Gregor Teurgn : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: zh:都爾的額我略 |
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ja:トゥールのグレゴリウス |
||
Linenn 102: | Linenn 102: | ||
[[hy:Գրիգոր Տուրցի]] |
[[hy:Գրիգոր Տուրցի]] |
||
[[it:Gregorio di Tours]] |
[[it:Gregorio di Tours]] |
||
[[ja:トゥールのグレゴリウス]] |
|||
[[ka:გრიგოლ ტურელი]] |
[[ka:გრიგოლ ტურელი]] |
||
[[la:Gregorius Turonensis]] |
[[la:Gregorius Turonensis]] |
Stumm eus an 28 Her 2012 da 11:47
Gregor Teurgn (Georgius Florentius Gregorius e latin, Grégoire de Tours e galleg a vremañ), a voe ganet e Riom, e-tal Clermont war-dro 538 , en ur familh eus an noblañs alvernat, hag a varvas e Teurgn war-dro 594, a voe eskob Teurgn er VIvet kantved. Brudet eo e skridoù diwar-benn istor an Iliz, ar Franked, hag Alvern.
E vuhez
E dad Florentius a oa un noblañs alvernat, hag a oa bet senedourien e dad hag e dad-kozh Georgius. E eontr Gallus Clermont a oa bet eskob Clermont (hiziv Clermont-Ferrand, en Alvern). Dre e vamm e oa kar da eskibien Lyon, Sacerdos ha Nizier Lyon, ha da eskibien Langres, Gregorius Langres ( anezhañ e teu e anv-badez) ha Tetricus Langres
Mervel a reas e 594 e Teurgn e lec'h ma oa bet dilennet evel eskob e 593. Lakaet e voe da sant ha lidet e vez e c'houel d'ar 17 a viz Du.
Klasket en deus difenn gwirioù an Iliz pa oa reuz bras etre ar pennoù uhel frank. Mont a reas a-enep Chilperig ha staliañ a reas ar feur-emglev sinet en Andelot etre Hilberzh II, roue Bro-C'hall ha Gontran, roue Burgondia (587).
Kronikour
Evel kronikour istorel eo anavezet Gregor a Deurgn p'eo gantañ eo bet savet Historia Francorum (Istor ar Franked) e 40 levrenn.
Buhezskridoù sent zo bet savet gantañ ivez. Ur vammenn a-bouez bras eo Historia Francorum evit istor Breizh er c'hantvedoù kentañ.
Rebechet ez eus bet dezhañ bezañ re domm ouzh e bobl ha neuze barnañ ar Vrezhoned hep neptuegezh, da lavarout eo kavout si enne dalc'hmat.