Hertz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pms:Hertz
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: war:Hertz
Linenn 191: Linenn 191:
[[ur:ہرٹز]]
[[ur:ہرٹز]]
[[vi:Hertz]]
[[vi:Hertz]]
[[war:Hertz]]
[[zh:赫兹]]
[[zh:赫兹]]
[[zh-min-nan:Hz]]
[[zh-min-nan:Hz]]

Stumm eus an 16 Her 2012 da 14:53

An hertz (simbol: Hz) eo an unanenn deveret eus ar sistem etrebroadel (SI) evit muzuliañ ar frekañsoù. Kevatal eo an hertz gant un osilhadenn dre segondenn (s-1, 1/s). Dont a ra e anv diwar anv ar fizikour alaman Heinrich Rudolf Hertz en deus kaset labourioù skiantel a-bouez war dachenn an elektromagnetegezh.

Da skouer en deus ar gouloù ruz ur frekañs tost da 4,6 × 1014 Hz.

Skouerioù

An tredan-ti (rouedad) a zo un tredan alternel : amginet e vez polelder (+ pe -) ar bonnoù meur a wezh bep segondenn. Ur frekañs a 50 Hz a dalv ez eus 100 kemm dre segondenn (pep bonn a vez pozitivel 50 gwezh ha negativel 50 gwezh).

Muzuliet e vez uhelder ar sonioù gant an niver a zaskrenoù dre segondenn (e-touez traoù all). Al la dave a vez roet gant ar forc'h-toniañ a osilh da 440 Hz. Lavaret e vez ivez e vez merzhet ar sonioù etre 20 Hz hag 20 000 Hz gant skouarn an dud.

Skignet e vez ar gwagennoù radio e moduladur frekañs war ur vandenn etre 80 MHz ha 108 MHz.

An urzhiataerezioù hiniennel kentañ (penn kentañ ar bloavezhioù 1980) o doa ur frekañs horolaj prosesor etre 1 hag 8 MHz. Ur prosesor, dezhañ ur sikl diazez a 0,83 ns, en deus neuze ur frekañs a 1/0,83 = 1,2 GHz.

Lieskementoù ha rangementoù (sistem etrebroadel)

Lieskement Anv Simbol Ranngement Anv Simbol
100 hertz Hz      
101 dekahertz daHz 10-1 desihertz dHz
102 hektohertz hHz 10-2 santihertz cHz
103 kilohertz kHz 10-3 milihertz mHz
106 megahertz MHz 10-6 mikrohertz µHz
109 gigahertz GHz 10-9 nanohertz nHz
1012 terahertz THz 10-12 pikohertz pHz
1015 petahertz PHz 10-15 femtohertz fHz
1018 egzahertz EHz 10-18 atohertz aHz
1021 zetahertz ZHz 10-21 zeptohertz zHz
1024 yotahertz YHz 10-24 yoktohertz yHz