Kabilia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 33: Linenn 33:
===Kabilia Vihan===
===Kabilia Vihan===
Kêr vrasañ Kabilia Vihan eo Bejaia, a zo lesanvet ''Bgayet n Lejdud'' ("Bejaia ar re gozh").<br />
Kêr vrasañ Kabilia Vihan eo Bejaia, a zo lesanvet ''Bgayet n Lejdud'' ("Bejaia ar re gozh").<br />
1 406 402 a dud a vev e Kabilia Vihan ha 177 988 a vev e Bejaia. Kabileg a vez komzet eno, en un doare un tammig bihan disheñvel diouzh yezh Kabilia Veur. ''Tamurt wadda'' a reer e kabileg eus Kabilia Vihan, a pezh a dalvez kement ha "Bro ar Su", peogwir emañ e Su traoñienn ar stêr Soumam. Menez Eponim ao ar menez uhelañ eno, 2004 m uhelder dezhañ.<br />
1 406 402 a dud a vev e Kabilia Vihan ha 177 988 a vev e Bejaia. Kabileg a vez komzet eno, en un doare un tamm disheñvel diouzh yezh Kabilia Veur. ''Tamurt wadda'' a reer e kabileg eus Kabilia Vihan, a pezh a dalvez kement ha "Bro ar Su", peogwir emañ e Su traoñienn ar stêr Soumam. Menez Eponim ao ar menez uhelañ eno, 2004 m uhelder dezhañ.<br />
Brasoc'h eget Kabilia Veur eo Kabilia Vihan.
Brasoc'h eget Kabilia Veur eo Kabilia Vihan.



Stumm eus an 13 Du 2012 da 09:42

Pelec'h emañ Kabilia.
Kartenn Kabilia e kabileg.

Lec'hiet eo Kabilia (Tamurt n Iqbayliyen pe Tamurt n Izwawen e kabileg) e biz Aljeria en Afrika an Norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. Ul lec'h meneziek-tre eo.

Poblañs

Eus ar ger arabek القبائل al-quabila, "meuriad" e teufe anv ar vro.
6 490 776 a dud a vev en holl e Kabilia (2011).
25 257 km² eo gorread Kabilia.

E 1871 e oa bet un emsavadeg gant ar Gabiled enep ar C'hallaoued ha neuze e oa bet rannet Kabilia e div lodenn gant ar C'hallaoued : norzh Kabilia a veze anvet ganto Kabilia Veur, ha su Kabilia, Kabilia Vihan. Ur bern Kabiliz a vev en diavaez eus Kabilia, peurliesañ en Europa, hag alies e Bro-C'hall.

Traoù all da c'houzout

Brezel ar panelloù e Kabilia

E Kabilia e vez komzet kabileg pe tamazight (hag a zo berbereg), arabeg Aljeria hag ar galleg.

Bejaia, Tizi Ouzou, Bouira, Bourmedes, Bordj-Bou-Arreridj, Jijel ha Setif eo ar c'hêrioù pennañ.

A nerrez wala a neknu eo ger-stur Kabilia, hag a dalvez kement ha « Kentoc'h terriñ eget plegañ ». (Hini Breizh : Kentoc'h mervel eget bezañ saotret).

E-pad brezel Aljeria (1954-1962) e oa bet Kabilia e-kreiz an afer abalamour d'ar struj hag a c'holo anezhi. Tu a oa da soudarded an FLN (Font de Libération NAtional) da guzhat diouzh o enebourien.

Kabilia Veur

Norzh Kabilia eo Kabilia Veur, e norzh Aljeria ; eus kêr Thenia betek Tigzirt en em astenn, en norzh d'ar stêr Soumam a echu er mor Kreizdouarel, e-kichen porzh Beija (orin ar ger gallek bougie, "goulaouenn-goar"). Tizi Ouzou eo ar gêr-benn.
5 084 374 a dud a zo o vevañ e Kabilia Veur ha 135 088 e Tizi Ouzou. Ar menez brasañ eo menez Lalla-Khadidja, a zo 2308 m e uhelder. Kabilia Veur zo un dachenn hag a oa anvet Tamawya taqbaylit "Kevredad Kabilia" gwezhall gant ar Gabiliz kozh. Kabileg a vez komzet eno, ur rannyezh eus ar berbereg pe tamazight.

Rannet eo Kabilia Veur ha Kabilia Vihan gant menezioù Djurdjura, e traoñienn ar Soumam

Diforc'het e vez Kabilia Veur diouzh Kabilia Vihan gant he menezioù uhel en em astenn, eus an Norzh betek ar Su, eus ar mor Kreizdouarel betek menezioù ar Djurdjura. Tri menez pouezus zo e Kabilia Veur :

  • Er biz, betek ar mor, emañ menez Tamgout, 1278 m uhelder dezhañ.
  • Er Su, emañ menezioù an Atlas (2308m uhelder).
  • Etre an daou emañ menez Agawa, 800 m uhelder dehzañ. War ar menez-se emañ Tizi Ouzou.

Kabilia Vihan

Kêr vrasañ Kabilia Vihan eo Bejaia, a zo lesanvet Bgayet n Lejdud ("Bejaia ar re gozh").
1 406 402 a dud a vev e Kabilia Vihan ha 177 988 a vev e Bejaia. Kabileg a vez komzet eno, en un doare un tamm disheñvel diouzh yezh Kabilia Veur. Tamurt wadda a reer e kabileg eus Kabilia Vihan, a pezh a dalvez kement ha "Bro ar Su", peogwir emañ e Su traoñienn ar stêr Soumam. Menez Eponim ao ar menez uhelañ eno, 2004 m uhelder dezhañ.
Brasoc'h eget Kabilia Veur eo Kabilia Vihan.


Liammoù diavaez

  • Kabyles.net e galleg, kabileg (tamazight), alamaneg, saozneg pe spagnoleg.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.