Drouiz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Wikeriadur
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: lv:Druīds
Linenn 61: Linenn 61:
[[lmo:Drüidi]]
[[lmo:Drüidi]]
[[lt:Druidas]]
[[lt:Druidas]]
[[lv:Druīds]]
[[nl:Druïde]]
[[nl:Druïde]]
[[nn:Druide]]
[[nn:Druide]]

Stumm eus an 3 Kzu 2012 da 04:56

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hervez an istorourien e oa an drouized tud gouiziek-tre ha doare beleien a oa uhel-tre o renk e-touez ar pobloù keltiek. Dre ma ne chom eus testennoù an Henamzer keltiek nemet traou gwelet gant tud estren d'ar c'hevredigezhioù keltiek hag un nebeut testennoù iwerzhonek savet goude m'eo bet aet an drouized kozh da get, ne c'heller ket bezañ asur eus ar pouez m'o doa war o c'hempredidi. Drouized vodern a zo hiziv, met marteze eo bet kollet al liamm etre an anaoudegezhioù tapet ha treuzkaset dre eñvor gant an drouized kozh hag hon amzerioù.

Drouized ha drouizelezh en Henamzer

Oberoù ha kredennoù an drouized

E renk ar veleien (er ster hollek) e veze an drouized e-touez ar pobloù a veze anvet Keltoi pe Galatai gant an Hengresianed, ha Celti pe Galli gant ar Romaned.
Diwar an testennoù meneget izeloc'h eo sklaer e oa an drouized kuzulierien ar roueed hag an dierned koulz ha renerien an oberoù relijiel pennañ. Pa veze renkadoù all, ar vrezelourien hag ar broduerien o tegas o barregezhioù d'ar gevredigezh e oa renkad an drouized hag o harperien karget da virout an anaoudegezhioù relijiel, skiantel ha pleustrek dre eñvor.
Evel an darnvuiañ eus pobloù an Henamzer e oa diazezet relijion an drouized war al liesdoueegezh : seveniñ a raent lidoù evit pemp doue pennañ hag un toullad all a veze e meur a elfenn eus an natur hervezo. Ne oa ket ken pell ar c'hredennoù-se diouzh re ar Romaned ha ne seblant ket bezañ bet trubuilhoù relijiel er broioù keltiek aloubet ganto.
Seblantout a ra ivez e veze sevenet al lidoù dindan an amzer, darn anezho er c'hoadoù hag er bodadoù-gwez sakr a oa nevedoù o anv. Lidoù dibar a rae an drouized ivez en enor spesadoù gwez zo evel an derv pe leinoù ar menezioù pe plant zo evel an uhelvarr hag ar c'helenn.

Roudoù istorel an drouized

Kaezar

Er Commentarii de Bello Gallico e ro Kaezar un hir a destenn - an destenn gozh hirañ war an drouized a zo chomet - diwar-benn stuzegezh ar C'halianed e oa bet trec'h warno hag e teskriv aozadur ar gevredigezh keltiek gant he "magistraded", he zudjentiled hag he drouized. Ne oa nemet div renkad, ar re ziwezhañ hag e oa an drouized renkad ar re ouiziek a zalc'he en o memor al lezenn hervez ar c'hustum hag e oa karget gant ar barnañ. Unan eus ar c'hastizoù a rae aon bras d'an dud a oa ar forbanerezh. Ne c'helled ket bezañ drouiz dre an hêrezh, met goude un hir a stummadur. reda 02012631731/edpt 18795/PANKARAP AFRICAN INTERNATIONAI BANK

Drouized ha drouizelezh vodern

An drouized hervez John Toland ha Iolo Morganwg

E 1717 e krouas un nebeut Kembreiz o chom e Londrez an Ancient Druid Order d'ar mare ma oa ar frañmasonerezh o tiorren. Kerentiezh a spered a c'hell bezañ kavet etre an drouizelezh vodern hag ar frañmañsonerezh, met n'eus liamm ensavadurel ebet.

Liammoù diavaez

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger drouiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Patrom:Liamm PuB