Lu Xun : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
<!-- Troidigezh diwar ar pennad saoznek, bet goulennet gant Vunz Vujmingz -->
<!-- Troidigezh diwar ar pennad saoznek, bet goulennet gant Vunz Vujmingz -->
[[Restr:LuXun1930.jpg|thumb|<center>'''Zhōu Shùrén''' (''Lu Xun'') e 1930</center>]]
[[Restr:LuXun1930.jpg|thumb|<center>'''Zhōu Shùrén''' (''Lu Xun'') e 1930</center>]]
'''Lu Xun''' ([[sinaeg]] 鲁迅 [[pinyin]] ''Lǔ Xùn'') e oa anv-pluenn 周树人 '''Zhōu Shùrén'''<ref>''Zhou'' eo anv ar familh, ''Shuren'' an anv bihan, hervez ar c'hiz sinaat</ref> (25 a viz Gwengolo [[1881]] &ndash; 19 a viz Here [[1936]]) zo unan eus skrivagnerien bennañ [[Sina]] en {{XXvet kantved}}.
'''Lu Xun''' ([[sinaeg]] 鲁迅 [[pinyin]] ''Lǔ Xùn'') e oa anv-pluenn 周树人 '''Zhōu Shùrén'''<ref>''Zhou'' eo anv ar familh, ''Shuren'' an anv bihan, hervez ar c'hiz sinaat</ref> (25 a viz Gwengolo [[1881]] &ndash; 19 a viz Here [[1936]]), unan eus skrivagnerien bennañ [[Sina]] en {{XXvet kantved}}.


Sellet e vez outañ evel ouzh penn al lennegezh sinaat arnevez. E yezh ar bobl (白話 ''baihua'') koulz hag e sinaeg klasel e skrive e zanevelloù berr, e arnodadennoù hag e [[Barzhoniezh|varzhonegoù]]. <br />
Sellet e vez outañ evel ouzh penn al lennegezh sinaat arnevez. E yezh ar bobl (白話 ''baihua'') koulz hag e sinaeg klasel e skrive e zanevelloù berr, e arnodadennoù hag e [[Barzhoniezh|varzhonegoù]]. <br />

Stumm eus an 23 Her 2012 da 16:24

Zhōu Shùrén (Lu Xun) e 1930

Lu Xun (sinaeg 鲁迅 pinyin Lǔ Xùn) e oa anv-pluenn 周树人 Zhōu Shùrén[1] (25 a viz Gwengolo 1881 – 19 a viz Here 1936), unan eus skrivagnerien bennañ Sina en XXvet kantved.

Sellet e vez outañ evel ouzh penn al lennegezh sinaat arnevez. E yezh ar bobl (白話 baihua) koulz hag e sinaeg klasel e skrive e zanevelloù berr, e arnodadennoù hag e varzhonegoù.
Ur buruteller e oa anezhañ ivez, un troer hag un embanner. Er bloavezhioù 1930 e voe anvet da gadoriad 中国左翼作家联盟 (zhōng guó zuǒ yì zuō jiā lián méng) Kevread skrivagnerien kleizour Sina e 上海 Shanghai.

D'an 2 a viz Meurzh 1930 e voe krouet ar C'hevread gant un daou-ugent skrivagner bennak a save a-du gant Strollad Komunour Sina enep Strollad Broadelour Sina (中國國民黨 zhōng guó guó mín dǎng).

Ul levezon vras o devoe skridoù Lu Xin war buhez sevenadurel Sina, ha meuleudet e voe gant ar galloud sinaat goude 1949, Mao Zedong o vezañ unan eus bamourien labour ar skrivagner a-hed e vuhez.
Petra bennak ma oa-eñ ur c'hleizour, biskoazh ne emezellas Lu Xin e Strollad Komunour Sina. Evit ar frankiz a spered e stourme.

Adal 1960 e voe oberennoù Lu Xin troet e saozneg, hag e yezhoù all goude.

Buhez

Yaouankiz

Ti kozh Lu Xun e Shaoxing

Bet ganet e Shaoxing, er rannvro Zhejiang, e voe Lu Xun anvet 周樟壽 Zhōu Zhāngshòu, e anv kevredigezhel o vezañ 豫山 Yùshān "Ijin ar Menez", a voe kemmet diwezhatoc'h e 豫才 Yùcái "Ijin Henan".
E 1898, kent dezhañ mont da Skol-Vor Jiangnan e tibabas an anv kevredigezhel 樹人 Shùrén, "den desket".

Desket mat e oa an tiegezh Zhou e Shaoxin : Zhou Fuqing, tad-kozh Lu Xin diouzh tu e dad, a oa ur c'helenner e skol gonfusian Hanlin. Hec'h-unan e teskas mamm Lu Xin lenn ha skrivañ. War ziskar avat ez eas pinvidigezh an tiegezh pa glaskas Zhou Fuqing goprañ tud a-benn kaout ur garg evit e vab Zhou Boyi, tad Lu Xin. Harzet e voe an tad-kozh, ha darbet e voe dezhañ bezañ dibennet.
E-keit-se e voe Lu Xin desavet gant ur servijourez kozh anvet Ah Chang. Unan eus e levrioù muiañ-karet e oa 山海經 Shānhǎi Jīng, "Klasel ar Menezioù hag ar Morioù". [2][3]

Pa oa Lu Xin ur c'hrennard e varvas e dad, ar pezh en e lakaas da studiañ ar vezegiezh. E 1904, pa ne fizie ket e mezegiezh hengounel Sina, e tibabas mont da Japan da studiañ e Skol Vezegiezh Sendai.

Deskadurezh

Lu Xun en e yaouankiz

E 1898-1899 e voe Lu Xun e Skol-Vor Jiangnan kent mont da Skol ar Mengleuzioù hag an Hentoù-houarn e Jiangnan ivez. Eno e kejas ouzh deskadurezh ar C'hornôg, ouzh ar ar skiantoù pergen.
Un tamm alamaneg hag un tamm saozneg a studias ivez, ar pezh a roas tro dezhañ da lenn troidigezhioù sinaek eus Emdroadur ha buhezegezh gant Thomas Henry Huxley[4], War divoud ar frankiz gant John Stuart Mill [5], koulz ha romantoù evel Ivanhoe gant Walter Scott[6] ha Log an eontr Tom gant Harriet Beecher-Stowe[7].

Tapet gantañ e desteni e Sina ez eas Lu Xun da Japan e 1902 da emellout en Ensavadur Kobun, ur skol ma voe prientet Sinaiz da studiañ er skolioù-meur japanek. Eno e skrivas e arnodadennoù kentañ e sinaeg klasel ; pleustriñ war ar Jiu-Jitsu a reas ivez.

E 1903, d'an oad a 22 vloaz, e tistroas d'ar gêr a-benn eurediñ ur vourc'hizez yaouank bet dibabet evitañ gant e vamm. Diszesk e oa ar plac'h, 朱安 Zhūān ("Peoc'h skarlek") hec'h anv, ha bandennet e oa he zreid hervez giz hengounel ar 纏足 chánzú evit mirout outo a greskiñ ; ne voe ket bevezet an eured war a hañval, ha biken ne vevas Lu Xun gant e bried, hogen a-hed e vuhez e reas war-dro hec'h ezhommoù danvezel.

Sendai

E 1904 neuze ez eas Lu Xun da Skol Vezegiezh Sendai, ma voe ar studier estren kentañ. Skoulmañ darempredoù don a reas gant e vestr Fujino Genkurou (ふじのげんくろう) ; diwar-benn hennezh e skrivas gant doujañs ha mignoniezh, hag ar mestr e-unan a skrivas un arnodadenn-gañv da geñver marv e skoliad.

En e rakskrid da Nà hǎn ("Yudadennoù"), al levr kentañ ma voe dastumet e zanevelloù berr, e tispleg Lu Xun perak e paouezas gant e studioù war ar vezegiezh e Sendai.
Ur wezh, goude ar c'hentelioù, e tiskouezas ur c'helenner japanat un dreuzskeudenn eus ur Sinaad kondaonet da gastiz ar marv abalamour ma oa tamallet dezhañ bezañ ur spier er brezel etre Japan ha Rusia (1904-1905). Ken skodeget e voe Lu Xun gant digaster ar Sinaiz a oa er sal ma tivizas e oa mallusoc'h ober war-dro kleñvedoù spered e genvroidi eget war-dro re o c'horf.

E 1906 ez eas Lu Xun da vevañ e Tōkyō ; eno e voe levezonet gant al lenneg Zhang Taiyan, ha gant e vreur Zuoren — studier eveltañ — ez embannas troidigezhioù eus danevelloù berr eus Europa ar Reter, enno skridoù gant Henryk Sienkiewicz (loread polonat priz Nobel al lennegezh e 1905). E-pad tri bloaz e chomas e Tōkyō o skrivañ arnodadennoù e sinaeg klasel diwar-benn istor ar skiantoù, al lennegezh sinaek hag al lennegezh keñveriet, al lennegezh hag istor ar prederiañ en Europa, ar gevredigezh sinaat, an adaoz hag ar relijion, kement-se holl en ur dreiñ lennegezh lies broioù e sinaeg.

Respet

Pa zistroas Lu Xun da Sina e 1910 e voe anvet da gelenner e Shaoxing. A-c'houde staliadur ar Republik e kemeras ur garg e Maodierniezh an Deskadurezh e 南京 Nanjing kent mont gant ar gouarnamant da 北京 Veijing ma krogas da skrivañ. Betek 1926 e chomas e Maodierniezh an Deskadurezh, tra ma kelenne hanter-amzer e Skol-Veur Beijing hag e Skol-Uhel ar Gelennerezed.

E miz Mae 1918 e reas gant e anv-pluenn evit ar wezh kentañ, pa 'z embannas e skrid meur kentañ e baihua, 狂人日記 Kuáng rén rì jì, "Deizlevr ur foll". Anv tiegezh e vamm e oa Lu. Levezonet gant Nikolai Gogol eo ar skrid-se, ma burutell a-flipadoù hengounioù gladdalc'hel Sina dre o lakaat par da zebrerien-tud a grign Sinaiz. Gant ar skrid-se e voe Lun Xun lakaet diouzhtu da unan eus skrivagnerien bennañ e amzer.
Unan all eus e skridoù brudet eo 阿Q正傳 Ah Q zhēng chuán, "Istor gwirion Ah Q", a voe embannet a-bennadoù etre 1921 ha 1922.
E 1923 e voe embannet an daou skrid en dastumad anvet 吶喊 Nà hǎn, "Yudadennoù".

Eus 1924 da 1926 e skrivas Lu Xun e arnodadennoù 朝花夕拾 Zhāo huā xī shí "Bleunioù ar pellgent dastumet da serr-noz" ; e 1926 ez embannas un eil dastumad danevelloù berr anvet 彷徨 Páng huáng "Kantreadennoù", hag e varzhonegoù e komz-plaen 野草 Yě cǎo "Geotennoù gouez" a voe embannet e 1927.
Adalek 1926 hag a-c'houde Lazhadeg an 18 a viz Meurzh ma savas a-du gant ar studierien e voe harluet e Xiamen ha neuze e Guangzhou ma 'z adkavas e studierez ha serc'h 許廣平 Xǔ Guǎngpíng (1898-1968).[8]

Adal 1927 e vevas Lu Xun e Shanghai, ma voe unan eus diazezerien Kevread skrivagnerien kleizour Sina. An darn vrasañ eus e arnodadennoù a skrivas d'ar mare-se.
E 1929 e c'hanas Xǔ Guǎngpíng ur mab a voe anvet 海嬰 Hǎiyīng, "Babig ar mor" (pe : "bugel Shanghai")[8].
E 1930 e voe embannet 中國小說史略 Zhōng guó xiǎo shuō shǐ lüè "Istor berr ar faltazi sinaat", ul levr a savas diwar ar c'hentelioù en devoa roet e Skol-veur Beijing ; ur maen-bonn e voe e burutelladur al lennegezh sinaat en XXvet kantved.

Troidigezhioù a embannas ivez — diwar ar ruseg pergen, prezegennoù evel 熱風 Rè fēng "Avel domm", ha kalz labourioù all, un ugent levr en holl da nebeutañ.
Un embanner e voe Lu Xun ivez, pa grouas meur a gazetenn gleizour evel 新青年 Xīn qīng nián "Youankiz nevez" ha 萌芽 Méng yá "Diwan".
En abeg d'e vennozhioù ha d'ar perzh a voe c'hoariet gant e skridoù en istor Republik Pobl Sina e voe berzet labourioù Lu Xun e Taiwan betek ar bloavezhioù 1980.
Unan eus dalc'hidi kentañ an esperanteg e Sina e voe Lu Xun.

Diwezh

An ti ma vevas Lu Xun
betek e varv
Bez Lu Xun

Hag eñ 54 bloaz hepken e 1936 e oa skevent Lu Xun taget gant an dorzhellegezh ; ur butuner daonet e oa ar skrivagner.
E miz Meurzh ar bloavezh-se e voe klañv gant an derzhienn hag ar waskenn. Graet e voe war e dro dre intrañ 300 g a heverenn en e skevent, hogen klañv e voe adarre ete miz Mezheven ha miz Eost, ma skañvaas betek 40 kg hepken. Adtapout un nebeud pouez a reas, ha skrivañ div arnodadenn en diskar-amzer, anvet "Ar marv" ha "Ar vuhez eo kement-se ivez".
Da deir eur hanter da veure an 18 a viz Here e tihunas gant ar vec'h da analat. Galvet e voe e vezeg, an doktor Suno, ha pikadennoù a voe graet da Lu Xun a-benn skañvaat e boanioù. Gantañ e chomas e wreg a-hed an nozvezh, met da veure an 19 a viz Here da 5 eur 11 e paouezas e galon a dalmiñ.
Beziet e voe en un ti-kañv e Lu Xun Park e Shanghai. Mao Zedong a reas ar c'haerskrid a zo a-us ar bez, ha da ezel Strollad Komunour Sina e voe Lu Xun anvet goude e varv abalamour d'e berzh en Emsav ar 4 a viz Mae.

Doare ha soñjoù

Ur skrivagner liesdoare e voe Lu Xun, pa rae war an dro gant reolennoù klasel ar sinaeg ha stummoù lennegezh Europa an XIXvet kantved.
Emouestl hegarat ha distag mousfentus zo bet skrivet diwar-benn e zoare, e mareoù disheñvel e-kerzh red e respet. Lemm-tre e vez e arnodadennoù pa zeskriv ar gevredigezh, ha diaes-bras eo treiñ en ur yezh all ar vestroniezh eus ar sinaeg komzet hag an ton a implijas e danevelloù evel Istor gwirion Ah Q.
En e oberennoù lennegel e ouezas Lu Xun tresañ ul linenn danav etre burutellañ follentezioù e dudennoù ha karout ar follentezioù-se end-eeun. En Istor gwirion Ah Q c'hoazh e c'haller gwelet e oa Lu Xun ur mestr war ar mousfent, hag en e arnodennadoù e c'halle skrivañ en un doare didro diwar e emouestl hepken.

En e skridoù e tiskouezas Lu Xun e dristidigezh en abeg da blanedenn griz ar beorien, hag ivez e fulor en abeg da emzalc'h an hevelep tud. Ne raent netra da stourm evito o-unan, asantiñ a raent d'ar pezh a oa roet dezho gant ur gevredigezh direizh, ha ne gemmjont ket o sujidigezh d'ar reizhiad gladdalc'hel goude ma oa bet kaset da get gant an dispac'h. Pounneroc'h-pounnerañ e oa an tailhoù war o chouk, ha diaesoc'h-diaesañ e oa dezho dreistbevañ. Dre e skridoù e klaskas Lu Xun lemmañ kontilli evit stourm en o lec'h ouzh vilded ar gevredigezh.

Mao Zedong a wele e Lu Xun ar skrivagner pennañ en devoa kemeret perzh en Emsav ar 4 a viz Mae, dre ma vurutellas kreñv kudennoù ar gevredigezh sinaat, dreist-holl pa zielfennas temz-spered broadel Sinaiz. "Kampion an denelezh voutin" a voe graet anezhañ a-wezhioù.

Ur c'hwitadenn e voe 辛亥革命 Xīn hài gé mìng, Dispac'h 1911, hervez Lu Xun. E 1925 e skrivas :

Da'm meno ez eo an emanvet Republik Sinaat aet da get.
Me 'gav din e oan ur sklav kent an dispac'h, met diouzhtu goude an Dispac'h e voen trubardet gant sklaved ha deuet on da vezañ o sklav.


Mont a reas betek erbediñ ma talc'hje e lennerien kont eus skridoù ar misioner amerikan Arthur Henderson Smith, bet embannet e 1890, ma vurutellas ar sevenadur sinaat. [9]
Disouezhet ma oa gant ar politikerezh e skrivas Lu Xun e 1927 ne c'halle ket al "lennegezh dispac'hel" degas kemmadennoù don drezi hec'h-unan ; gwelloc'h e oa e vije "dispac'herien" o kas un dispac'h dre an nerzh. Da ziwezh e vuhez e voe Lu Xun dipitet-bras gant ar gouarnamant nevez, en devoa ul levezon fall war Sina d'e veno.

Hêrezh

Dre ar pezh a zegasas da gement doare lennegezh arnevez — war-bouez ar romantoù — e voe Lu Xun pouezus evit lennegezh Sina.
Gant e zoare splann ha dizall e voe levezonet meur a rummad skrivagnerien danevelloù berr, barzhonegoù e komz-plaen, hag arnodadenoù. Alies e lakaer Yudadennoù ha Kantreadennoù da zeroù al lennegezh sinaek arnevez, ha klaseloù int hiziv an deiz. Pouezus ivez e voe troidigezhioù Lu Xun d'ur mare ma ne lenned ket lennegezh ar C'hornôg e Sina, ha lemm e chom e vurutelladennoù a-fed lennegezh.

Kemplezh e voe an darempredoù etre Lu Xun ha Strollad Komunour Sina (SKS) goude marv ar skrivagner. Diouzh an eil tu e voe lakaet gant pennoù ar Strollad da "dreser an dazont komunour", Mao Zedong a lavaras e oa Lu Xun "penngomandant Dispac'h Sevenadurel Sina (petra bennak ma ne voe biskoazh Lu Xun un ezel eus SKS) ; diouzh an tu all e voe berzet frankiz ar spered, ha ne c'hallas mui Lu Xun kejañ ouzh lenneien all evit eskemm mennozhioù evel m'er grae er bloavezhioù 1920 ha 1930. En diwezh e voe doare skridoù Lu Xun o-unan a voe dizerbedet, ha distrujet zoken pa veze tro d'en ober : Mao Zedong a skrivas "arabat e vije doare an arnodadenn bezañ evel hini Lu Xun. [En ur gevredigezh komunour] e c'hallomp huchal kreñv hep implijout lavarennoù distro ha kamm-digamm, a zo digomprenus evit ar bobl". Neuze, a-hed an Dispac'h Sevenadurel e voe Lu Xun lakaet da unan eus tadoù ar Gomunouriezh, ha war an dro e veze argaset ar sevenadur hag an doare da skrivañ a oa e re.

Lod eus e skridoù zo bremañ war roll ar skolioù kentañ derez hag eil derez. Abaoe 2007 avat e vez tennet darn eus e labourioù dic'hoanagañ ; war an divoud-se e skrivas Julia Lovell, troerezh skridoù Lu Xun, e oa kement-se "marteze un taol-arnod a-benn distreiñ ar yaouankizoù a-vremañ diouzh boaz dizereat Lu Xun da gavout sioù".[10]

Merket e voe labourioù Lu Xun en diavaez eus Sina ivez. E 1986 e voe meneget Deizlevr ur foll gant Fredric Jameson evel un "dreistskouer" eus ar stumm "arouezius ha broadel" a vez gant lennegezh an Trede Bed.[11] Hervez Gloria Davies, par da Friedrich Nietzsche eo Lu Xun peogwir e voent o-daou "tapet en un arnevesadur a zegas kudennoù dre e anien end-eeun". [12]

Pouezus e voe perzh Lu Xun el lennegezh sinaat dre e spered kleizour ; bras e voe levezon e skridoù war ar bobl, ha bras eo c'hoazh hiziv an deiz.
Studiet e vezont e skolioù an eil derez e Japan, ma 'z eo ar skrivagner anavezet dindan an anv Rojin ロジン (skritur katakana) pe Lu Xun 魯迅 (skritur kanji).

Unan eus prizioù pennañ evit al lennegezh e Sina eo Priz Lu Xun al Lennegezh.
An anv Lu Xun zo bet roet d'an asteroidenn (233547) 2007 JR27 ha d'ur c'halur a zo war ar blanedenn Merc'her.

Notennoù

  1. Zhou eo anv ar familh, Shuren an anv bihan, hervez ar c'hiz sinaat
  2. The Classic of Mountains and Seas, troet gant Anne Birrell, Penguin Classics, London, 2000 ISBN 978-0-14-044719-4 (en) (troidigezh ebet e galleg)
  3. Ar skrid : China Knowledge (en) OK 17/10/2012
  4. HUXLEY Thomas Henry, Evolution and Ethics, Princeton University Press, 2009 ISBN 978-0-691-14130-5 (en)
    > e-book : Raktres Gutenberg
  5. MILL John Stuart, De la liberté, Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032536-8 (fr)
  6. SCOTT Walter, Ivanhoe, Penguin Classics, 1994 ISBN 978-0-14-062050-4
    > Troidigezh c'hallek : LGF, 2011 ISBN 978-2-253-08899-8
  7. BEECHER-STOWE Harriet, La case de l'oncle Tom, Gallimard, 2010 ISBN 978-2-07-062998-5 (fr)
  8. 8,0 ha8,1 DENTON Kirk A., Lu Xun Biography, Modern Chinese Literature and Culture (en) OK 17/10/2012
  9. SMITH Arthur Henderson, Chinese Characteristics, EastBridge, 2003 ISBN 978-1-892936-26-5 (en)
  10. LOVELL Julia, China's Conscience, The Guardian, 12/06/2010 (en) OK 17/10/2012
  11. JAMESON Fredric, Third-World Literature in the Era of Multinational Capitalism, Social Text, Duke University Press, 1986 JSTOR(en) OK 17/10/2012
  12. DAVIES Gloria, Chinese Literary Studies and Post-structuralist Positions: What Next? , The Autralian Journal of Chinese Affairs, Gouere 1992, JSTOR(en) OK 17/10/2012

Liammoù diavaez

Levrioù gant Lu Xun

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.