Antonio de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: es:Antonio de Médici
Linenn 54: Linenn 54:


[[en:Antonio de' Medici]]
[[en:Antonio de' Medici]]
[[es:Antonio de Médici]]
[[it:Antonio de' Medici]]
[[it:Antonio de' Medici]]

Stumm eus an 22 Du 2012 da 18:02

Bianca hag Antonio
Princeps Antonius Medices Francisci Magni Ducis Etruriæ Filius

Antonio de' Medici zo un den eus an tiegezh Medici, a vije bet mab d'an Dug-meur Francesco Iañ de' Medici ha d'e serc'h Bianca Cappello.

E vuhez

Ganedigezh

Francesco a oa dimezet da Janed Aostria, hogen pitilh e oa aet gant Bianca, ha honnezh a oa dimezet. Kuzh eta e oa o darempred.
Chaok avat a voe pa voe lazhet pried Bianca, goude ma n'ouzer ket penaos. Mervel a reas Janed, pried Francesco, ivez. Neuze e c'hallas an dug-meur dimeziñ da Vianca e 1579, hogen furoc'h e voe kavet ober un dimeziñ kuzh, abalamour da enebiezh c'harv e diegezh ouzh e bried nevez, a oa bet serc'h dezhañ keid-all.

N'eo ket souezh eta ne vije ket bet degemeret war an ton bras mab an daou bried nevez, Antonio e anv, mab bev nemetañ Francesco, a c'halle bezañ pennhêr ofisiel an dug-meur. Dibun a voe kavet d'ar gudenn e 1587 gant marv an daou bried er Villa di Poggio a Caiano. Marteze e oant bet kontammet gant an eontr kardinal, a voe anvet da zug evel Ferdinando Iañ.

E gwirionez n'eo ket gwall sklaer lignez Antonio,

Bugale

Enskrivadur gant anv Antonio de' Medici, Loggia dei Tessitori, via San Gallo, Firenze

Pemp bugel en doa, tri anezho digant Artemisia Tozzi (genidik eus Lucca, m. 1643):

  • Paolo de' Medici (1616-1656), mab da Artemisa Tozzi, a oa da vout soudard
  • Giulio (1617-1670), mab da Artemisa Tozzi, beleg
  • Anton Francesco de' Medici (1618-1659), mab da Artemisa Tozzi. Dimezet da Maria Francesca Aganetti, dimezell piemontat.


Mervel a reas Antonio d'an 2 a viz Mae 1621. Goude marv Antonio e voe serret Artemisia e manati San Clemente.

Lennadurezh

  • Filippo Luti. Don Antonio de' Medici e i suoi tempi. (Florence: Leo S. Olschki), 2006.
  • Filippo Luti, Don Antonio de' Medici professore de secreti, in Medicea. Rivista Interdisciplinare di studi medicei, Firenze, n. 1, ottobre 2008
  • Filippo Luti, Medici de', Antonio, in Dizionario Biografico degli Italiani, Enciclopedia Treccani, vol. 73, 2009.

Liamm diavaez