Ferdinando II Naplez : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot ouzhpennet: sv:Ferdinand II av Neapel |
||
Linenn 31: | Linenn 31: | ||
[[nl:Ferdinand II van Napels]] |
[[nl:Ferdinand II van Napels]] |
||
[[ru:Фердинанд II (король Неаполя)]] |
[[ru:Фердинанд II (король Неаполя)]] |
||
[[sv:Ferdinand II av Neapel]] |
Stumm eus an 10 Du 2012 da 23:45
Ferdinando II d'Aragona, lesanvet Ferrandino, pe Ferdinant II Naplez (1469- 1496), a voe roue Naplez goude dimeziñ d'he moereb (yaouankoc'h) Giovanna d'Aragona, pe Janed Naplez (1478-1518). Mab bastard da Alfonso II Naplez, roue Naplez, ha da Ippolita Maria Sforza.
Dilezel e garg a roue a reas he zad hag eñ an hini a voe lakaet da roue en e lec'h. Ken enebet e oa ar bobl ouzh e dad-kaer Ferdinant Iañ Naplez hag e dad Alfonso II Naplez ma ne gare ket anezhañ ivez. Splann e voe kement-se pa deuas ar C'hallaoued er vro: prest e oa an noblañs hag an arme hag ar bobl da sujañ kenkent d'ar roue gall Charlez VIII.
Aloubet e voe kêr Naplez d'an 22 a viz C'hwevre 1495. Met buan e voe kavet kalet rogoni ar C'hallaoued ha treiñ a reas ar bobl en o enep. En em sevel a reas tud Naplez ha kaset e voe ar C'hallaoued kuit. Neuzee voe galvet ar roue yaouank en-dro, a oa repuet en enez Ischia.
Prestik goude e varvas Ferdinand en 1496, hag eñ 26 vloaz.
Goude e varv
Digant e bried ha moereb Janed Naplez n'en doa bet bugel ebet. Hi ne addimezas ket.
E eontr Federico Iañ Naplez a renas war e lerc'h.