Remont Jestin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10: Linenn 10:
| lec'h ganet = e [[Landerne]], {{Breizh}}
| lec'h ganet = e [[Landerne]], {{Breizh}}
| deiziad marv = e [[1991]] <br> e [[Menton]], {{Bro-C'hall}}
| deiziad marv = e [[1991]] <br> e [[Menton]], {{Bro-C'hall}}
| yezh = [[Brezhoneg]], [[Galleg]]
| yezh = [[Brezhoneg]]
| luskad =
| luskad =
| rumm =
| rumm =

Stumm eus an 30 Her 2012 da 18:09

Remont Jestin
Remont Jestin
Anv ofisiel Raymond Gestin
Anv pluenn Remont Jestin
Obererezh Prederour, yezhoniour
Ganedigezh e 1902
e Landerne, Breizh Breizh
Marv e 1991
e Menton, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Ar bouddha hag ar vouddhaadegez
Traoù ouzhpenn
Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel
Eñvorennoù a Durkia


Remont Jestin (ganet e Landerne e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant Goulven Pennaod ha tud Kêr-Vreizh. Lesanvioù e-leizh a arveras evit skrivañ e zanevelloù, e studiadennoù pe e bennadoù : Rieg Jestin, Rigakos, Gestin...

Buhez

Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e Bro-Leon, kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en Ecole du Louvres, goude bet o chom en Istanboul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Dont a reas da vout kelenner en Ecole pratique des hautes études ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.

Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel Goulven Pennaod e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù Ar Stourmer hag An nerzh. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn Ar stourmer : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.

Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn Preder. Unan eus dodennoù pouezusañ oberenn Remont Jestin a oa an nerzh a-ziwar an natur hag ar ouenn dre brederouriezh ar Baganed ha hini Friedrich Nietzsche.

Oberennoù

  • Ar bouddha hag ar vouddhaadegez, Gwalarn, niverennoù 95-96, 1936.
  • Eñvorennoù a Durkia, SAV, niverenn 24, 1942.
  • Friedrich Nietzsche hag e gelenn, Al Liamm, niverenn 15, 1957.
  • Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel, Preder, 1959.
  • Hent ar ouenn ? Hent an natur, Ar Stourmer, niverennoù 1-3, 1962.

Arroud

"Al lorc'h evit ur ouenn a zo bleunienn ar yec'hed, ha mousc'hoarzh ar c'hlanded, ouzhpenn ez eo kreñvañ mirour he galloud hag he youl-emledañ, he spered-trec'h. An hini lorc'hus a zo faeüs ha dre-se n'eo ket fall e-keñver e enebourien. Ar sklav eo a zo gourvennek ha dieeun. An hini balc'h a oar ar pezh a dalv ha gwelloc'h eo gantañ bezañ eñ e-unan eget bezañ unan all. Neuze ne gilo na ne ziskrogo, rak ezhomm en do atav da greskiñ e nerzh hag e binvidigezh-ene evit kenderc'hel da vagañ an emskiant-se." (Lorc'h, Preder, Tonkad 61, 1961)