Germana de Foix : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22: Linenn 22:
En em welout a rejont e Valladolid, ha hegarat e voe Carlos en he c'heñver. Aozet e voe [[tournamant]]où ha [[banvez]]ioù en enor dezhi. Karantez a savas etrezo, hag ur verc'h vastardez he doe Germaine gant ar roue yaouank : an [[Infantez Isabel de Castilla]], meneget e testamant Germaine de Foix evel an «infanta Isabel» hag he zad evel «el emperador», goude ma ne voe ket anavezet gwech ebet, ha savet e voe ar plac'hig e lez Kastilha.
En em welout a rejont e Valladolid, ha hegarat e voe Carlos en he c'heñver. Aozet e voe [[tournamant]]où ha [[banvez]]ioù en enor dezhi. Karantez a savas etrezo, hag ur verc'h vastardez he doe Germaine gant ar roue yaouank : an [[Infantez Isabel de Castilla]], meneget e testamant Germaine de Foix evel an «infanta Isabel» hag he zad evel «el emperador», goude ma ne voe ket anavezet gwech ebet, ha savet e voe ar plac'hig e lez Kastilha.


En 1519 ez eas Germana de Foix, gant Carlos Iañ hag e c'hoar Leonor, da [[Zaragoza]] ha [[Barcelona]] da lidañ ar c'h- [[Cortes]] ha bezañ anvet da roue ha da douiñ dirazo. Eno e voe divizet, evit kaeraat brud an danvez-impalaer yaouank, dimeziñ Germana de Foix da varkiz Brandenburg, del séquito personal de Carlos I, poniendo así fin a los amores con su abuelastra. Carlos Iañ a anvas anezhi da vesrouanez ha da letanantez jeneral Valencia ha margrav Brandenburg da gabiten jeneral ar rouantelezh.
En 1519 ez eas Germana de Foix, gant Carlos Iañ hag e c'hoar Leonor, da [[Zaragoza]] ha [[Barcelona]] da lidañ ar c'h- [[Cortes]] ha bezañ anvet da roue ha da douiñ dirazo. Eno e voe divizet, evit kaeraat brud an danvez-impalaer yaouank, dimeziñ Germana de Foix da varkiz Brandenburg, unan eus heulierien personel de Carlos, hag evel-se e lakaas fin d'e garantezioù gant gwreg e dad-kozh. Carlos Iañ a anvas anezhi da vesrouanez ha da letanantez jeneral Valencia ha margrav Brandenburg da gabiten jeneral ar rouantelezh.


== Dimezioù all ==
== Dimezioù all ==

Stumm eus an 26 Du 2012 da 10:03

Germaine de Foix
Fuente del Duque de Calabria, Viver, Alto Palancia (Castellón).

Germaine de Foix (e galleg), pe Germana de Foix e spagnoleg (Foix, 1488 - Liria (Valencia), 1538) a oa eil pried Fernando II Aragon ha rouanez Aragon.

He buhez

Merc'h e oa da Jean de Foix (kont Étampes ha beskont Narbonne) ha da Marie d'Orléans (1457-1493), c'hoar d'ar roue gall Loeiz XII.

Eured

E miz Here 1505, da 18 vloaz, e voe dimezet da Fernando II Aragon, a oa 53 bloaz, intañv Izabel Iañ Kastilha abaoe nebeutoc'h eget bloaz, Roue Aragon hag ivez Kastilha abaoe marv Izabel.
Aotre da zimeziñ a voe roet gant Loeiz II Amboise, eskob Albi, lidet e voe an eured e kastell Blois hervez an diferadurioù a beoc'h sinet entre Loeiz XII ha Fernando II Aragon e feur-emglev Bleaz e 1505.

Leuskel a reas ar roue gall e wirioù war Rouantelezh Naplez gant he nizez ha reiñ dezhi an titl a Rouanez Jeruzalem, nemet distreiñ da Vro-C'hall a ranke ar gwirioù-se ober ma ne oa ket a vugale. En eskemm e ouestle Roue Aragon ha Kastilha envel da bennhêr ar mab a c'halle an daou bried kaout. Kement-se a lakaas uhelidi Kastilha da gonnariñ, rak neuze n'hallje ket Fulup Iañ Kastilha hag e bried Janed Kastilha ren war Kurunenn Aragon.

Ur mab o doe Fernando ha Germaine, Juan, ganet d'an 3 a viz Mae 1509, pezh a dalveze e vije rannet an div rouantelezh, Kastilha hag Aragon, met mervel a reas un nebeud eurvezhioù goude bout ganet.

Rouanez Aragon

Mervel a reas Fernando e miz Genver 1516. Fall e oa e yec'hed abaoe daou vloaz, marteze diwar re a louzoù kemeret da gaout bugale gant Germaine. Leuskel a reas ganti madoù a-walc'h : ouzhpenn 50 000 florin ar bloaz, hag ar rouantelezh keit ha ma ne zimezje ket. Ha hi davont da chom da Gastilha.

En e lizher diwezhañ d'e vab-bihan Carlos, e c'houlennas Fernando digantañ ober war-dro e intañvez hag ober diouzh e destamant. E 1517 e tegouezhas Carlos e Spagn. Ne oa nemet 17 vloaz, ha Germana de Foix a oa 29 vloaz, plac'h didrouz ha karantezus, ha ne oa ket deuet c'hoazh da vezañ tev evel ur varikenn.

En em welout a rejont e Valladolid, ha hegarat e voe Carlos en he c'heñver. Aozet e voe tournamantoù ha banvezioù en enor dezhi. Karantez a savas etrezo, hag ur verc'h vastardez he doe Germaine gant ar roue yaouank : an Infantez Isabel de Castilla, meneget e testamant Germaine de Foix evel an «infanta Isabel» hag he zad evel «el emperador», goude ma ne voe ket anavezet gwech ebet, ha savet e voe ar plac'hig e lez Kastilha.

En 1519 ez eas Germana de Foix, gant Carlos Iañ hag e c'hoar Leonor, da Zaragoza ha Barcelona da lidañ ar c'h- Cortes ha bezañ anvet da roue ha da douiñ dirazo. Eno e voe divizet, evit kaeraat brud an danvez-impalaer yaouank, dimeziñ Germana de Foix da varkiz Brandenburg, unan eus heulierien personel de Carlos, hag evel-se e lakaas fin d'e garantezioù gant gwreg e dad-kozh. Carlos Iañ a anvas anezhi da vesrouanez ha da letanantez jeneral Valencia ha margrav Brandenburg da gabiten jeneral ar rouantelezh.

Dimezioù all

Teir gwech e timezas Germaine de Foix.

He marv

Mervel a reas da 49 bloaz, e Liria.