Arzhur Iañ (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.2+) (Robot kemmet: el:Αρθούρος Α΄ της Βρεττάνης |
Rummad |

Linenn 36: | Linenn 36: | ||
{| align="center" cellpadding="2" border="2" |
{| align="center" cellpadding="2" border="2" |

| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Jafrez II |
| width="30%" align="center" | En e raok:
'''[[Jafrez II (dug Breizh)|Jafrez II]]''' |

| width="40%" align="center" | '''[[Roll Rouaned ha Duged Breizh| |
| width="40%" align="center" | '''[[Roll Rouaned ha Duged Breizh|Dug Breizh]]
[[Skeudenn:BlasonBRETAGNE.PNG|thum|60 px]]
[[1187]] – [[1203]]''' |

| width="30%" align="center" | War e lerc'h:

| width="30%" align="center" | War e lerc'h:
'''[[Pêr Iañ (dug Breizh)|Pêr I{{añ}}]]''' |

{{DEFAULTSORT:Arzhur 1}} |
{{DEFAULTSORT:Arzhur 1}} |

[[Rummad: |
[[Rummad:Marvioù 1203]] |

[[Rummad:Duged Breizh drouklazhet]] |
[[Rummad:Duged Breizh drouklazhet]] |

[[Rummad:Istor Breizh en XIIvet kantved]] |
[[Rummad:Istor Breizh en XIIvet kantved]] |

[[Rummad:Tiegezh Plantagenêt]] |
[[Rummad:Tiegezh Plantagenêt]] |

[[Rummad:Marvioù 1203]] |

[[ca:Artur I de Bretanya]] |
[[ca:Artur I de Bretanya]] |
Stumm eus an 21 Du 2012 da 16:32

Arzhur Iañ, pe Arthur Plantagenêt, ganet d'an 30 a viz Ebrel 1187 e Naoned ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 1203 e Rouen, a voe Dug Breizh eus 1201 betek e varv. Dibabet e oa da bennhêr gant e eontr Richarzh Kalon Leon, a oa divugel, ha dezhañ e tlee bezañ kurunenn e eontr.
Mab e oa da Jafrez II Plantagenêt, dug Breizh, breur da Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar, rouaned Bro-Saoz, ha da Koñstañsa Breizh, merc'h d'an dug Konan IV.
E vuhez
Mab dalif e oa pa oa ganet daou viz goude marv e dad, e 1187. E vamm, Koñstañsa Breizh, intañvez, a oa dugez Breizh.
Eñ an hini a dlee bezañ roue Bro-Saoz war-lerc'h Richarzh.
E 1194 e voe embannet gant he mamm e oa dug Breizh
Buhez
Fulub II an Aogust, roue Bro-C'hall a glaske digreskiñ beli an tiegezh Plantagenet en e rouantelezh hag broudañ gwizien ar Saozon da stourm outo. Arzhur, hag eñ hêr yaouank dug Breizh, a oa spi ar Vrezhoned evit ma vije dieub an dugelezh, met Richarz Kalon Leon a yeas da aloubiñ Breizh hag a vac'has an dugez, met trec'h a vo warnañ gant ul lu brezhon e Karaez (1197).
Kaset e oe ar bugel davet Filip Aogust evit ma vije diwallet-mat. Goude marv Richarzh e 1199 ez eas Yann Dizouar, e vreur, war tron Bro-Saoz. Mignon e oa bet da Filip evit klask freuzañ galloud Richarzh, met enebourien e oant en taol-mañ. Broudet gant Filip Aogust e embannas diouzhtu Arzhur bezañ hêr gwirion Bro-Saoz koulz hag hini Breizh, Normandi hag Akwitania hag an darn-vuiañ eus an noblañsed c'hall a eas d'e heul.
Neuze e aloubas Yann Dizouar Bro-C'hall e 1202. Pa oa Arzhur o sezizañ Mirebeau e-lec'h ma oa e vamm-gozh Eleanora Akitania o chom, e oe trubarded gant Guillaume des Roches ha, diwar urzhioù Yann Dizouar, kaset d'an toull-bac'h e Falaise hag e Rouan. N'eo ket sklaer penaos e varvas Arzhur e miz Ebrel 1203. Brud a zo bet e voe lazhet gant e eontr Yann e-unan, met ne c'heller ket en asuriñ.
Efedoù marv kriz Arzhur
Pa oe kaset keloù an torfed e c'houlennas ar Vrezhoned ma vo tamallet Yann Dizouar evel trubard ha karlazher hag evitañ da vezañ koñdaonet da vezañ dizouaret e kollas Akwitania, Anjev, Normandi ha Breizh (orin e lesanv eo). Er c'hontrol e c'hounezas Filip Aogust bezañ mestr war dugelezh Breizh pa oa hanter-c'hoar Arzhur, Aziliz, ur vinorez ha ne oa ket e dad, Guy de Thouars, "baillif" an dugelezh, evit mont a-enep ar roue. E 1212 e terras Filip Aogust an emglev-dimeziñ en doa aotreet evit Aziliz hag Herri a Bentevr hag e kavas gwelloc'h reiñ evel pried da Alis unan eus ar briñsed kapetian, Pêr a Dreux, a zeuio da vezañ Pêr Iañ a Vreizh.
Arzhur Iañ e sonerezh
Savet ez eus bet ur ganaouenn diwar-benn buhez Arzhur Iañ gant ar strollad-sonerezh folk breizhat Tri Yann an Naoned.
Notennoù
En e raok: Jafrez II |
Dug Breizh 1187 – 1203 |
War e lerc'h: Pêr Iañ |