Vergilius : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: mr:व्हर्जिल
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot kemmet: lv:Vergilijs
Linenn 163: Linenn 163:
[[lmo:Virgili]]
[[lmo:Virgili]]
[[lt:Vergilijus]]
[[lt:Vergilijus]]
[[lv:Vergīlijs]]
[[lv:Vergilijs]]
[[mk:Вергилиј]]
[[mk:Вергилиј]]
[[ml:വിർജിൽ]]
[[ml:വിർജിൽ]]

Stumm eus an 11 Her 2012 da 09:35

Restr:Publius Vergilius Maro1.jpg

Publius Vergilius Maro (15 a viz Here 70 kent J-K - 21 a viz Gwengolo 19 kent J-K) anvet diwezhatoc'h Virgilius, a oa ur barzh roman klasel, aozour ar Bucolica, ar Georgica hag an Aeneis, ur meurgan a 12 levrenn a oa deuet da vout barzhoneg broadel an Impalaeriezh roman.

Ganet e oa e-kichen Mantova e Galia Cisalpina en amzer konsuliezh Crassus ha Pompeius, e ti bourc'hizien vihan. Konsuled e oa Crassus ha Pompeius adarre pa wiskas Vergilius toga an oad gour, c'hwezek vloaz diwezhatoc'h, e -54, en deiz en-eeun ma marvas Lucrecius. darn a wel aze un arouez, goude ma ne voe ket bras levezon oberour an De natura rerum war oberenn Vergilius e-skoaz hini Catullus, skrivagner Verona, un amezeg a anavezas moarvat, pe barzhed all a zo saludet gantañ en e v-Bucolica, evel Aemilius Macer (a c'hallfe bezañ Melibe ar Bucolica), C. Helvius Cinna, keneil da Gatullus, L. Varius Rufus, a voe embanner an Eneas, ha Q. Horatius Flaccus (Lycidas er Buc. 9 ?), a zo Horatius e vignon vras a raio animae dimidium meae, « an hanter eus ma ene » anezhañ. En yaouank ivez e skoulmas darempred gant Quintilius Varus, a vo ur skridvarnour meur (gwelout Hor. Odes, I, 24), ha Cornelius Gallus, a oa o vont da ziazezañ ar varzhoniezh a glemmganerezh e Roma.


Mervel a eure Vergilius en -19 e Brindisi. Lavaret e vez e karje bezañ devet e Aeneis.

Bucolica

Pajenn eus Vergilius Romanus, dornskrid eus ar Vvet kantved.


Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Vergilius.

Patrom:Liamm PuB