Baghdad : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: mzn:بقداتی |
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: ilo:Baghdad |
||
Linenn 63: | Linenn 63: | ||
[[id:Bagdad]] |
[[id:Bagdad]] |
||
[[ie:Bagdad]] |
[[ie:Bagdad]] |
||
[[ilo:Baghdad]] |
|||
[[io:Bagdad]] |
[[io:Bagdad]] |
||
[[is:Bagdad]] |
[[is:Bagdad]] |
Stumm eus an 19 Gwe 2012 da 13:31
Kêr-benn Irak eo Baghdad (en arabeg: بغداد Baġdād diwar ar perseg: بغداد "Roet gant Doue") ar gêr vrasañ er vro-se. Tremen pemp milion a dud a oa o chom enni e 2003 hag unan eus kêrioù pobletañ ar Reter nesañ eo, goude Kaero, Teheran hag Istanbul. War ribl ar stêr Tigris emañ.
Savet e voe e 762 gant ar c’halif Al-Mansur (an Trec'hour), war rivinoù Babilona gozh. Er bloavezh 1258 e c'hoarvezas Emgann Baghdad pa voe distrujet kêr gant ar Vongoled ha lazhet kalif diwezhañ Baghdad. E 1401 e voe distrujet kêr un eil gwech gant Mongoled hag e 1534 e voe aloubet Baghdad gant an Durked. Dindan dalc’h an Impalaeriezh otoman e chomas betek 1917. Er bloavezh 1920 e teuas Baghdad da vezañ kêr-benn Irak, a oa e dalc’h Breizh-Veur da neuze. E-pad Eil brezel ar pleg-mor arab-ha-pers e voe bombezet ha distrujet kalzik gant arme ar Stadoù Unanet.