Elektronek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.5) (Robot kemmet: yo:Ìṣiṣẹ́oníná
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: jv:Elektronika
Linenn 57: Linenn 57:
[[it:Elettronica]]
[[it:Elettronica]]
[[ja:電子工学]]
[[ja:電子工学]]
[[jv:Elektronika]]
[[ka:ელექტრონიკა]]
[[ka:ელექტრონიკა]]
[[kk:Электроника]]
[[kk:Электроника]]

Stumm eus an 8 Her 2012 da 13:27

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An elektronik a zo ur skourr eus ar fizik hag e-keñver-se eo he fal studiañ ar fenomennoù elektronikel, da lavaret eo red an elektronioù hag ar rannigoù all karget gant an tredan en ardivinkoù, ar pezh a ra eo ur skiant rik eus un tu hag eus un tu all ur c'helenn teknikel evit ijinañ ha lakat en-dro an ardivinkoù elektronikel.

Dre m'eo techet an tredan da heuliañ ur roudad eo dra bouezusañ ijinañ meur a seurt roudadoù evit sevel ardivinkoù elektronikel. Hag ar pleustriñ war ober ardivinkoù eo al lodenn vras eus labour an elektronikourien a vez renket en ijinouriezh elektronikel.

An implij liesañ eus ar roudadoù elektronikel eo kontrolliñ, keweriañ ha dasparzhañ an ditour (en e stumm elektronikel) hag ivez daskemm ar c'halloudezh tredanel. Ne c'heller ket ober an daou dra hep detektiñ pe grouiñ maezadoù ha redoù tredanel. Ha dre vras e ra an darn-vuiañ eus ar reizhiadoù elektronikel pe gant kontrolliñ pe gant treuzkemenn.

Goude an implij simpl a veze graet eus an tredan gant ar pellskriver hag ar pellgomz eo bet mare ar roudadoù elektronikel hini ar skingomz e deroù an XXvet kantved, kendalc'het ez eus bet gant ijinañ ar skinwel ha bremañ an ardivinkoù elektronikel o deus aloubet pep tachenn eus ar vuhez er broioù diorroet. Kontrolliñ a reont kement ar reizhiadoù a-bouez ma'z eus savet aon e c'hellfe e-leizh anezho chom a-sav diwar degouezhioù dreistordinal (bombezenn atomek, melloù mein-kurun...) ha lakaat buhez an dud en arvar.