Iwerzhon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: hy:Իռլանդիա (կղզի)
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: ckb:ئایرلەند (missing)
Linenn 49: Linenn 49:
[[bs:Irska (ostrvo)]]
[[bs:Irska (ostrvo)]]
[[ca:Illa d'Irlanda]]
[[ca:Illa d'Irlanda]]
[[ckb:ئایرلەند]]
[[cs:Irsko (ostrov)]]
[[cs:Irsko (ostrov)]]
[[cy:Iwerddon]]
[[cy:Iwerddon]]

Stumm eus an 11 Du 2012 da 07:34

Emañ Iwerzhon e kornôg kevandir Europa
Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg). Diwar-benn ar riez Iwerzhon pe Éire hec'h anv, sellet ouzh Republik Iwerzhon.

Iwerzhon, pe Bro-Iwerzhon e brezhoneg ivez (Éire en iwerzhoneg) eo an trede enezenn vrasañ en Europa. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel. Republik Iwerzhon (ez ofisiel, Éire pe Ireland), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread (Su, Reter, Kornôg, Gwalarn) hag ar peurrest a zo gant Norzhiwerzhon, dindan Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon er Biz.

Poblañs an enezenn a-bezh a sav da war-dro 5,8 milion a dud : 4,1 milion e Republik Iwerzhon (1,6 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,7 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).

Douaroniezh

Gwelet a reer elfennoù zo eus torosennadur Iwerzhon war ar gartenn-mañ. (Sellet ivez ouzh un doare brasañ gant muioc'h a ditouroù).

Ur blaenenn greiz gant aradennadoù menezioù bihan tro-war-dro eo enez Iwerzhon. Ar gern uhelañ, ar Carrauntuohill (Iwerzhoneg: Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km) a red e-kreiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro e div lodenn. Gant an hinad gleb ha dous e kresk war an enezenn a-bezh ur struzh glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Setu perak e vez graet eus Iwerzhon an Enez c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. Gorread an enezenn a zo 84 079 km².

Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connacht, Leinster, Munster hag Ulster. En iwerzhoneg e reer anv eus ar 'Cúige' ( = pempvet). Gwechall e oa Connacht, Munster, Ulster, Leinster ha Meath, homañ a endalc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 gontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulster a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e vez doujet da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel ma vez roet urzh gant ar Vonreizh. An 32 gontelezh a chom takadoù identelezh evit ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.

An darn vrasañ eus an douaroù a c'heller tennañ gounid diouto a zo e kontelezhioù ar c'hornôg. Aze emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a sach meur a dourist evit bourrañ ouzh gweledvaoù plijus hag ar mor glas diharz.

Tud vrudet

Da vezañ kendalc'het


Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB