Prokariot : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: tl:Prokaryote
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot : O kemmañ he:פרוקריוטיים e he:פרוקריוטים
Linenn 94: Linenn 94:
[[gl:Célula procariótica]]
[[gl:Célula procariótica]]
[[gv:Prokaryota]]
[[gv:Prokaryota]]
[[he:פרוקריוטיים]]
[[he:פרוקריוטים]]
[[hi:प्रोकैर्योट्स]]
[[hi:प्रोकैर्योट्स]]
[[hr:Prokarioti]]
[[hr:Prokarioti]]

Stumm eus an 9 Du 2012 da 13:32

Framm ur vakterienn unkellig prokariot

Ar prokarioted [1]zo bevedegoù hep nukleus en o c'helligoù, nag organelloù dispartiet gant kroc'henennoù. Unkelliged eo ar pep brasañ anezhe met lod eus ar prokarioted zo lieskelliged. Dave a ra o anv da framm o c'helligoù ispisial, hep nukleus nag organell, disheñvel diouzh hini an eukarioted.

Ar prokarioted a ya d'ober un takson a vod bevien, dezho kelligoù o deus ar framm-se. Ar bevedegoù-se o deus enzimoù lec'hiet e speurenn ar c'hellig hag e ouennont dre rannadur dijener . Enebet e vez an takson-se ouzh hini an eukarioted. Renket eo an holl vevien en daou dakson-se.

Ne seller ket ouzh takson ar prokarioted evel unan [monofiletegiezh|[monofiletek]] : renket e vez ar bevedegoù prokariot en Archeobacteria pe en eubacteria, hag e soñjer o deus an eil hag egile un orin boutin gant an eukariot. Ar c'hentañ prokarioted a oa war an douar da vare an Eoarkean marteze, da lâret eo 3 600 milion a vloavezioù zo.

Studi ar prokarioted zo hini ar bakteri e gwirionez. Aet eo war-raok adalek an XIXvet kantved, gant enklaskoù Louis Pasteur e Bro-C'hall ha Robert Koch en Alamagn. Savet e voe ar ger « prokariot » er bloavezhioù 1950, pa voe gwelet ne oa nukleus gwirion ebet en o c'helligoù a-drugarez d'ar mikroskop elektronek.


kerentiezh gant an Eukarioted

Unan eus ar c'hemmoù pennañ etre ar prokarioted hag an eukarioted zo ar fed m'o deus an eukarioted ur gwir nukleus en o c'helligoù, ennañ o TDN, pa ne vez ket klozet dafar genetek ar prokarioted gant ur groc'henenn. Ar bevedegoù eukariot, evel an dud, a c'hall bezañ unkellig pe lieskellig. Ken bras eo ar c'hemm etre ar prokarioted hag an eukarioted ma seller outañ evel an hini brasañ etre strolladoù bevedegoù disheñvel.

Bakteri eo ar pep brasañ eus ar prokarioted hag alies e vez implijet an daou c'her evel heñvelsterioù. E 1977, Carl Woese a ginnigas rannañ ar prokarioted e Bacteria hag Archaea (da gentañ Eubacteria hag Archaebacteria) abalamour d'ar c'hemmoù genetek a-bouez etrezo. Ar rummatadur en Eucaryota (anvet ivez "Eucarya"), Bacteria, hag Archaea zo anvet « reizhiad an tri damani » hag a gemeras lec'h « reizhiad an div impalaeriezh ».

Disheñvel bras eo framm kelligoù ar prokarioted diouzh hini an eukarioted. An ezvezañs a nukleus pe a c'holo kellig eo ar c'hemm pennañ. Soñjal a raed a-raok n'o doa ket ar Prokarioted a gitorelegennoù nag a gombodoù kellig kroc'henennek evel ar vakuolennoù, a reticula endoplasmek, a Ardivinkoù Golgi, a vitokondriennoù, nag a gloroplastoù. E strollad an eukarioted e vez kaset da benn argerzhoù metabolek disheñvel gant ar mitokondrioù hag ar c'hloroplastoù. Krediñ a reer e tiskennont eus bakteri endokenvevat. E-touez ar prokarioted e vez kaset an argerzh a-dreuz kroc'henenn ar c'helligoù ; Ral-kenañ eo ar bevedegoù endokenvevat. Mont a ra ur volekulenn (ar peptidoglikan) d'ober speurennoù kelligoù ar prokarioted. Disheñvel eo diouzh hini a ya d'ober speurenn an eukarioted (kalz eukarioted n'o deus speurenn kellig ebet a-hend-all). Eukarioted ha prokarioted o deus frammoù anvet ribozomoù, a brodu proteinoù. Bihanoc'h e vez ar prokarioted evit ar c'helligoù eukariot.

Disheñvel eo ar prokarioted diouzh an eukarioted abalamour ma ne vez nemet ur boukl kromozomoù stabil TDN sanailhet en takad anvet an nukleoid, tra ma vez kavet TDN an eukarioted war kromozomoù staget mat hag urzhiet. Daoust ma'z eus frammoù eukarioted o deus TDN distag anvet plasmidennoù, sellet e vez ouzh ar re-se peurliesañ evel perzhioù eus ar prokarioted avat ha kalz genoù a-bouez eus ar prokarioted a vez dalc'het er plasmidennoù.


Meteier

Emañ lod eus ar bevedegoù-se o chom e meteier n'hallont ket bezañ annezet gant spesadoù all abalamour d'ar wrez, d'ar pH, pe d'ar skinoberiantiz, hiziv an deiz.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Diwar an henc'hresianeg pro- rak + karyon kraoñenn , a ra dave da nukleus ar gellig, + rakger -otos, ls. -otes