Germana de Foix : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18: Linenn 18:
Addimeziñ a reas da [[Juan de Brandenburgo-Ansbach]];
Addimeziñ a reas da [[Juan de Brandenburgo-Ansbach]];


Pa intañvezas ec'h addimezas da [[Fernando de Aragón, dug Calabria]]. A-hervez he dije bet ur vrc'h vastardez gant mab-bihan he fried kentañ [[Carlos Iañ Spagn]], an [[Infantez Isabel de Castilla]].
Pa intañvezas ec'h addimezas da [[Fernando de Aragón, dug Calabria]]. A-hervez he dije bet ur verc'h vastardez gant [[Carlos Iañ Spagn]], mab-bihan he fried kentañ: an [[Infantez Isabel de Castilla]].





Stumm eus an 7 Du 2012 da 08:39

Germaine de Foix

Germaine de Foix (Foix, 1488 - Liria (Valencia), 1538) a oa eil pried Fernando II Aragon.

He buhez

Merc'h e oa da Jean de Foix (kont Étampes ha beskont Narbonne) ha da Marie d'Orléans (1457-1493), c'hoar d'ar roue gall Loeiz XII.

Eured

E miz Here 1505, da 18 vloaz, evoe dimezet da Fernando II Aragon, a oa 53 bloaz, intañv Izabel Iañ Kastilha abaoe nebeutoc'h eget bloaz, Roue Aragon hag ivez Kastilha abaoe marv Izabel.
Aotre da zimeziñ a voe roet gantLoeiz II Amboise, eskob Albi, lidet e voe an eured e kastell Blois hervez an diferadurioù a beoc'h sinet entre Loeiz XII ha Fernando II Aragon e feur-emglev Bleaz e 1505.

Leuskel a reas ar roue gall e wirioù war Rouantelezh Naplez gant he nizez ha reiñ dezhi an titl a Rouanez Jeruzalem, nemet distreiñ da Vro-C'hall a ranke ar gwirioù-se ober ma ne oa ket a vugale. En eskemm e ouestle Roue Aragon ha Kastilha envel da bennhêr ar mab a c'halle an daou bried kaout. Kement-se a lakas uhelidi Kastilha da gonnariñ, rak neuze n'hallje ket Fulup Iañ Kastilha hag e bried Janed Kastilha ren war Kurunenn Aragon.

Ur mab o doe Fernando ha Germaine, Juan, ganet d'an 3 a viz Mae 1509, pezh a dalveze e vije rannet an div rouantelezh, Kastilha hag Aragon, met mervel a reas un nebeud eurvezhioù goude bout ganet.

Rouanez Aragon

Dimezioù all

Addimeziñ a reas da Juan de Brandenburgo-Ansbach;

Pa intañvezas ec'h addimezas da Fernando de Aragón, dug Calabria. A-hervez he dije bet ur verc'h vastardez gant Carlos Iañ Spagn, mab-bihan he fried kentañ: an Infantez Isabel de Castilla.