Izotop : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot : O kemmañ tl:Isotope e tl:Isotopo
Kempennadurig + Daveennnoù.
Linenn 1: Linenn 1:
E [[fizik nukleel]] e vez graet '''izotopoù''' eus div furm eus un [[elfenn gimiek]] a zo dezho ar memes [[niver atomek]], perzhioù kimiek tost heñvel, met ur [[mas atomek]] disheñvel.
E [[fizik]] nukleel e vez graet '''izotopoù''' eus div furm eus un [[elfenn gimiek]] a zo dezho ar memes [[niver atomek]], perzhioù kimiek tost heñvel, met ur [[mas atomek]] disheñvel.


En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaozioù [[nukleüs (an atomoù)|nukleüsoù]] an [[atom|atomoù]] e sav kemmoù fizikel etre izotopoù ur memes elfenn: digemm e chom atav an niver a [[proton|brotonoù]] a glot gant e [[niver atomek]] Z; an niver a [[neutron|neutronoù]] N eo a zo disheñvel eus an eil izotop d'egile.
En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaozioù [[nukleüs (an atomoù)|nukleüsoù]] an [[atom|atomoù]] e sav kemmoù fizikel etre izotopoù ur memes elfenn : digemm e chom atav an niver a [[proton|brotonoù]] a glot gant e [[niver atomek]] Z; an niver a [[neutron|neutronoù]] N eo a zo disheñvel eus an eil izotop d'egile.


== Notadur ==
== Notadur ==


Aroueziet e vez an izotopoù gant o simbol kimiek, klokaet gant o [[niver mas]] A (kevatal da niver a [[nukleon|nukleonoù]] an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'ar simbol.
Notet e vez an izotopoù gant o arouez kimiek, klokaet gant o [[niver mas]] A (kevatal da niver a [[nukleon|nukleonoù]] an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'an arouez.


Da skouer: izotop ar [[karbon|c'harbon]], 14 e niver mas, a vez notet <sup>14</sup>C.
Da skouer: izotop ar [[karbon|c'harbon]], 14 e niver mas, a vez notet <sup>14</sup>C.


Peurvuiañ e klokaer ar skrivad-se gant an [[niver atomek]], lakaet en traoñ hag a-gleiz d'ar simbol, evit deskrivañ ur reaktadur kimiek a zo lodek un izotop enni.
Peurvuiañ e klokaer ar skrivad-se gant an [[niver atomek]], lakaet en traoñ hag a-gleiz d'an arouez, evit deskrivañ un dazgwered kimiek a zo lodek un izotop enni.


Evel se e vez notet ar c'harbon 14 <math>{}_{\ 6}^{14}\operatorname{C}</math>.
Evel-se e vez notet ar c'harbon 14 <math>{}_{\ 6}^{14}\operatorname{C}</math>.


== Perzhioù an izotopoù ==
== Perzhioù an izotopoù ==


Peurheñvel eo perzhioù kimiek izotopoù ur memes elfenn peogwir emañ ar memes niver a elektronoù ganto.
Peurheñvel eo perzhioù kimiek izotopoù ur memes elfenn peogwir emañ ar memes niver ag elektronoù ganto.


Dre ma n'emañ ket ar memes niver a neutronoù en [[nukleüs (an atomoù)|nukleüs]] eo disheñvel mas an atomoù avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartiañ izotopoù ur memes elfenn dre [[spektrometriezh vas]] pe dre [[santrifuger|santrifugadur]], ha difediñ anezho evel se.
Dre ma n'emañ ket ar memes niver a neutronoù en [[nukleüs (an atomoù)|nukleüs]] eo disheñvel mas an atomoù avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartiañ izotopoù ur memes elfenn dre [[skalfadouriezh]] pe dre [[tronizherezh|dronizherezh]], ha difediñ anezho evel-se.
Ouzhpenn se e c'hell an atom dont da vezañ distabil en abeg da genfeur an neutronoù en nukleüs: setu perak ez eus izotopoù a zo radioaktivel.
Ouzhpenn-se e c'hall an atom dont da vezañ distabil en abeg da genfeur an neutronoù en nukleüs: setu perak ez eus izotopoù a zo skinoberiek.


== Stabilder an izotopoù ==
== Stabilder an izotopoù ==
Bez ez eus 92 elfenn gimiek disheñvel en natur, eus an [[hidrogen]] <sub>1</sub>H betek ar [[plutoniom]] <sub>94</sub>Pu. En o zouez, n'o deus an [[teknetiom]] <sub>43</sub>Tc hag ar [[prometiom]] <sub>61</sub>Pm nag izotop stabil, nag izotop radioaktivel dezhañ ur [[periodenn radioaktivel|beriodenn]] hirbad a-walc'h.
Bez' ez eus 92 elfenn gimiek disheñvel en natur, eus an [[hidrogen]] <sub>1</sub>H betek ar [[plutoniom]] <sub>94</sub>Pu. En o zouez, n'o deus an [[teknetiom]] <sub>43</sub>Tc hag ar [[prometiom]] <sub>61</sub>Pm nag izotop stabil, nag izotop skinoberiek dezhañ un [[hanter-vuhez]] hirbad a-walc'h.
Evit ar c'hantadoù a izotopoù naturel-se e seblant o niveroù ketep a brotonoù hag a neutronoù doujañ da reolennoù 'zo:
Evit ar c'hantadoù a izotopoù naturel-se e seblant o niveroù ketep a brotonoù hag a neutronoù doujañ da reolennoù 'zo :
* war bouez nebeud e vez kevatal an niver a brotonoù d'an niver a neutronoù evit an elfennoù skañv; adalek ar c'hrom <sub>24</sub>Cr e teu an niver a neutronoù da vezañ brasoc'h eget an niver a brotonoù, mont a ra an nemorant en tu-hont da 50% evit an elfennoù pounnerañ;
* war-bouez nebeut e vez kevatal an niver a brotonoù d'an niver a neutronoù evit an elfennoù skañv ; adalek ar c'hrom <sub>24</sub>Cr e teu an niver a neutronoù da vezañ brasoc'h eget an niver a brotonoù, mont a ra an nemorant en tu-hont da 50% evit an elfennoù pounnerañ ;
* lod elfennoù stabil-tre a zo dezho un niver a brotonoù pe a neutronoù (pe o-daou) kevatal da unan eus niveroù (graet e vez niveroù-hud anezho) an heuliad:
* lod elfennoù stabil-tre a zo dezho un niver a brotonoù pe a neutronoù (pe o-daou) kevatal da unan eus niveroù (graet e vez niveroù-hud anezho) an heuliad:
: 2, 8, 20, 50, 82, 126;
: 2, 8, 20, 50, 82, 126;
* nebeutoc'h a izotopoù stabil a zo d'an efennoù o deus un niver Z ampar eget d'an elfennoù o deus un niver Z par.
* nebeutoc'h ag izotopoù stabil zo d'an efennoù o deus un niver Z ampar eget d'an elfennoù o deus un niver Z par.


== Implij an izotopoù ==
== Implij an izotopoù ==


Gant ar [[karbon|c'harbon]] ez eus ur c'houblad izotopoù anavezet mat: ar pep brasañ eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar « c'harbon 12 »); a-hend-all e c'heller kavout kementadoù bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar « [[c'harbon 14]] ») a zo peurheñvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met radioaktivel eo avat. Rak en abeg d'an neutronoù ouzhpenn en nukleüs e teu an atom da vezañ distabil. Dizintegrañ a ra en ur reiñ [[nitrogen]] hag en ur embann ur [[radioaktivelezh|skinadur beta]].
Gant ar [[karbon|c'harbon]] ez eus ur c'houblad izotopoù anavezet mat : ar pep brasañ eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar « c'harbon 12 »); a-hend-all e c'heller kavout kementadoù bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar « [[c'harbon 14]] ») a zo peurheñvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met skinoberiek eo avat, rak en abeg d'an neutronoù ouzhpenn en nukleüs e teu an atom da vezañ distabil. Digevanañ a ra en ur reiñ [[nitrogen]] hag en ur embann ur skinoberegeh β ''beta''.


Variañ a ra kenfeur an izotop stabil e-keñver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War ar variadur-se eo diazezet an hentennoù [[deiziadur radioaktivel]] dre goubladoù izotopoù (an hini vrudetañ anezho eo hentenn an [[deiziadur dre ar c'harbon 14]]).
Argemmañ a ra kenfeur an izotop stabil e-keñver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War an argemmadur-se eo diazezet an hentennoù [[deiziadur skinoberiek]] dre goubladoù izotopoù (an hini vrudetañ anezho eo hentenn an [[deiziadur dre ar c'harbon 14]]).
Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusañ a c'heller ober eus an izotopoù. Gant an [[treser izotopek|dreserien izotopek]] ez eus un implij all anezho.
Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusañ a c'heller ober eus an izotopoù. Gant an [[treser izotopek|dreserien izotopek]] ez eus un implij all anezho.


== Gerdarzh ==
== Gerdarzh ==
Dont a ra ar ger ''izotop'' eus ar gresianeg ''isos'' kevatal ha ''topos'' lec'h, setu e sinifi ''er memes lec'h'', peogwir emañ holl izotopoù an elfennoù er memes lec'h war an [[taolenn beriodek an elfennoù|daolenn beriodek]].
Dont a ra ar ger ''izotop'' eus ar gresianeg ''isos'', "kevatal" ha ''topos'', "lec'h", setu e talvez kement hag ''er memes lec'h'', peogwir emañ holl izotopoù an elfennoù er memes lec'h war an [[taolenn beriodek an elfennoù|daolenn beriodek]].


== Gwelet ivez ==
== Daveennoù ==
* AN NOLLAEG Yann-Baol, ''Geriadur ar Gimiezh'', Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 [http://preder.net/index.php?lang=bz Preder]
* [[periodenn radioaktivel]]
* AN NOLLAEG Yann-Baol, ''Geriadur ar Fizik'', Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
* [[radioaktivelezh]]
* ''Geriadur brezhonek'' An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0


[[Rummad:Kimiezh]]
[[Rummad:Kimiezh]]

Stumm eus an 21 Her 2012 da 14:11

E fizik nukleel e vez graet izotopoù eus div furm eus un elfenn gimiek a zo dezho ar memes niver atomek, perzhioù kimiek tost heñvel, met ur mas atomek disheñvel.

En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaozioù nukleüsoù an atomoù e sav kemmoù fizikel etre izotopoù ur memes elfenn : digemm e chom atav an niver a brotonoù a glot gant e niver atomek Z; an niver a neutronoù N eo a zo disheñvel eus an eil izotop d'egile.

Notadur

Notet e vez an izotopoù gant o arouez kimiek, klokaet gant o niver mas A (kevatal da niver a nukleonoù an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'an arouez.

Da skouer: izotop ar c'harbon, 14 e niver mas, a vez notet 14C.

Peurvuiañ e klokaer ar skrivad-se gant an niver atomek, lakaet en traoñ hag a-gleiz d'an arouez, evit deskrivañ un dazgwered kimiek a zo lodek un izotop enni.

Evel-se e vez notet ar c'harbon 14 .

Perzhioù an izotopoù

Peurheñvel eo perzhioù kimiek izotopoù ur memes elfenn peogwir emañ ar memes niver ag elektronoù ganto.

Dre ma n'emañ ket ar memes niver a neutronoù en nukleüs eo disheñvel mas an atomoù avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartiañ izotopoù ur memes elfenn dre skalfadouriezh pe dre dronizherezh, ha difediñ anezho evel-se. Ouzhpenn-se e c'hall an atom dont da vezañ distabil en abeg da genfeur an neutronoù en nukleüs: setu perak ez eus izotopoù a zo skinoberiek.

Stabilder an izotopoù

Bez' ez eus 92 elfenn gimiek disheñvel en natur, eus an hidrogen 1H betek ar plutoniom 94Pu. En o zouez, n'o deus an teknetiom 43Tc hag ar prometiom 61Pm nag izotop stabil, nag izotop skinoberiek dezhañ un hanter-vuhez hirbad a-walc'h. Evit ar c'hantadoù a izotopoù naturel-se e seblant o niveroù ketep a brotonoù hag a neutronoù doujañ da reolennoù 'zo :

  • war-bouez nebeut e vez kevatal an niver a brotonoù d'an niver a neutronoù evit an elfennoù skañv ; adalek ar c'hrom 24Cr e teu an niver a neutronoù da vezañ brasoc'h eget an niver a brotonoù, mont a ra an nemorant en tu-hont da 50% evit an elfennoù pounnerañ ;
  • lod elfennoù stabil-tre a zo dezho un niver a brotonoù pe a neutronoù (pe o-daou) kevatal da unan eus niveroù (graet e vez niveroù-hud anezho) an heuliad:
2, 8, 20, 50, 82, 126;
  • nebeutoc'h ag izotopoù stabil zo d'an efennoù o deus un niver Z ampar eget d'an elfennoù o deus un niver Z par.

Implij an izotopoù

Gant ar c'harbon ez eus ur c'houblad izotopoù anavezet mat : ar pep brasañ eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar « c'harbon 12 »); a-hend-all e c'heller kavout kementadoù bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar « c'harbon 14 ») a zo peurheñvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met skinoberiek eo avat, rak en abeg d'an neutronoù ouzhpenn en nukleüs e teu an atom da vezañ distabil. Digevanañ a ra en ur reiñ nitrogen hag en ur embann ur skinoberegeh β beta.

Argemmañ a ra kenfeur an izotop stabil e-keñver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War an argemmadur-se eo diazezet an hentennoù deiziadur skinoberiek dre goubladoù izotopoù (an hini vrudetañ anezho eo hentenn an deiziadur dre ar c'harbon 14). Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusañ a c'heller ober eus an izotopoù. Gant an dreserien izotopek ez eus un implij all anezho.

Gerdarzh

Dont a ra ar ger izotop eus ar gresianeg isos, "kevatal" ha topos, "lec'h", setu e talvez kement hag er memes lec'h, peogwir emañ holl izotopoù an elfennoù er memes lec'h war an daolenn beriodek.

Daveennoù