Yen : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.2+) (Robot kemmet: yo:Yen |
D Robot ouzhpennet: vec:Yen |
||
Linenn 197: | Linenn 197: | ||
[[ur:ین]] |
[[ur:ین]] |
||
[[uz:Yapon yenasi]] |
[[uz:Yapon yenasi]] |
||
[[vec:Yen]] |
|||
[[vi:Yên Nhật]] |
[[vi:Yên Nhật]] |
||
[[war:Yen han Hapon]] |
[[war:Yen han Hapon]] |
Stumm eus an 21 Gwe 2012 da 03:28
- Gant ar ger Yen e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Yen (disheñvelout).
Kod ISO 4217 | JPY |
Implijet e | Japan |
Monc’hwezh | −1.8% |
Andon | The Statistics Bureau and the Director-General for Policy Planning, 2009 Jun. est. |
Rannadur | |
1/100 | sen |
1/1000 | rin |
Arouez | ¥ |
Plural | Liester ebet ez eus e yezh ar moneiz-mañ. |
Pezhioù | 1¥, 5¥, 10¥, 50¥, 100¥, 500¥ |
Bilhedoù | 1000¥, 2000¥, 5000¥, 10000¥ |
Bank-kreiz | Bank Japan |
Lec'hienn | www.boj.or.jp |
Mouler | National Printing Bureau |
Lec'hienn | www.npb.go.jp |
Ar moneiz japanat ofisiel eo ar yen. Krouet e oa e miz Du 1870 e-lec'h ar ryō (両). JPY eo e god ISO. Ar yen a veze rannet e sen, hag e rin zoken (1/1000), n'int ket implijet abaoe 1954 avat.
D'an 11 a viz Du 2009 e talve un euro 134,5 yen.[1]
Doare skrivañ
E arouez grafek e latin a zo ¥. E japaneg e skriver 円 a zo ur stumm eunaet eus an doare-skrivañ kozh 圓. 円 a vez distaget « en » e japaneg (/en/). Ar skrivadur « yen » a zeu eus romanekadur an doare-skrivañ kozh sinaat-ha-japanat ne zalc'h ket kont eus emdroadur an distagadur. « En » e japaneg a dalv kement a « kelc'h » — evel e sinaeg yuan pe e koreeg won, ur gerdarzh heñvel ganto eta.
Pezhioù moneiz
-
1 yen
-
5 yen
-
10 yen
-
50 yen
-
100 yen
-
500 yen
Bilhedoù
Seizh seurt bilhedoù a zo graet ganto hiriv an deiz (2006), gant un dalvoudegezh a 1 000, 2 000, 5 000 ha 10 000 yen. Ar bilhedoù 100 ha 500 yen n'int ket anezho ken.
- Tri eus ar seizh-mañ a oa roet o mon ganto adalek ar 1añ a viz Du 1984 :
- ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn a reont ar skrivagner Sōseki Natsume (1816-1867),
- ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn a reont Inazo Nitobe (1862-1933),
- ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn a reont Yukichi Fukuzawa (1835-1901).
- Ar bilhedoù 2 000 yen ne vez ket kavet kement anezho dre e oant lakaet er-maez diwezatoc'h, d'an 19 a viz Gouere 2000.
- Bilhedoù nevez 1 000, 5 000 ha 10 000 a oa lakaet e-barzh d'ar 1añ a viz Du 2004, 20 vloaz goude ar re all eta, evit klokaat reizhiad surentez ar bilhed nevez 2 000 yen :
- ar bilhedoù 1 000 yen a skeudenn ar mezeg Noguchi Hideyo (1876-1928)
- ar bilhedoù 5 000 yen a skeudenn ar skrivagnerez Ichiyo Higuchi (1872-1896)
- ar bilhedoù 10 000 yen a skeudenn c'hoazh Yukichi Fukuzawa (1835-1901). Cheñchet eo bet tresadenn an tu mat avat, n'eo ket ur fazan ken met ur feniks, tennet eus templ Byōdō-in (平等院) e Kyōto, ar memes hini a zo war ar pezhioù 10 yen.
-
1000 yen (tu mat)
-
1000 yen (tu gin)
-
2000 yen (tu mat)
-
2000 yen (tu gin)
-
5000 yen (tu mat)
-
5000 yen (tu gin)
-
10000 yen (tu mat)
-
10000 yen (tu gin)
-
1000 yen nevez (tu mat)
-
1000 yen nevez (tu gin)
-
5000 yen nevez (tu gin)
-
5000 yen nevez (tu mat)
-
10000 yen nevez (tu mat)
-
10000 yen nevez (tu gin)
Emdroadur an euro e-keñver ar yen eus 2000 da 2006 (EUR/JPY)
Notennoù ha daveoù
- ↑ Patrom:Jp(en) 2009 Bank Japan 外国為替市況 Foreign Exchange Rates. Lakaet enlinenn d'ar 26 a viz C'hwevrer 2009
Liammoù diavaez
- (en) Lec'hienn Bank Japan
- (en) Currency Museum
- (en) The American numismatic association
- (en) Pezhioù moneiz japanat (skeudennaoueg ha katalog)
- Skeudennoù bilhedoù japanat kozh hag a-vremañ