Alfred Jarry : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: gl:Alfred Jarry, io:Alfred Jarry
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: uk:Альфред Жаррі; Kemm dister
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:Alfred Jarry.jpg|thumb|right|Alfred Jarry]]
[[Restr:Alfred Jarry.jpg|thumb|right|Alfred Jarry]]
'''Alfred Jarry''' ([[8 a viz Gwengolo]] [[1873]] - [[1añ a viz Du]] [[1907]]), a oa ur skrivagner gall ha breizhat, ganet e [[Laval]].
'''Alfred Jarry''' ([[8 a viz Gwengolo]] [[1873]] - [[1añ a viz Du]] [[1907]]), a oa ur skrivagner gall ha breizhat, ganet e [[Laval]].

==Buhez==
== Buhez ==
D'an [[8 a viz Gwengolo 1873]] e voe ganet Alfred e kêr [[Laval]]. [[Caroline Quernest]], e vamm, a guito he fried, [[Anselme Jarry]], e [[1879]], gant o bugale : Alfred hag e c'hoar, Charlotte.
D'an [[8 a viz Gwengolo 1873]] e voe ganet Alfred e kêr [[Laval]]. [[Caroline Quernest]], e vamm, a guito he fried, [[Anselme Jarry]], e [[1879]], gant o bugale : Alfred hag e c'hoar, Charlotte.
E lise [[Sant-Briag]] e chomas Alfred betek an eilvet klas, ennañ e labouro mat-tre.
E lise [[Sant-Briag]] e chomas Alfred betek an eilvet klas, ennañ e labouro mat-tre.
Linenn 19: Linenn 19:

==E soñjoù pennañ==
== E soñjoù pennañ ==
Alfred Jarry, un den iskis. Ur barzh, kelaouenner, romantour, troer... Goapus ha flemmus war an dro e bluenn, ne zigor ket e galon d'ar re all. Daoust da evañ re, eo sklaer troet da stourm a-enep feulster an arme, da goapaat ar sistem, ar politik ha drochded an den a galloud.

Lakaet eo ivez da Vestr gant ar surealisted, ar pezh n'eo ket didalvoud !
Lakaet eo ivez da Vestr gant ar surealisted, ar pezh n'eo ket didalvoud !

==Oberenn lennegel==
== Oberenn lennegel ==
Skrivet en deus barzhonegoù ivez, ha krouet ez eus bet gantañ (pe kentoc'h gant unan eus e dudennoù, an Doktor Faustroll) ar ''[[Patafisik]]'', hag a vefe ur skiant, pe ur c'hrakskiant, -piv a oar ?- hini ar « solutions imaginaires, qui accorde symboliquement aux linéaments les propriétés des objets décrits par leur virtualité. ».

==Rolladurezh==
== Rolladurezh ==
* ''[[Ar roue Ubu]]'', troet e brezhoneg gant [[Goulc'han Kervella]], [[Skol Vreizh]], [[Montroulez]] , 2008.
* ''[[Ar roue Ubu]]'', troet e brezhoneg gant [[Goulc'han Kervella]], [[Skol Vreizh]], [[Montroulez]] , 2008.

Linenn 67: Linenn 67:
[[sr:Алфред Жари]]
[[sr:Алфред Жари]]
[[sv:Alfred Jarry]]
[[sv:Alfred Jarry]]
[[uk:Альфред Жаррі]]

Stumm eus an 31 Her 2012 da 23:37

Alfred Jarry

Alfred Jarry (8 a viz Gwengolo 1873 - 1añ a viz Du 1907), a oa ur skrivagner gall ha breizhat, ganet e Laval.

Buhez

D'an 8 a viz Gwengolo 1873 e voe ganet Alfred e kêr Laval. Caroline Quernest, e vamm, a guito he fried, Anselme Jarry, e 1879, gant o bugale : Alfred hag e c'hoar, Charlotte. E lise Sant-Briag e chomas Alfred betek an eilvet klas, ennañ e labouro mat-tre. D'e zaouzek vloaz e krogas da skrivañ e-unan komzoù-plaen ha gwerzennoù. Ha pa guitas Sant-Briag, e 1888, en doa paket prizioù e-leiz...

Er c'hlas kentañ, er Retorik, en em gavo gant un dudenn a-bouezh kenañ e-barzh e skridoù dazont ; Felix Hebert, e gelenner war ar fizik. Ur c'helenner iskis evit e zoare ! Ur c'heneil da Alfred a skrivo warnañ ur pezh flemmus ha farsus anvet Ar Boloniz. Diwar-se e vo skrivet Ar roue Ubu gant Alfred. Ar paour-kaezh kelenner a dap e begement e meur a bezhioù-c'hoari dindan lesanvioù all : P.H., Père Heb, Eb, Ebé, Ebon, Ebance, Ebouille...

Tremen a raio Alfred e vachelerouiezh gant ur meneg "mat" e 1889. E lise Herri IV e teskas ar brederouriezh. E-koulzh, e tremen an Tad Heb (Père Heb) da vezañ an Tad Hubu (Père Ubu). Kenderc'hel a ra da skrivañ. E 1893 e varvas e vamm (un taol kreñv evitañ rak en deus, betek-eñ, tremenet e vuhez a-bez ganti). Daou vloaz goude e oa gourc'hemenet da ober e amzer-soudard ; met n'en devo ket da vont d'an arme, rak barnet eo bet evel re droch gant an ofisourien (anat eo en e skridoù en deus dismegañs evit ar brezel hag an arme). E 1896 e kinnig Ar roue Ubu d'ur c'hoariva brudet, An Oberenn ; asantet e veze c'hoari emañ. Freuz bras voe graet gant ar pezh (ken feukus, nevez, ha flemmus e oa d'an amzer-se). C'hoariet e voe ivez e 1898 Ar roue Ubu gant margodennoù (c'hoariet gant Alfred nemetañ). 1906 : Alfred Jarry a zo tapet gant torzhellegezh an doagenn-empenn (tuberculose de méninges), mervel a raio daou vloaz goude an 3 a viz Du, paour raz, e bered Bagneux.

E soñjoù pennañ

Alfred Jarry, un den iskis. Ur barzh, kelaouenner, romantour, troer... Goapus ha flemmus war an dro e bluenn, ne zigor ket e galon d'ar re all. Daoust da evañ re, eo sklaer troet da stourm a-enep feulster an arme, da goapaat ar sistem, ar politik ha drochded an den a galloud. Lakaet eo ivez da Vestr gant ar surealisted, ar pezh n'eo ket didalvoud !

Oberenn lennegel

Skrivet en deus barzhonegoù ivez, ha krouet ez eus bet gantañ (pe kentoc'h gant unan eus e dudennoù, an Doktor Faustroll) ar Patafisik, hag a vefe ur skiant, pe ur c'hrakskiant, -piv a oar ?- hini ar « solutions imaginaires, qui accorde symboliquement aux linéaments les propriétés des objets décrits par leur virtualité. ».

Rolladurezh