Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4: Linenn 4:
Soudardaet e voe en 247{{vet}} Rejimant Troadeion gall e penn-kentañ ar [[Brezel-bed kentañ|brezel]]. E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souain]] ([[Marne (departamant)|Marne]]), e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Disklêriañ a reas ar mezeg milourel Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe d’an [[18 a viz Here]] [[1914]] evit kement-se gant ur c'huzul-brezel ordinal bodet dre urzh ar jeneral [[Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary|de Langle de Cary]], penn ar 4{{vet}} Lu. Galleg hepken gant al lez-varn, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze Frañsez-Mari Laorañs nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’an [[19 a viz Here]] [[1914]].

Ar [[Bro-C'hall|Stad c'hall]] a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[9 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.
Ar [[Bro-C'hall|Stad c'hall]] a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[9 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe ouzh broadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.

E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.

Stumm eus an 26 Gwe 2012 da 18:12

Frañsez-Mari Laorañs29 a viz Genver 1885 e Melioneg, Breizh - † 19 a viz Here 1914 e Châlons-sur-Marne (Marne), Bro-C'hall, e-pad ar Brezel-bed kentañ), a oa ur c'houer eus Melioneg (Breizh).

Soudardaet e voe en 247vet Rejimant Troadeion gall e penn-kentañ ar brezel. E-kreiz un dro-noz gedal d'ar 1 a viz Here 1914 e-pad ar Brezel-bed kentañ nepell eus kêriadenn Souain (Marne), e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Disklêriañ a reas ar mezeg milourel Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe d’an 18 a viz Here 1914 evit kement-se gant ur c'huzul-brezel ordinal bodet dre urzh ar jeneral de Langle de Cary, penn ar 4vet Lu. Galleg hepken gant al lez-varn, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze Frañsez-Mari Laorañs nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’an 19 a viz Here 1914.

Ar Stad c'hall a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 9 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar Prefed a oa deuet espres-kaer da Velioneg d'ar 5 a viz Eost 1934. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe ouzh broadelourien Breiz Atao dont e kêr gant ar polis.

E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.

Ar ganaouenn

(kanaouenn komzoù hengounel, tapet diwar bladenn Gweltaz ar Fur)

E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
Aet eo da bell da servij Bro-Frañs. (2 X)
Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten,
Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant.
A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
Sañset difenn frontier mem (ma) bro
En arvar gant an Alamant.
Serrit ho peg gant ho parlant,
Lakit hor glaz a wiskamant !
Serrit ho peg, c'hwi, gant ho preg,
Touzit ho penn, dav d'an talbenn !
C'hwi ' vo war-vlein ma rejumant.

* * *

Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat,
Gloazet e zorn, o koll e wad.
Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp,
Hini hon tud pe enebour ?
Ne gredas ket goulenn sikour !
'benn ar mintin pa voe kavet,
‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
'Gaoz (’blamour) d'e borpant, uniform gall,
'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall (all) ! (2 X)
Arall (estren) e yezh, arall e vro,
‘Vel un treitour, ra vo marv !
Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)
Ha, c'hwi 'lâray din, mar karit,
Ya, c'hwi 'lâray din, mar karit,
Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !"
Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!

Mammennoù