs.org/portal/acs/corg/content ''American Chemical Society''] {{en}} Liamm oberiant 25 DU 12
* AN NOLLAEG Yann-Baol, ''Geriadur ar Gimiezh'', Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 [http://preder.net/index.php?lang=bz Preder]
* AN NOLLAEG Yann-Baol, ''Geriadur ar Fizik'', Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
* AN NOALLEG Yann-Baol, ''Geriadur ar Gimiezh'', Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 [http://preder.net/index.php?lang=bz Preder]
* AN NOALLEG Yann-Baol, ''Geriadur ar Fizik'', Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
* ''Annales de chimie et de physique'', [http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/cb343780820/date.r=.langFR Gallica / ''Bibliothèque nationale de France''] {{fr}} Liamm oberiant 26 HER 12
* ''Annales de chimie et de physique'', [http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/cb343780820/date.r=.langFR Gallica / ''Bibliothèque nationale de France''] {{fr}} Liamm oberiant 26 HER 12
* ''Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report)'' [http://www.iupac.org/publications/pac/81/11/2131/ ''Pure an Applied Chemistry''] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 12
* ''Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report)'' [http://www.iupac.org/publications/pac/81/11/2131/ ''Pure an Applied Chemistry''] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 12
Linenn 167: Linenn 167:
* ÉTIENNE Guy, ''Geriadur ar Stlenneg'', Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
* ÉTIENNE Guy, ''Geriadur ar Stlenneg'', Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
* HOLDEN Norman, ''History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers'', New York, 2001 [http://www.nndc.bnl.gov/content/elements.html ''Brookhaven National Laboratory] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 12
* HOLDEN Norman, ''History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers'', New York, 2001 [http://www.nndc.bnl.gov/content/elements.html ''Brookhaven National Laboratory] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 12
* LIDE David R., ''CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition'', CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 {{en}}
* [http://www.iupac.org/publications/pac/ ''International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC)''] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 12
* [http://www.iupac.org/publications/pac/ ''International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC)''] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 12
* [http://www.jinr.ru/default.asp?language=eng ''Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna)] {{en}} Liamm oberiant 25 DU 2012
* LIDE David R., ''CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition'', CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 {{en}}
* [http://www.nndc.bnl.gov/ ''National Nuclear Data Center''] {{en}} Liamm oberiant 09 KZU 12
* [http://www.rsc.org/periodic-table/ ''Royal Society of Chemistry] {{en}} Liamm oberiant 03 KZU 2012
* STWERTKA Albert, ''A Guide to the Elements'', Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 {{en}}
* STWERTKA Albert, ''A Guide to the Elements'', Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 {{en}}
* [http://www.webelements.com/ ''Webelements''] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 2012
* [http://www.webelements.com/ ''Webelements''] {{en}} Liamm oberiant 26 HER 2012
Linenn 176: Linenn 179:
[[Rummad:Elfennoù kimiek]]
[[Rummad:Elfennoù kimiek]]

{{Liamm PuB|de}}
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|eu}}
{{Liamm PuB|nl}}
{{Liamm PuB|pt}}

Stumm eus an 9 Kzu 2012 da 18:35

W O L F R A M
0 0 0 0 0 0 0 0
TantalomWolframReniom
Mo
W
Sg
taolenn beriodek, wolfram
Perzhioù hollek
Niver atomek 74
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad, trovezh, bloc'h 6, 6, d
Tolz atomek 183,84 ±0,01 u (
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d4 6s2

Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 12, 2

Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 6 Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh 2,36 (skeul Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 770 kJ/mol

2 : 1 700 kJ/mol

Skin atomek 135 / 193 pm (arsellet / jedet)
Skin kenamsav 162 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (20°C) 19,25 g/cm3
Teuzverk 3 422°C
Bervverk 5 555°C
Tredanharzusted 52,8 nΩ•m
Neuz an elfenn
Wolfram
1 cm3 eo ec'honad an diñs

Un elfenn gimiek eo ar wolfram ; W eo e arouez kimiek, 74 e niver atomek ha 183,84 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo. Tungsten eo anv all an elfenn-mañ, gant an hevelep arouez W.

Eus ar c'hailhoù anvet wolframit (FeWO4/MnWO4) ha scheelit (CaWO4) e tenner wolfram.
Sina e voe ar c'henderc'her pennañ e 2011 (60 000 tonennad), heuliet gant Rusia (3 100 t), Kanada (2 000 t), Portugal (1 300 t), Bolivia (1 200 t) hag Aostria (1 100 t) ; un 3 400 t bennak a voe kenderc'het er broioù all.
Sina eo ar vro ma vez arveret ar muiañ a wolfram ivez. [1]

Gerdarzh

Wolfram (1747)

Alamaneg Wolfram, Wolform (1562), a orin dianav. Bez' e c'hall ar ger bezañ ur c'henaoz eus Wolf "bleiz" ha Rahm "dienn", hogen an eil elfenn a c'hallje dont eus ar c'hrennalamaneg uhel ram "huzil", "saotradenn" en abeg ma tegase ur c'holl bras en argerzh ar c'henderc'hañ staen.
An anv-se a voe roet d'an elfenn 74 gant ar c'himiour svedat Johan Gottschalk Wallerius e 1747.

Tungsten (1781)

Svedeg tungsten, eus tung "pounner" ha sten "maen", bet goveliet gant ar c'himiour svedat Carl Wilhelm Scheele pa zizoloas an elfenn 74.[2]

Istor

E 1781 e kavas Carl Wilhelm Scheele un drenkenn nevez en un tamm tungsten (a vo anvet scheelite diwezhatoc'h), a anvas trenkenn dungstenek ; e geneil Torbern Bergman a lavaras neuze e vije marteze tro da gaout ur metal nevez diwar an drenkenn-se.
E 1783, ar vreudeur Juan José ha Fausto de Elhuyar, kimiourien spagnat anezho, a gavas ivez un drenkenn nevez, en un tamm wolframit ar wezh-se, a oa heñvel-mik ouzh an hini bet dizoloet e Sveden. Dre ziren an drenkenn gant glaou-koad e teujont a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez.

Perzhioù

Ur metal ral, liv an arc'hant ha lufrus eo ar wolfram en e stad glan. Kalet-kenañ ha diaes da labourat eo, daoust dezhañ bezañ puzuilh a-wezhioù. En e stad peurc'hlan hepken e teu blotoc'h (met kaletoc'h c'hoazh eget an dir) ha govelius, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Tost da 20 gwezh hini an dour eo douester (19,25 g/metr/cm3) ar wolfram ; ar metal diaesañ da deuziñ eo : ar c'harbon hepken, a-douez an holl elfennoù kimiek, zo uheloc'h c'hoazh e deuzverk.

Kimiek

Ne zazgwered ket ar wolfram gant dour pe aer da 20°C. E gwrezverkoù uhel e ro trioksidenn wolfram WO3. Digemm ivez e chom gant an darn vuiañ eus an trenkennoù ha gant ar bazennoù.
Disheñvel eo an traoù avat gant an halogenoù : diouzhtu e tazgwered W gant ar fluor 9F da reiñ WF6 ; e 250°C e tazgwered gant klor 17Cl (> WCl6) ha gant brom 35Br (> WBr6).

Izotopoù

Pemp izotop eus ar wolfram a gaver en natur. Wolfram-184 (184W) eo an hini paotañ (30,64% eus an izotopoù W), heuliet gant W-188 (28,43%), W-182 (26,50%), W-183 (14,31%) ha W-180 ( 0,12 %).
Tregont skinizotop zo bet kevanaozet, an hini stabilañ o vezañ W-181 gant un hanter-vuhez a 121,2 devezh (1,3 x 1019 bloavezh eo hanter-vuhez 184W).

Arver

War-dro 60% eus ar wolfram a vez kenderc'het a ya da fardañ karbidenn wolfram (WC) ; da greñvaat an dir ha da fardañ kendeuzadoù ez a ar peurrest. Nebeutoc'h eget 10% eus ar wolfram a vez implijet e greanterezh ar gimiezh da fardañ kenaozadoù estreget WC.

Karbidenn wolfram

Ur prierezh zo eus karbidenn ar wolfram, ur metal n'eus ket.

Sina a werzh barrennoù wolfram gwisket gant aour evit ar bravigerezh (lod a servij ivez evel falsaour).

Kendeuzadoù

• Kement ardinvink a rank labourat e gwrezverkoù uhel.
• Tammoù kefluskerioù, korzennoù-skarzhañ, orjalennoù-tommañ ar fornioù-tredan, hag all.
• Kement tamm metalek a rank labourat en ur metoù trenk, gleb, sall.
• Bannoù an troellrodoù beuzet er mor a-benn kenderc'hañ tredan.
• Livuzennoù greantel.

Armoù

• Gant nikel, houarn, kobalt : boledoù da dreuziñ an hobregonoù, greunadennoù, fuc'helloù dreist-son.
A-hed an Eil brezel-bed e voe arveret wolfram evit kreñvaat an dir a yae da fardañ armoù, alese ar gwask a voe lakaet war Bortugal — a oa dija ar c'henderc'her pennañ en Europa — koulz gant an Nazied, o c'hevredidi hag o enebourien.

Kimiezh

• Sulfidenn wolfram : lenkrer e gwrezioù uhel, trelusker.
• Oksidennoù wolfram : prierezhioù, treluskerioù.
• Haloù wolfram : klogorennoù-gouloù, greanterezh nukleel, mezegiezh (skinskeudennerezh dre skinoù X), greanterezh al lêr.
• Sielloù metal-gwer, pa goeñv ar wolfram er wrez en hevelep doare ha gwer borosilikat (an doare gwer a vez gwerzhet dindan an anv Pyrex).
• Kenaozadoù mezell, da erlec'hiañ ouzh ar plom.

Elektronik

• Ur gwiskad wolfram a lakaer war ar c'henstokoù tredanel.
• Binvioù-soudañ, amredoù kevanek, elektrodoù, filmoù metalek war silikiom da erlec'hiañ ouzh an dareoù funiegezh boas.

Implijoù all

Dre m'eo ar wolfram ur metal uhel-tre e zouester :

• Pouezioù, enep-pouezioù, lastroù e kilhoù ar bigi hag e lostoù kirri-nij ha kirri Formulenn 1.
• Biroùigoù da c'hoari.
• Touelloù evit pesketa.
• Kerdin metalek evit ar binvioù-seniñ.

Notennoù

1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 02 DU 2012
2. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 02 DU 2012

Daveennoù

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Patrom:Liamm PuB