Ottokar II Přemysl : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+image
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot Ouzhpennet: fi:Ottokar II Přemysl
Linenn 14: Linenn 14:
[[en:Ottokar II of Bohemia]]
[[en:Ottokar II of Bohemia]]
[[eo:Přemysl Otakar la 2-a]]
[[eo:Přemysl Otakar la 2-a]]
[[fi:Ottokar II Přemysl]]
[[fr:Ottokar II de Bohême]]
[[fr:Ottokar II de Bohême]]
[[ja:オタカル2世]]
[[ja:オタカル2世]]

Stumm eus an 19 Meu 2007 da 07:35

Ottokar II Přemysl
Domani Ottokar II 1253-1271

Ottokar II Přemysl (tchekeg: Přemysl Otakar II., 1230 - 26 a viz Eost 1278) a oa roue Bohemia eus 1253 betek 1278. Mab e oa da Václav I Přemysl ha Kunigunde a Hohenstaufen. A-berzh e dad en doa bet Bohemia ha Moravia da hêrezh. E 1251 e voe lakaet da zug Aostria gant breujoù ar vro-se. Bloaz goude e timezas gant Margarete a vBabenberg, hêrez Stiria. E 1260 e c'hounezas Silezia, Lusatia ha Slovakia digant István V a Hungaria. E 1269 e tegouezhas Karintia ha Karniola gant Ottokar hag ez eas da briñs galloudusañ an Impalaeriezh Roman ha German.

E 1273 e oa ret dilenn ur roue alaman nevez. N'eo ket Ottokar a voe lakaet war an tron, met e enebour Rudolf a Habsbourg. Nac'hañ a reas Ottokar e anavezout ha forbannet e voe gantañ abalamour da se. E 1276 e kouezhas e holl douaroù estreget Bohemia ha Moravia etre daouarn an Habsbourged. Pa glaskas adc'hounit e zomani kollet dre nerzh, e voe lazhet en emgann e-kichen Dürnkrut en Aostria-Izel d'ar 26 a viz Eost 1278.