Louise Borgia : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot ouzhpennet: it:Luisa Borgia |
||
Linenn 31: | Linenn 31: | ||
[[es:Luisa Borgia]] |
[[es:Luisa Borgia]] |
||
[[fr:Louise Borgia]] |
[[fr:Louise Borgia]] |
||
[[it:Luisa Borgia]] |
|||
[[ja:ルイーザ・ボルジア]] |
[[ja:ルイーザ・ボルジア]] |
Stumm eus an 12 Du 2012 da 13:36
Louise Borgia pe Louise de Candia-Borgia et d'Albret, pe Louise de Valentinois ( 17 a viz Mae 1500-1553) a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Cesare Borgia ha da Charlotte d'Albret.
He buhez
Ganet e oa d'ar 17 a viz Mae 1500. He zad a oa mab d'ar pab Alesant VI ha da Giovanna de Candia, kontez dei Cattanei, lesanvet Vannozza Cattanei. He mamm Charlotte d'Albret a oa merc'h da Alain d'Albret, dug Guyenne, ha da Françoise de Bretagne (Françoise de Blois), Beskontez Limoges, Kontez Périgord hag Itron Châlus. Louise a oa bugel nemetañ Cesare Bogia hervez al lezenn, eus e eured gant Charlotte, met un dek bennak a lezvreudeur ha lezc'hoarezed he devoa.
Dugez Valentinois e oa suo jure adalek marv he zad Cesare Borgia en 1507, pa oa tost da 7 vloaz, e seziz Viana (Nafarroa), ma oa ar brezelour o stourm evit e dad-kaer Yann III Navarra. Ha suo jure e oa ivez Dame de Chalus, un titl deuet dezhi eus he mamm Charlotte d'Albret.
Dimezioù
Div wech e timezas Louise.