Tehran : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ilo:Tehran
D Bot : ru:Тегеран zo ur pennad eus an dibab
Linenn 11: Linenn 11:
[[Rummad:Kêrioù-penn Azia]]
[[Rummad:Kêrioù-penn Azia]]
[[Rummad:Iran]]
[[Rummad:Iran]]
{{Liamm PuB|ru}}


[[ace:Tehran]]
[[ace:Tehran]]

Stumm eus an 17 Her 2012 da 04:10

Tehran e-harz ar menezioù Elbourz, gwelet eus ur c'harr-nij.

Tehran (تهران Tehrān e perseg, distaget [tʰehˈɾɒːn]) eo kêr-benn Iran.

E miz Eost 2010 e oa annezet gant 8 429 807 a dud [1], ar pezh a dalvez ez eo Tehran kêr vrasañ Iran hag an 19vet kêr vrasañ er bed, a-fet poblañs.[2]

Tehran eo kreizenn greanterezh Iran, e meur a dachenn : kirri-tan, tredan, armoù, gwiadoù, kimiezh... Unan eus kreizennoù bras Iran eo ivez evit ar gwerzhañ arrebeuri ha pallennoù. En XXvet kantved ez eus tud e-leizh a dud eus maezioù Iran da Dehran da chom. Abalamour da se e kaver enni mesk-ha-mesk meur a bobl, a yezh, a sevenadur, a relijion ivez (kristenien eus Armenia, Yuzevien...). Ouzhpenn ar savadurioù kozh, ar moskeennoù, an ilizoù, ar sinagogennoù hag an temploù zoroastrat, e weler ivez e Tehran savadurioù arnevez, evel an Tour Azadi hag an Tour Milad zo deuet da vezañ arouezioù eus Tehran. Unan eus kêrioù marc'hadmatañ ar bed eo Tehran, a-fet koust ar vuhez [3][4].

Notennoù

  1. World's largest cities and towns and statistics of their population
  2. World Urbanization Prospects: The 2009 Revision Population Database, Esa.un.org, 25-09-2010
  3. "Tehran remains least expensive city in the world among 124 surveyed cities", Payvand.com, 25-09-2010
  4. "Top 10 Cheapest Cities In The World", Housingnepal.com, 28-02-2009 & 25-09-2010.

Patrom:Liamm PuB