Remont Jestin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e [[Bro-Leon]], kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en ''Ecole du Louvres'', goude bet o chom en Istanboul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Dont a reas da vout kelenner en ''Ecole pratique des hautes études'' ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.
Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e [[Bro-Leon]], kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en ''Ecole du Louvres'', goude bet o chom en Istanboul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Dont a reas da vout kelenner en ''Ecole pratique des hautes études'' ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.


Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel [[Goulven Pennaod]] e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù ''Ar Stourmer'' hag ''An nerzh''. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn ''Ar stourmer'' : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.
Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel [[Goulven Pennaod]] e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù ''[[Ar Stourmer]]'' hag ''An nerzh''. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn ''Ar stourmer'' : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.


Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn [[Preder]].
Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn [[Preder]].

Stumm eus an 30 Her 2012 da 15:52

Remont Jestin (ganet e Landerne e 1902 - marvet e Menton e 1991), Raymond Gestin e anv kefridiel, a voe ur skrivagner brezhonek, stag ouzh skol Pariz gant Goulven Pennaod ha tud Kêr-Vreizh. Lesanvioù e-leizh a arveras evit skrivañ e zanevelloù, e studiadennoù pe e bennadoù : Rieg Jestin, Rigakos, Gestin...

Desavet e voe e brezhoneg gant e vamm-gozh e Bro-Leon, kent mont pell-pell war ar studi e Pariz. Studiañ a reas en Ecole du Louvres, goude bet o chom en Istanboul hag e Mezopotamia e-men e reas enklaskoù war ar sumereg. Dont a reas da vout kelenner en Ecole pratique des hautes études ("Skol Bleustrek ar Studioù Uhel") adalek 1953.

Ober a reas anaoudegezh gant emsaverion arall e Kêr-Vreizh evel Goulven Pennaod e skrivas pennadoù evitañ en e gelaouennoù Ar Stourmer hag An nerzh. Un heuliadenn hir a skrivas er gelaouenn Ar stourmer : "Hent ar ouenn ? Hent an natur" dindan an anv-pluenn Rigakos e-men e kav an nen displegadennoù a-zivout an Istor hervez ur savboent kenel-werinelour ha gouennelour.

Studiadennoù a skrivas ivez evit an ti-embann hag ar gelaouenn Preder.

Oberennoù

  • Ar bouddha hag ar vouddhaadegez, Gwalarn, niverennoù 95-96, 1936.
  • Eñvorennoù a Durkia, SAV, niverenn 24, 1942.
  • Friedrich Nietzsche hag e gelenn, Al Liamm, niverenn 15, 1957.
  • Ar spered relijiel sumerek en e endro usvedel, Preder, 1959.
  • Hent ar ouenn ? Hent an natur, Ar Stourmer, niverennoù 1-3, 1962.